Li Wenliang : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Li Wenliang''' ([[sinaeg]]: 李文亮) ganet d'an [[12 a viz Here]] [[1986]] e [[Beizhen]] hag aet da Anaon d'ar [[7 a viz C'hwevrer]] [[2020]] e [[Wuhan]], a oa ul lagadour [[Sina|sinat]] o labourat en Ospital kreiz [[Wuhan]]. Brudet eo bet evel kelaouer eus ar chleñved [[Novel coronavirus (2019-nCoV)|COVID-19]] adalek an [[30 a viz Kerzu]] [[2019]]. Bet e oa bet o eskemm war [[WeChat]] gant 7 medisin all a-fed ur c'helñved nevez o redek dre Wuhan. Siwazh evitañ e oa bet treuzkaset e skridoù dre an internet sinaat. D'an [[3 a viz Genver]] [[2020]], polis Wuhan en doa harzet anezhañ ha rediet da sinañ ur folenn a embanne e oa un dañjer evit an urzh sokial hag e lakae da redek falsgomzoù. Li a oa distroet d'al labour ha kendalc'het da glask pareañ an dud. Binimet e oa bet gant ar c'hleñved ha marvet e oa d'ar 7 a viz C'hwevrer 2020.
[[Restr:李文亮的训诫书.png|thumb|Lizher testenni anzavadur rediet Li Wenliang sinet gantañ ha daou ofiser polis. Embann a ra ez eo falsgomzoù ar pezh en doa embannet ar medisin.]]
== Buhez prevez ==
Li a oa dimezet hag ur bugel a oa gant ar c'houblad a-raok ma errufe ar c'hleñved-red. Pa oa marvet an doktor Li e oa dougerez e wreg. Pa oa kroget da vezañ klañv, an doktor a oa aet da vevañ en un ostel evit chom hep binimañ e familh a-raok bezañ kaset d'an ospital d'an 12 a viz Genver. Siwazh dezhañ e zud a oa klañv gant ar c'horonavirus.
{{DEFAULTSORT:Li, Wenliang}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1986]]