Dispac'h Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 42:
* An noblañs uhel a zo o c'hortoz e vefe rannet ar galloudoù etrezo hag ar roue hollc'halloudek abaoe mare [[Loeiz XIV]]. Gortoz a reont ivez e vefe kadarnaet o renk ha serret an hent evit mont etrezek an noblañs, ouzhpenn da-se e c'hortozont e vefe roet lam d'ar gargoù bet prenet gant ar bourc'hizien evit dont da vezañ noblañs ha gant postoù uhel. An noblañs bihan a c'hortoz e vefe gwellaet o stad met ivez hini o boblañs, gortoz a reont e vefe sklaeriet ar Gwir er Frañs.
 
An Trede Urzh a c'houlenn ma vefe doublet e niver a dileuridi evit ma vefe gwiroc'h ar votadegoù. Degemeret eo gant ar Roue. Goulenn a reont ivez ma vefe graet ar votoù dre penn ha ket dre urzh. Ar roue a chom mut war an dra-se. Gant ma vez gwabgwan mouezh ar roue e vez gwelet ul luskad [[Patriote (Dispac'h Gall)|brogarour]] o tiwan e Pariz ha dre ar vro. Gant ma vez an ali foran o genel, krabaduilh a vez er c'hêrioù, dreist-holl e [[Journée des bricoles|Roazhon]] hag en [[Journée des Tuiles|Dauphiné]]. Kenderc'hel a riaoraiao a-hed ar mizioù a-raok an emvod meur e Versailhez.
==== Enebiezh ouzh ar roue ====
Adal an [[30 a viz Ebrel]] [[1788]] kannaded Breizh an Trede-urzh a grouas ar « c'hleub breizhat » e Versailhez a-benn diazezañ un hent bolitikel sklaer hag a-stroll. D'ar 1añ a viz Mae 1789, an deputeed a erru e Versailles. Re ar gloer (291) ha re an noblañs (270) a zo degemeret en un doare pinvidik hag hegarat. Re an Trede Urzh (584) n'int ket degemeret dre neb doare ispisial ebet. D'ar 5 a viz Mae, ar roue a zigor [[Stadoù-Meur (1789)|Emvod ar Stadoù Meur]]. Komzadenn ar roue a zo unan mirour da vat o sevel a-enep ar spered nevezinti. Komzadenn [[Jacques Necker]] a chom hep ger ebet a-zivout tachenn an ekonomiezh hag an arc'hant. Ne vez ket koaz kenebeut eus cheñchamant politikel ebet, ar pezh a oa gortozet gant an holl. Ar galloud a chom hep bezañ sklaer war penaos e vo votet al lezennoù. Deputeed an Trede Stad a grog da enbiñ ha da zisentiñ. E penn al luskad eneb e vez [[Antoine Barnave|Barnave]], [[Jean-Joseph Mounier|Mounier]], [[Honoré-Gabriel Riqueti de Mirabeau|Mirabeau]] ha [[Jean-Paul Rabaut Saint-Étienne|Rabaut Saint-Étienne]]. Nac'hañ a reont kreñv bezañ bodet asambles met hep an daou urzh all.