Leonardo DiCaprio : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Leonardo Dicaprio Cannes 2019.jpg|thumb|Leonardo Dicaprio e-pad festival Cannes 2019]]
'''Leonardo Wilhelm DiCaprio''', ganet d'an [[11 a viz Du]] [[1974]] e [[Los Angeles]], zo un aktour, produer ha stourmer evit an en-dro [[stadunanat]]. C'hoariet en deus bet rolloù a bep seurt, dreist-holl reoù doare film-buhez hag istorel. E 2019, e filmoù o deus rastellet US$7,2 miliard dre ar bed-holl. Eizh gwech eo bet lakaet war listenn vloaziek an aktourien paeet ar muiañ pe er [[Forbes Celebrity 100]]. Enoret eo bet alies, gant un Academy Award ha tri Golden Globe Awards.
 
Ganet e [[Los Angeles]], DiCaprio a zo kroget da vezañ aktour en ur c'hoari e bruderezhioù er skinwel e fin ar bloavezhioù 1980. E penn kentañ ar bloavezhioù 1990 e vez gwelet e meur a roll skinwel e stiradoù skinwel, evel ar [[sitcom]] [[Parenthood (stirad skinwel, 1990)|Parenthood]]. Ar c'hentañ roll pouezus a vo er film [[This Boy's Life]] (1993), burutellet mat e voe e roll a-eil evel den ampechet er film [[What's Eating Gilbert Grape]] (1993), dre-se e voe lakaet e anv evit un Academy Award.
 
Dreistbrudet e vo dre ar bed holl gant ar film istorel, dram ha karantez [[Titanic (film, 1997)|Titanic]] (1997), hag a zo deuet da vezañ ar film o rastellañ ar muiañ a arc'hant en istor betek-henn. Goude un nebeut filmoù hag a vo degemeret fall, DiCaprio a c'hoari e daou film a raio berzh e 2002: ar film buhez [[Catch Me If You Can]] hag ar film istorel-drama [[Gangs of New York]]. Ar wech kentañ e oa bet dezhañ da labourat gant ar filmaozour [[Martin Scorsese]].
== Liammoù diavaez ==
* [https://www.leonardodicaprio.org/ Lec'hienn savadur DiCaprio]