Dispac'h Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 41:
* An Iliz a zo rannet e daou etre an dud a iliz uhel renk anezho hag a fell dezho gwelet galloud an iliz bezañ brasaet ha gwelet en-dro ur stourm evit ar feiz dre ar vro. An dud a iliz izel a zo tost ouzh ar bobl hag a zo saouzanet gant ar stad truezus a vez hini o bobl.
* An noblañs uhel a zo o c'hortoz e vefe rannet ar galloudoù etrezo hag ar roue hollc'halloudek abaoe mare [[Loeiz XIV]]. Gortoz a reont ivez e vefe kadarnaet o renk ha serret an hent evit mont etrezek an noblañs, ouzhpenn da-se e c'hortozont e vefe roet lam d'ar gargoù bet prenet gant ar bourc'hizien evit dont da vezañ noblañs ha gant postoù uhel. An noblañs bihan a c'hortoz e vefe gwellaet o stad met ivez hini o boblañs, gortoz a reont e vefe sklaeriet ar Gwir er Frañs.
 
An Trede Urzh a c'houlenn ma vefe doublet e niver a dileuridi evit ma vefe gwiroc'h ar votadegoù. Degemeret eo gant ar Roue. Goulenn a reont ivez ma vefe graet ar votoù dre penn ha ket dre urzh. Ar roue a chom mut war an dra-se. Gant ma vez gwab mouezh ar roue e vez gwelet ul luskad [[Patriote (Dispac'h Gall)|brogarour]] o tiwan e Pariz ha dre ar vro. Gant ma vez an ali foran o genel, krabaduilh a vez er c'hêrioù, dreist-holl e [[Journée des bricoles|Roazhon]] hag en [[Journée des Tuiles|Dauphiné]]. Kenderc'hel a riao a-hed ar mizioù a-raok an emvod meur e Versailhez.
==== Enebiezh ouzh ar roue ====
Adal an [[30 a viz Ebrel]] [[1788]] kannaded Breizh an Trede-urzh a grouas ar « c'hleub breizhat » e Versailhez a-benn diazezañ un hent bolitikel sklaer hag a-stroll.