Tri Eskopti : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummad
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''Tri Eskopti''', pe ''Trois-Évêchés'' e galleg, a vez laret eus ur [[proviñsoù gall |broviñs c'hall]] en amzer ar [[Renad kozh]] er rouantelezh c'hall, hag a oa bet krouet goude [[feur-emglev Westfalen]], diwar douaroù hag a oa bet ''[[de jure]]'', betek [[feur-emglev Münster (Here 1648)|feur-emglev Münster]] e [[1648]]), en [[Impalaeriezh santel roman german]] : teir [[kêr frank en Impalaeriezh |c'hêr frank]] [[Metz]], [[Toul]] ha [[Verdun (Meuse)|Verdun]], aloubet hervez [[feur-emglev Chambord]] ([[1552]]), ha madoù [[eskibien Metz]], [[eskibien Toul]] hag [[eskibien Verdun]], aloubet en 1631-1632.
 
Goude -se e voe brasaet ar broviñs diwar-goust [[Luksembourg gall]], rann eus [[dugelezh Luksembourg]] roet da vro-C'hall gant [[feur-emglev ar Pireneoù]] ([[1659]]), un tremenlec'h roet da Vro-C'hall gant [[feur-emglev Vincennes]] ([[1661]]). Betek neuze e veze bec'h alies en douaroù-se hag en dugelezhioù [[Dugelezh Bar|Bar]] ha [[Dugelezh Loren|Loren]] a oa eur marelladur a zouaroù diaes da ziveskañ .