Hent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
{{LabourAChom}}
 
Un egorenn m'eo posubl d'an dud mont da vale warnañ eus ul lec'h d'un all eo an '''hent''' ([[liester]] : ''hentoù'', ''heñchoù'' e meur a rannyezh). Terket e vezont diouzh ezhommoù an dud hag en ur tennañ kont eus ar skoilhoù naturel pe denel. Dre vras e vez an hentoù hentoù war an douar noazh pe kaledet gant mein bilet. Dre astenn e vez kaoz eus an hentoù war vor koulz ha, dre skeudenn, pep tra a seblant ober e hent evel war hentoù difetis er spered hag ar vuhez kevredigezhel. Dre skeudenn ivez e veze gwelet (hag e vez c'hoazh) un hent en oabl [[stered]]ennet, [[Hent Sant-Jakez (galaksienn)|Hent (pe Heñchoù) Sant-Jakez]] (pe Sant-Jalm), da lavaret eo un darn hor [[galaksi]]enn.
 
Eus an hentoù koshañ digoret gant an dud kentañ, marteze o heuliañ reoù al loened bras ha gouez betek hor c'hevredigezhioù modern ez eus bet ezhomm eus ar c'hehentiñ (''ken''+''hentiñ'') dalavaret eo kaout darempredoù etre an dud ha mont d'ar parkoù evit gounid ar boued. Dre m'eo bet an Denelezh o kreskiñ e-keñver ar boblañs ez eus bet muioc'h-muiañ a hentoù evit mont da bep lec'h anavezet hag eus pep lec'h da n'eus forzh peseurt lec'h all ken eo an holl hentoù o c'hroaziañ an eil egile. Pa vez daou pe vuioc'h hent o c'hroaziann ez eus ur [[kroashent|c'hroashent]]. War ar c'hroashentoù e vez staliet peurvuiañ meur a dolpadur-annez bihan ha bras.