Boudika : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ajout d'information
Distruj Camulodunum, Londinium, Verulamium.
Linenn 10:
 
== Istor ==
He fried en devoa legadet e rouantelezh d'o merc'hed ha d'an impalaer roman [[Neron]], hanter ouzh hanter. Pa varvas avat, war-dro ar bloaz [[60]], e voe kemeret ar rouantelezh en he fezh gant ar Romaned, ken plaen ha tra. Sed a zo skrivet gant an istorourien roman [[Tacitus]] ha [[Dion Cassius]].
 
Klemm a reas Boudika, ha neuze e voe gwallgaset, skourjezet, gwallet zoken, hag he div verc'h ganti. <br />
 
Emsavadeg a voe neuze gant 200 000 den ouzh an arme roman e-pad 6 miz.
 
E berr amzer, Camulodunum (Colchester), kêrbenn Breizh ar c'hreisteiz d'ar c'houll se, e oa taget gant an Ikenanied hag o mignoned.
Trec'het e voe Boudika e [[61]] en [[Emgann Watling Street]]‎. En em lazhañ a reas gant kontamm hervez [[Tacitus]].
 
Petilius Cerialis, jeneral [[Legio IX Hispania]] e Lindum (Lincoln), a zeuas ar buanan ma c'halle da zikour Camulodunum. Koll a reas war un dro holl e droaderien hag ul loden eus e varc'hegiezh. Tec'hel a reas kuit en dro gant peurrest e varc'hegiezh da Lindum.
 
Camulodunum a zo kaset da get, dre tan ha gwad.
 
Ikenianed en em skoas neuze war Londinum (Londrez). Suetonius Paulinus, gant [[Legio IX Gemina]] ha [[Legio XX Valeria Victrix|Legio XX Valeria]], en em gavas re bell ha re ziwezhat evit sikour Londrez, hag a oa distrujet pen da benn d'he dro dre tan, gwad, beuzadeg.
 
Poenius Posthumus, prefed [[Legio II Augusta]], a oa stanket en Isca Dumnuniorum (Exeter).
 
Verulamium (Saint Alban's) a zo kaset da get d'he dro.
 
Ne chome ket gant Suetonius Paulinus nemet Legio XIV Gemina hag ul loden eus Legio XX Valeria.
 
An emgan diwhezañ, en tu bennak war dro Manduessedum (Mancetter) pe Ratae Coritanorum (Leicester).
 
TrecE desped rakwelloù ar Vretoned, dre ma oant kalz niverusoc'h eget ar Romaned, trec'het e voe Boudika e [[61]] en [[Emgann Watling Street]]‎. En em lazhañ a reas ar rouanez gant kontamm hervez [[Tacitus]].
== Lennegezh ==
*''Bonduca,'' trajedienn [[saoznek]] gant [[John Fletcher]] ha [[Francis Beaumont]] e 1610.
Linenn 40 ⟶ 56:
* [[Boudika (film)|Pajenn wikipedia ar film Boudica Warrior Queen.]]
 
== Liammoù diavez ==
 
* http://marikavel.org/histoire/histoire-chap7-boudicca.htm
 
== Daveoù ha notennoù ==
[[Rummad:Rouaned vrezhon]]
[[Rummad:Marvioù 61]]