Orderic Vitalis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎E vuhez: kempenn, replaced: XII{{vet}} → {{XIIvet}} using AWB
Linenn 8:
Tamm-ha-tamm en em lakaas da adskrivañ [[dornskrid]]où, rak troet e oa gant al lenn hag ar skrivañ. Goulennet e voe outañ gant an [[abad]] skrivañ istor manati Saint-Evroul.
 
E Saint-Evroul e savas e ''Historiae Ecclesiasticae'' etre ar bloavezhioù 1123 ha 1141, hag oberenn veur e vuhez e voe. Kontañ a ra er skrid-se istor broioù kornôg Europa, abaoe o [[Kristeniezh|c’hristenidigezh]] betek an XII{{vetXIIvet}} kantved, met eus istor an [[Normaned]] ez eus anv dreist pep tra, goude aloubidigezh Bro-Saoz gant [[Gwilherm an Alouber]] dreist-holl. Dre ma oa genidik eus [[Shropshire]], tost da Gembre, e ro kalz a lec’h en e skrid da istor [[Marzoù Kembre]] ha d’an darempred etre Saozon ha Kembreiz da neuze.
 
Ur skrid gwall dalvoudus eo e ''Historiae ecclesiasticae'' evit studiañ istor dugelezh Normandi hag istor Bro-Saoz d’ar mare-se. Ouzhpenn kontañ darvoudoù ha reiñ deiziadoù a ra ; diskrivañ a ra aketus boazioù ar gevredigezh ha sevenadur an amzer-hont.