Mikael Bodlore-Penlaez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
resisadenn a-zivout e anv
Linenn 1:
{{Infobox Skrivagner
| anv = Mikael BolloreBodlore-Penlaez
| skeudenn =Mikael-bodlore-penlaez.jpg
| ment =
| alc'hwez =
| anv mat = Michel Bolloré
| anv pluenn = Mikael Bodlore-Penlaez
| obererezh = Kartennour<br />Skrivagner<br />Skridarnodour
Linenn 20:
| lec'hienn =
}}
Ur skrivagner, kartennour hag emsaver [[Breizh|breizhat]] eo '''Mikael BolloreBodlore-Penlaez''' (sinetdiouzh e levrioùanv ''Mikaelbluenn, ha Bodlore-Penlaez''Michel hag anvet ''Bolloré'' hervez ar stad keodedel), bet ganet e Brest e [[1975]]. Kemeret en deus perzh ivez e krouidigezh an astenn internet .bzh.
 
== Buhez ==
 
Skrivet ez eus atlasoù dodennel gant Mikael BolloreBodlore-Penlaez. Labourat a ra ivez war danvez Breizh hag ivez war ar pobloù minorel. E 2011 en deus kenskrivet ''Atlas Breizh'' gant [[Divi Kervella]], an atlas kentañ skrivet e brezhoneg hag e galleg, hag e 2015 ''Atlas ar bed keltiek'' gant [[Erwan Chartier-Le Floch]]. E 2012 en deus skrivet al levr-pladenn gentañ diwar-benn sonerezh klasel Breizh e kenlabour gant [[Aldo Ripoche]], ur soner violoñsel anezhañ. War-lerc’h ar c’hendiviz diwar-benn kartenn nevez ar rannvroioù, en deus skrivet e 2014 ul levr flemmus (''La France charcutée, petite histoire du "big bang territorial"''), evit kompren ar reform tiriadel.
 
Gounezet eo bet priz al levr Produet e Breizh evit ''Atlas Breizh'' e 2011 e rummad "bam d’ar galon" ha priz kentañ eus priz rannvroel ar brezhoneg. Roet eo bet ivez dezhañ e 2013 priz al levr Produet e Breizh evit al levr-pladenn ''Sonerezh klasel Breizh'' e rummad "levrioù e brezhoneg".
 
Kemeret en deus Mikael BolloreBodlore-Penlaez perzh eus raktres an astenn internet .bzh. E 2006 en deus krouet ur skrid-goulenn (war lec’hienn ''Geobreizh.com'', porched douaroniel Breizh, en doa krouet gant Divi Kervella) evit ma vefe savet an astenn .bzh evit Breizh. A-drugarez d’an obererezh-se o deus en em ziazezet meur a strollegezhioù lec'hel (peurgetket rannvro Breizh) gant un doare ofisiel. Deuet eo bet bezprezidant ar gevredigezh www.bzh he deus bet d’an 13 a viz Mae 2013 an aotre gant an Icann da implijout an astenn nevez.
 
Arbennigour war ar minorelezhioù broadel eo Mikael BolloreBodlore-Penlaez. E 1999 en deus krouet al lec’hienn ''Eurominority.eu'' ha war-lerc’h en deus renet ''atlas ar broadoù hep Stad e Europa'', ul levr diwar-benn stad pobloù minorel e Europa, ha troet e saozneg hag e galizeg. Stourmañ a ra evit gwir ar pobloù d'en em dermeni ha kemeret en doa perzh en intrudu YesBreizh.net a gas war-raok dizalc’hiezh Breizh.
 
== Oberennoù ==