Mary Higgins Clark : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Mary Theresa Eleanor Higgins Clark''', ganet d'ar [[24 a viz Kerzu]] [[1927]] hag aet da Anaon d'an [[31 a viz Genver]] [[2020]], a oa ur skrivagnerez [[stadunanat]]. Pep hini eus he 51 levr a zo bet gwerzhet mat e Stadoù-Unanet Amerika pe e broioù [[Europa]] hag he holl romantoù a zo bet moulet betek 2015. Higgins Clark a oa kroget gant ar skrivañ pa oa hi yaouank. Goude meur a vloaz o labourat evel sekretourez hag evel reizerez, ha goude evel ostizez evit ar [[Pan American World Airways|Pan-American Airlines]] he devoa paouezet al labour evit dimeziñ ha kaout ur familh dezhi. Evit rastellañ arc'hant memestra he devoa kroget da skriva­ istorioù berr. Marvet e oa he gwaz e 1964, Higgins Clark a oa bet o labourat o sevel testennoù bihan evit ar radio hag a ranke padout peder munutenn betek ma vefe bountet warni gant he ajant lennegel.
 
Ar c'hentañ romant a vo ur skrid-buhez dammijinet eus buhez [[George Washington]], met ne oa ket bet degemeret mat-tre. Kemmet he devoa doare romant neuze evit implij ar garantez he devoa evit ar c'hevrin. He romantoù skrij a oa deuet buan da vezañ brudet ha gwerzhet mat. Tizhet e oa bet muioc' 'vit 100 milion levr e Stadoù-Unanet Amerika nemetken. He merc'h [[Carol Higgins Clark]] ha [[Mary Jane Clark]] a azo skrivagnerezed ivez.
{{DEFAULTSORT:Higgins Clark, Mary}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1927]]