Mary Higgins Clark : diforc'h etre ar stummoù

Skrivagnerez stadunanat
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Mary Theresa Eleanor Higgins Clark''', ganet d'ar 24 a viz Kerzu 1927 hag aet da Anaon d'an 31 a viz Genver 2020, a oa ur skrivagnerez stadunanat. Pe..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 C'hwe 2020 da 14:22

Mary Theresa Eleanor Higgins Clark, ganet d'ar 24 a viz Kerzu 1927 hag aet da Anaon d'an 31 a viz Genver 2020, a oa ur skrivagnerez stadunanat. Pep hini eus he 51 levr a zo bet gwerzhet mat e Stadoù-Unanet Amerika pe e broioù Europa hag he holl romantoù a zo bet moulet betek 2015. Higgins Clark a oa kroget gant ar skrivañ pa oa hi yaouank. Goude meur a vloaz o labourat evel sekretourez hag evel reizerez, ha goude evel ostizez evit ar Pan-American Airlines he devoa paouezet al labour evit dimeziñ ha kaout ur familh dezhi. Evit rastellañ arc'hant memestra he devoa kroget da skriva­ istorioù berr. Marvet e oa he gwaz e 1964, Higgins Clark a oa bet o labourat o sevel testennoù bihan evit ar radio hag a ranke padout peder munutenn betek ma vefe bountet warni gant he ajant lennegel.

Ar c'hentañ romant a vo ur skrid-buhez dammijinet eus buhez George Washington, met ne oa ket bet degemeret mat-tre. Kemmet he devoa doare romant neuze evit implij ar garantez he devoa evit ar c'hevrin. He romantoù skrij a oa deuet buan da vezañ brudet ha gwerzhet mat. Tizhet e oa bet muioc' 'vit 100 milion levr e Stadoù-Unanet Amerika nemetken. He merc'h Carol Higgins Clark ha Mary Jane Clark a azo skrivagnerezed ivez.