Albrecht Dürer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Levezon: kempenn, replaced: XIX{{vet}} → {{XIXvet}} (3) using AWB
Linenn 43:
 
E rummad 16 engravadur anezhañ anvet ''Diskuliadur'' a zo bloaziet e [[1498]]. Er memes bloavezh e savas seizh lodenn gentañ ''Ar Basion Vras'', ha nebeud goude, ur rummad unnek engravadur anezhañ diwar-benn an Tiegezh Santel hag ar sent. E-tro 1503–1505 e savas seitek lodenn gentañ ur rummad diwar-benn buhez ar Werc'hez, hag a chomas diechu e-pad meur a vloaz. Hini ebet eus an oberennoù-se, ar ''Basion Vras'' en o zouez, ne voe embannet raktal dindan stumm un dastumad, met kalz engravadurioù a voe gwerzhet o-unan.<ref>Giulia Bartrum</ref>
[[Restr:Albrecht Duerer- Lamentation for Christ.jpgJPG|thumb|right|300px|''Klemmadenn d'ar C'hrist'', eoullivadur, 1500-3]]
Er memes mare e labouras Dürer war implij kizelloù a-benn engraviñ. Marteze en doa bet tro da glask hen ober pa zeske digant e dad. An oberennoù kentañ savet evel-se ne voent ket dispar, met e [[1496]] e teuas a-benn da sevel ur bennoberenn, "Ar Mab Foraner" he zitl, hag a voe meulet degadoù goude gant [[Giorgio Vasari]], hag a wele enni perzhioù german mat. Buan e teuas a-benn da sevel skeudennoù dibar evel ''Nemesis'' ([[1502]]), ''Euzhvil ar mor'' ([[1498]]) ha ''Sant Eustas'' ([[1501]]), enno talennoù diwezhañ leun a vunudoù hag a loened brav. Sevel a reas ivez meur a oberenn gouestlet da Varia, tresadennoù tud a relijion dibar hag oberennoù ma tiskoueze darvoudoù bihan enno peizanted farsus. Dre ma oa aes kas ha degas engravadurioù, e teuas a-benn Dürer da vezañ brudet en Europa a-bezh dindan un nebeud bloavezhioù.<ref>Giulia Bartrum</ref>