Dastum (kevredigezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Krouet o treiñ ar bajenn "Dastum"
D Labour difaziañ vioù-koukoug
Linenn 1:
{{Infobox Société savante|nom=Dastum|image=Dastum.jpg|légende=|taille=|nom original=|fondation=[[1972]]|discipline=[[anthropologie sociale]], [[ethnographie]], [[musique]], [[littérature orale]], [[histoire]]...|objectifs=Collectage, sauvegarde et diffusion du patrimoine oral de Bretagne|ville=[[Rennes]]|pays=[[France]]|langue=[[français]], [[breton]]|zone d'influence=[[Bretagne]]|président=|affiliation=|site internet=[http://www.dastum.bzh www.dastum.bzh]}}
 
'''Dastum''' ({{LFE|['dastym]}}; {{LFE|[daʃtym]}}) a zo ur [[Kevredigezh diskleriet hervez lezenn 1901|gevredigezh diskleriet hervez lezenn 1901]]. E gefridi a zo ober war-dro dastum, enrollañ ha reiñ da anavezout hengoun dre-gomz [[Breizh]] istorel, e-mesk an hengoun dre gomz ec'h adkaver: kanaouennoù, sonioù, kontadennoù, mojennoù, istorioù, krennlavarioù, lavarennoù, danevelloù, testenioù…
 
== Istor ==
Dastum a zo bet savet e [[1972]] gant ur strollad sonerien (en o zouesk: [[Michel Prémorvan]], [[Erwan Berthou]], [[Daniel L'Hermine]], [[Jean-Yves Le Maître]], [[Guy Jacob]] et [[Patrick Malrieu]]) hag a felle dezho gouzout hiroc'h war mammennoù hag orin [[Sonerezh Breizh]] hag ar sonerezh keltiek. Youlet eo an dud er gevredigezh gant ul labour dastum, mirout ha talvoudekaat [[hengoun dre-gomz]] Breizh hag hengoun sonerezh Breizh pergen (pe 'vefe gant ar vouezh pe c'hoazh gant binvioù). Roet e vez ur sikour-arc'hant gant ar [[Kengevredigezh|gengevredigezh]] [[Kendalc'h]], daoust da-se e rankont kontañ war o mammennoù hag o amzer dezho <ref name="Vassal">''La chanson bretonne'', Jacques Vassal, Albin Michel, 1980, {{P.|68}}</ref>.
 
En deroù e veze klasket ganto danvez en ur vont da gaozeal gant an dastumaderien hag an aozadurioù (evel dielloù [[Skol-veur Roazhon]]) hag a ro d'ar gevredigezh nevez-savet eiladennoù eus an enrolladennoù perc'hennet ganto. En un eil prantad, gant sikour ur rouedad a genskriverien, ez ae izili ar gevredigezh war ar maez e pep-lec'h evit enrollañ int-e o-unan kanerien ha sonerioù binvioù a bep seurt, ha da glask war-lerc'h chomlec'hioù tud ouzhpenn da atersiñ. Pep ezel ac'h en em ouestle en ur rannvro ispisial evit gellout lakaat par-ouzh-par ar stiloù, ar variezonoù hag ar [[sac'hadoù tonioù]]. An enrolladennoù koshañ bet enrollet a zo eilennoù eus rolladoù-koar enrollet gant [[Frañsez Vallée|François Vallée]] e miz Gouere [[1900]]. Kavet e vez dreist pep-tra kanaouennoù [[Marc'harid Fulup]], kanerez veur [[Fañch an Uhel]]. Al labour dastum en deus roet an tu da ober e-seurt na vefe ket disoñjet gant an dud ha da lakaat hegerz d'an dud ur c'hementad bras a deuliadoù aodio (muioc'h evit 30 000 elfenn kanet pe sonet, ha 2 000 disk), teuliadoù skrivet (tost da 20 000 kanaouenn bennak o tont eus levrioù, [[Kelaouenn|kelaouennoù]], [[Dornskrid|dornskridoù]]…), kontadennoù ha teuliadoù skeudennoù (skeudennoù familhoù, kartennoù-post…) hag a ro an tu da gompren gwelloc'h petra [[sevenadur Breizh]], hag e-mesk pep-tra sevenadur ar bobl.
 
== Palioù Dastum ==
Linenn 12 ⟶ 15:
Dastum a ginnig meur a obererezh:
 
* dastum ha niverelat dastumadegoù ([[Pladenn-goar|pladennoù-koar]], [[pladennoù-vinil]] ha [[kasedigoù aodio]]), evit o lakaat da badout en amzer hag o skignañ gwelloc'h;
* an dasparzhañ en ur embann hag en ur werzhañ dre lizhiri. Ar soniaoueg a vez gwelet ganto evel bezañ ur servij publik hep pal kenwerzhel ebet.
 
Linenn 20 ⟶ 23:
* lakaat sevel rouedadoù poentoù-moned en ur reiñ an tu da dizhout an teuliadoù niverelaet, hag a zo anezho e-barzh meur a aozadur kevredet (poloù kevelet, skolioù sonerezh, dielloù, mediaouegoù, skolioù divyezhek, skolioù-meur…);
* lakaat sevel kevradoù gant an hiniennoù (klaskerien, kelennerien war ar sonerezh, izili o sellout an endalc'had kinniget…) evit ar fed da sellet a-bell;
* ur politikerezh troet war-zu an embann (levrioù, kelaouennoù ha pladennoù CD) diazezet war ar fed da lakaat hegerz dielloù ral pe dibar anezho, gant testenioù, evezhiadennoù ha dielfennadurioù kroaziet gant ar re a vev an hengoun, dastumaderien, enklaskerien, arzourien, war an hengoun-se;
* aozañ koñferañsoù, kolokoù pe diskouezadegoù;
* ar stummerezh.
Linenn 39 ⟶ 42:
 
* [[Sonerezh Breizh]]
* [[Groupement culturel breton des pays de Vilaine]]
* [[La Granjagoul]]
* [[Liste des sociétés savantes de Bretagne]]
* [[Liste de sociétés savantes d'histoire et d'archéologie en France]]
* Dastum est adhérent de la [[FAMDT]]
 
=== Liammoù diavaez ===