Miguel Hernández Gilabert : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
http://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb12086121s corrected
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
}}
'''Miguel Hernández Gilabert''' ([[Orihuela]], [[30 a viz Here]] [[1910]]-[[Alicante]], [[28 a viz Meurzh]] [[1942]]) a oa ur barzh [[spagnolek]], marvet en toull-bac'h. Ganet e oa er [[País Valencià]], e ti tud paour. E zastumad barzhonegoù kentañ a voe embannet pa oa 23 bloaz.
 
==E vuhez==
 
D'ar 1añ a viz Ebrel 1939 e voe embannet fin [[brezel Spagn]] gant ar jeneral [[Francisco Franco]]. Klask a eure Hernández tec'hel eus ar vro ha mont da Bortugal, met harzet e voe tost d'an harzoù gant polis Portugal ha roet d'ar Guardia Civil spagnol. Kaset e voe eus Huelva da Vadrid, d'ar vac'h. Eno eo e skrivas '' Nanas de la cebolla''. Ur pennad ivez e voe bac'het e Sevilla.
 
En miz Meurzh 1940 e voe kondaonet d'ar marv. Kemmet e voe e gastiz ha troet da 30 vloaz a doull-bac'h. Met tapet e oa Hernández gant an droug-skevent, ha mervel a eure d'an 28 a viz Meurzh 1942 er Reformatorio en [[Alicante]]. E wreg Josefina Manresa, hag o bugel a vanas er brasañ dienez.
 
== Oberennoù ==