Dastum (kevredigezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Labour difaziañ vioù-koukoug
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 4:
 
== Istor ==
Dastum a zo bet savet e [[1972]] gant ur strollad sonerien (en o zouesk: [[Michel Prémorvan]], [[Erwan Berthou]], [[Daniel L'Hermine]], [[Jean-Yves Le Maître]], [[Guy Jacob]] etha [[Patrick Malrieu]]) hag a felle dezho gouzout hiroc'h war mammennoù hag orin [[Sonerezh Breizh]] hag ar sonerezh keltiek. Youlet eo an dud er gevredigezh gant ul labour dastum, mirout ha talvoudekaat [[hengoun dre-gomz]] Breizh hag hengoun sonerezh Breizh pergen (pe 'vefe gant ar vouezh pe c'hoazh gant binvioù). Roet e vez ur sikour-arc'hant gant ar [[Kengevredigezh|gengevredigezh]] [[Kendalc'h]], daoust da-se e rankont kontañ war o mammennoù hag o amzer dezho <ref name="Vassal">''La chanson bretonne'', Jacques Vassal, Albin Michel, 1980, {{P.|68}}</ref>.
 
En deroù e veze klasket ganto danvez en ur vont da gaozeal gant an dastumaderien hag an aozadurioù (evel dielloù [[Skol-veur Roazhon]]) hag a ro d'ar gevredigezh nevez-savet eiladennoù eus an enrolladennoù perc'hennet ganto. En un eil prantad, gant sikour ur rouedad a genskriverien, ez ae izili ar gevredigezh war ar maez e pep-lec'h evit enrollañ int-e o-unan kanerien ha sonerioù binvioù a bep seurt, ha da glask war-lerc'h chomlec'hioù tud ouzhpenn da atersiñ. Pep ezel ac'h en em ouestle en ur rannvro ispisial evit gellout lakaat par-ouzh-par ar stiloù, ar variezonoù hag ar [[sac'hadoù tonioù]]. An enrolladennoù koshañ bet enrollet a zo eilennoù eus rolladoù-koar enrollet gant [[Frañsez Vallée|François Vallée]] e miz Gouere [[1900]]. Kavet e vez dreist pep-tra kanaouennoù [[Marc'harid Fulup]], kanerez veur [[Fañch an Uhel]]. Al labour dastum en deus roet an tu da ober e-seurt na vefe ket disoñjet gant an dud ha da lakaat hegerz d'an dud ur c'hementad bras a deuliadoù aodio (muioc'h evit 30 000 elfenn kanet pe sonet, ha 2 000 disk), teuliadoù skrivet (tost da 20 000 kanaouenn bennak o tont eus levrioù, [[Kelaouenn|kelaouennoù]], [[Dornskrid|dornskridoù]]…), kontadennoù ha teuliadoù skeudennoù (skeudennoù familhoù, kartennoù-post…) hag a ro an tu da gompren gwelloc'h petra [[sevenadur Breizh]], hag e-mesk pep-tra sevenadur ar bobl.