Aerouant ar Wawel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bianchi-Bihan en deus kaset ar bajenn Aerouant Wawel da Aerouant ar Wawel
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
[[File:Dragon du Wawel.jpg|thumb|300px|Aerouant ar Wawel]]
 
'''Aerouant ar Wawel''' (''Smok Wawelski'' e [[poloneg]]) zo un [[aerouant]] mojennel brudet e kêr [[Kraków|Graków]] e [[Polonia]]. Hervez ar vojenn e veve al loen en ur vougev e tor tuchenn ar [[Wavel]], a-us d'ar stêr [[Vistula]]. E lein an duchenn ez eus ur c'hastell hag un iliz-veur, ha dirazo delwenn un aerouant hag ur blakenn en enor d'ur priñs mojennel, anvet Krakus, a drec'has al loen hag a savas kêr Krakow dirak ar vougev, hag a roas e anv d'ar gêr-se.
 
Hervez ar vojenn ec'h ae an euzhvil bemdez dre ar maezioù tro-war-dro, da lazhañ tud ar vro, da laerezh en o zier ha da zebriñ ar chatal.
 
E doareoù zo eus ar vojenn e plije d'an aerouant debriñ merc'hed yaouank ha ne roe peoc'h ebet d'an dud ma ne veze ket lakaet dezhañ ur plac'h yaouank dirak e vougev ur wech ar miz.