Gouezeg : diforc'h etre ar stummoù
→Monumantoù ha traoù heverk: ouzhpennet danvez diwar benn iliz Sant Per
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→Monumantoù ha traoù heverk: ouzhpennet danvez diwar benn iliz Sant Per |
|||
Linenn 30:
* Lazhet voe ar person David e miz Even 1795 gant ur bagad chouanted war o hent da veilh-boultr [[Pont-ar-Veuzenn]], ar pezh zo deut da vezañ danvez ar pezh-c'hoari [[Ar Person touer]] savet gant [[Yeun ar Gow]] e 1960. Hervezañ, ar c'hure Bozeg a oa d'ar mare o vevañ en harlu e Bro-Spagn : s.o. ar "Skleridigez" e penn kentañ al levr.
== Monumantoù ha traoù heverk ==
=== Iliz Sant Per ===
Savet e oa an iliz e meur a wech ha da vareoù disheñvel. An [[nev]] a voe savet er XVIvet kantved, ar porched norzh e-kreiz ar XVIIvet kantved, ar sakristi a weler ez eus bet skrivet warni a c'houlennas ar person Julien Gouezel lakaat sevel anezhi e 1724, ar c'hloc'hdi gant daou seurt garidoù hag ur gorzenn eizhkognek a voe adsavet e 1747, an izelvos su a voe savet e 1830-1832 hag ar c'heur e 1899.
Ar werenn vras, anezhi oberenn ur stal-labour eus Kemper eus an trede kard eus ar XVIvet kantved, zo gouestlet da [[Pasion Jezuz|Basion ar C'hrist]] hag a zo peuzheñvel ouzh gwerennegoù [[Gwengad]], [[Gwimilio]], [[ar Merzher-Salaun]], [[Kemeneven]] hag [[ar Roc'h-Morvan]]. Awenet e oant gant un engravadur gant Jost Negker, livour an impalaer Maksimilian Aostria.
Mont a reer tre ar porzh-iliz dre un nor bras-divent eus 1754 zo kinklet gant peder delwenn e maen Kersanton, maen teñval a veze tennet eus mengleuzioù zo anezho war ribl ar richer [[Daoulaz|Zaoulaz]] e Penn-ar_Bed, aes da gizellañ ha dre-se implijet ingal evit kizellañ e Breizh.
== Tud ==
=== <small>Tud bet marvet eno</small> ===
|