Jean-Yves Lagadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Munudoù
Linenn 2:
 
== Buhez ==
E familh a oa paour a-walc'h, pa oa e vamm ul labourerez en ur stal fritur hag e dad ur micherour-douar. Ur mab koshoc'h egetañ o doa ivez. Pa oa an darnvuiañ eus ar familhoù o chom e Kêr ar Pont (Pontekroaz) o tesevel o bugale e galleg e stage ar gerent da gomz e brezhoneg d'ouzh o c'hrouadurioù.<br>
Euredet eo bet gant ur vaouez eus [[Tredarzeg]], met ne badas ket an dimeziñ. Chomet e oa divugel. Pa oa aet war e leve e oa o chom e ti e vugaleaj e Pontekroaz. Eno e tegasas ur souten kreñv da [[Skol Diwan ar Pont]].
 
== Studioù ha labourioù ==
E skol ha skolaj katolik Itron Varia Roskudon ar Pont e voe kelennet hag , e 1966, ez eas da Lise Kemper e-lec'h ma oa [[Loeiz Ropars]] o reiñ kentelioù. Mont a reas d'ar stajoù yezh ha dañs aozet gant hemnezhennez dindan ar c'hevarzhe [[Al Leur Nevez]].
Studioù war ar matematik en doa graet e Brest da gentañ hag e [[Roazhon]] goude. Heuliet en deus kentelioù [[Frañsez Falc'hun|ar chaloni Falc'hun]] e Brest ha kentelioù [[Léon Fleuriot]] e Roazhon ivez. Prezidant ''Studierien Yaouank Breizh'' (pe ''Jeunesse étudiante bretonne'', pe ''JEB'') e oa d'ar mare-se. Chomet eo tost da [[Unvaniezh Demokratel Breizh]] keit-all. Estreget ar prantad m'eo bet gopret gant [[An Here]] evit embannadur ar geriadur brezhonek en deus labouret evel kelenner eil derezh, war ar matematik hag ar brezhoneg, e [[Carentan]], e [[Brest]] (Lise Kerichen), e [[Landerne]] hag e [[Lanneur]].
 
== Rener embannerezh ar geriadur brezhoneg kentañ ==