Dispac'h Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 88:
Da gentañ e sav a-du ar roue gant goulennoù ha c'hoantoù ar bobl. Memes devezhe, prezidant ar Vodadeg Vroadel Vonreizhel [[Jean-Joseph Mounier|Mounier]] a ya hag un-dro da c'houlenn gant [[Loeiz XVI]] ma embannfe [[Diskleriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour 1789]] hag al lezennoù eus ar 4 hag ar 26 a viz Eost a ro lamm d'ar gevredigezh a urzh. E-kerzh an noz, goulennet gant Kumun Pariz, [[Gilbert du Motier de La Fayette|La Fayette]] a erru e Versailles. Abred ar mintin war-lerc'h, ul lodenn eus an engroez a zo kounnaret hag a embann e vint feuls gant ar familh roueel. Daou gward korf a zo lazhet. Hervez dezrevell an enklask savet gant le Châtelet war an darvoud-se, diazez eus an Dispac'h Gall : "''le salut du roi, de la reine, de la famille royale, fut uniquement dû à la Garde nationale et à son général''" <ref>Dezrevell enklask torfed sevenet er Châtelet e Pariz war diskuilhadenn an darvoudoù erruet e Versailles e-pad ar 6 a viz Here 1789, 1790, Dielloù broadel.</ref>, [[Gilbert du Motier de La Fayette|La Fayette]]. Ar roue a zo rediet sevel a-du gant kuitaat Versailles (biken ne zistroo eno) ambrouget gant tud eus Pariz.
 
Ar roue, a-benn neuze, gant ar Vodadeg Vroadel a zo e Pariz. Difennet int gant ar Gwarda Vroadel met dañjer a zo tro-dro gant ul lodenn eus pobl Pariz. Ar galloud roueel a zo gwanaet a galz. Bro C'hall a chom ur vonarkiezh met gant ur galloud lezenniñ hag a dremen eus ar roue d'ar Vodadeg Vonreizhañ. Bodadegoù arbennikaet eus ar Vodadeg a gemer ar galloud war ar melestradurezh uhel hag a grog da vezañ dieupoc'h-dieupañ diouzh ar roue. Ar ministred n'int ket mui nemet tud arbennikaet a rank sentiñ rak ar Vodadeg. Ar roue a zalc'h ar galloud ober memestra. Al lezennoù ha dekredoù votet gant ar Vodadeg ne c'hellont bezañ lakaet da dalvezout nemet ma vezont asantet hag embannet gant ar roue Loeiz XVI. Ouzhpenn-se merourien ha labourerien melestradurezh ar [[Renad Kozh]] a chom e lec'h ma oant. Hir eo sevel ur velestradurezh nevez. Betek an hañv 1790, ar verourien ha n'o doa ket roet o zilez a gendalc'h da labourat evel a-raok. Sioulaet eo bet o galloud memestra.
Ar roue, a-benn neuze, gant ar Vodadeg Vroadel a zo e Pariz. Difennet int gant ar Gwarda Vroadel met .
 
== Ar Bodad-ren (26 a viz Here 1795 – 9 a viz Du 1799) ==