Azerbaidjan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Istor: kempenn, replaced: IX{{vet}} → {{IXvet}} (11) using AWB
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 53:
Annezidi gentañ ar pezh a zo hiziv Azerbaidjan e oa [[Albania ar C'haokaz|albaniz ar C'haokaz]], ur bobl kaokazek he yezh. Goudezo e voe aloubet ar vro gant pobloù niverus, ar bersed, ar romaned, an armeniz, an arabed, an durked, ar rused en-o-zouez.
[[Restr:Azerbaigian-baku2.jpg|thumb|300px|Kastell Chirvanchah, [[Bakou]].]]
En [[IXvet kantved|{{IXvet}} kantved]] kent Jezuz-Krist e voe dalc'het ar vro gant rouantelezh [[Mannae]] a badas betek e stagidigezh gant an [[impalaeriezh vedat]] e [[616]] kt J-ZK. E [[549]] kt J-ZK ez eas d'un darn eus an [[impalaeriezh ac'hemenidek]]. Ar satrapelezhioù [[Atropaten]] ha [[Albania ar C'haokaz]] a voe savet er [[XVvet kantved|{{IVvet}}XVvet kantved]] kt J-ZJK}}. Enderc'hel a raent ar pezh a zo Azerbaidjan ha [[Dagestan]] hiziv.
 
[[Islam]] en em skignas buan tre goude an aloudibigezh arab er [[VIIvet kantved|{{VIIvet}}]] hag en [[IVIIIvet kantved|{{VIIIvet kantved}} kantved]]. Pa ziskaras ar [[Kalifad Abasid|C'halifad Abasid]] en em furmas un nebeut rouantelezhioù emren, Shirvanshah en o zouez. En [[{{XIvet kantved|{{XIvet}} kantved]] e voe aloubet ar rannvro gant an [[Turked Seljuk|Durked Seljouk]] a lakajont o yezh hag o sevenadur war ar vro. En [[XIIIvet kantved|{{XIIIvet}}]] hag er [[{{XIVvet kantved|{{XIVvet}} kantved]] e voe gwasket Azerbaidjan gant ar [[Mongol|Vongoled]].
 
D'un darn eus an [[impalaeriezh Savafidek]] ez eas ar vro er [[{{XVvet kantved|{{XVvet}} kantved]]. Dindan kontrol [[Persia]] e chomas betek an [[XVIIIvet kantved|{{XVIIIvet}} kantved]]. E-pad eil hanterenn an [[{{XVIIIvet kantved|{{XVIIIvet}} kantved]] ha deroù an [[{{XIXvet kantved|{{XIXvet}} kantved]] e savas pennoù lec'hel rouantelezhioù emren, dindan aotrouniezh zamkaniel an dierniezh bersiat [[Qajar]]. Ne badjont ket hir, avat. Goude he zrec'h e brezelioù [[Brezel etre Rusia ha Persia (1804 - 1813)|1804 - 1813]] ha [[Brezel etre Rusia ha Persia (1826 - 1828)|1826 - 1828]] e stagas an impalaeriezh rusat ar vro dre feur-skridoù [[feur-skrid Gulistan|Gulistan]] e [[1813]] ha [[Feur-skrid Turkmenchay|Turkmenchay]] e [[1828]].
 
Goude freuzadur an impalaeriezh rusat e [[1918]] ez eas Azerbaidjan, asambles gant [[Jorjia]] hag [[Armenia]] d'un darn eus [[Republik Demokratel Gevredel Treuzgaokazia]]. Homañ en em zielfennas buan, avat, hag en em embann dizalc'h a reas Azerbaidjan e Mae 1918. [[Republik Demokratel Azerbaidjan]] a vo ar republik vuzulman gentañ er bed met ne badas nemet daou vloavezh. E [[1920]] e aloubas ar vro al [[Lu Ruz]] ha d'un darn eus [[RSKS Treuzkaokazek|republik soviedel Treuzgaokazia]] ez eas e miz Meurzh [[1922]]. Republik Treuzgaokazia a voe disrannet e [[1936]] etre republikoù soviedel Armenia, Jorjia hag Azerbaidjan.