Diforc'hioù etre adstummoù "Carol Iañ"

8 okted ouzhpennet ,  1 miz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Pajenn krouet gant : "thumb|Carol I{{añ}}, roue Roumania '''Carol I{{añ}}''' (20 Ebrel 1839 – 10 Here 1914), priñs Hohenzollern-Sigmaringen, a...")
 
 
[[Restr:Carol I King of Romania.jpg|thumb|Carol I{{añ}}, roue Roumania]]
'''Carol I{{añ}}''' ([[20 Ebrel]] [[1839]] – [[10 Here]] [[1914]]), priñs Hohenzollern-Sigmaringen, a voe e penn [[Roumania]] etre 1866 ha 1914. Dilennet e voe da briñs (''Domnitor'') [[Priñselezhioù Unanet Moldavia ha Valakia]] d'an 20 a viz Ebrel [[1866]], goude diskar ar priñs [[Alexandru Ioan Cuza]].
 
Pa darzhas ar [[brezel etre Rusia ha Turkia]] (1877-1878), e roas Carol skoaz da [[Impalaeriezh Rusia]] hag embannet e voe dizalc'hted Roumania, a gemeras lec'h Priñselezhioù Unanet Moldavia ha Valakia, d'an 9 a viz Mae [[1877]]. Diwezhatoc'h en em anvas Carol da roue Roumania, d'ar 26 a viz Meurzh [[1881]]. Gant skoazell an impalaer gall [[Napoleon III]] e pignas ar priñs Carol war an tron, daoust da enebiezh an [[Impalaeriezh Otoman]] ha da zisfiz [[Impalaeriezh Aostria-Hungaria]] hag [[Impalaeriezh Rusia]]. Roue kentañ ar vro e oa, hag an hini kentañ eus un tiegezh hag a oa da ren betek 1947, pa zeuas Roumania da vezañ ur republik.
68 623

modifications