Leonardo DiCaprio : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 8:
DiCaprio a zo krouer an embregerezh produiñ [[Appian Way Productions]] hag a brodu filmoù ha diellfilmoù evel an heuliad [[Greensburg (stirad skinwel)|Greensburg]] (2008–2010). Krouet en deus bet ivez al [[Leonardo DiCaprio Foundation]], un aozadur ar mat kefridiet gant deskiñ an dud a-fed diwall ouzh an en-dro. Alies e vez o harpañ obererezhioù aluzenus, produet en deus meur a ziellfilm war an en-dro. E 2005, e voe anvet da Commandeur de l'[[Ordre des Arts et des Lettres]] evel den a arz. E 2016 e oa bet lakaet e anv evel unan eus ar [[Time 100|100 galloudusañ er bed]] gant an [[Time Magazine]].
== Ar stourmer ==
DiCaprio a vez graet eus outañ an den brudet o stourm ar muiañ evit an en-dro hag a-enep [[Tommadur ar blanedenn|tommadur an hin]]. Hervezañ, e oa dedennet gant kudennoù an natur abaoe e yaouankiz. Sellet en doa diellfilmoù war ar c'hoadeier o vont da get pe koll lec'hioù bevañ al loened. Embannet en deus bezañ agnostek hag e oa pouezusoc'h dezhañ ar stourm evit an natur eget ar [[speredelezh]].
 
== Liammoù diavaez ==