Jean-Yves Lagadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Studioù war ar matematik en doa graet e Brest da gentañ hag e [[Roazhon]] goude. Heuliet en deus kentelioù [[Frañsez Falc'hun|ar chaloni Falc'hun]] e Brest ha kentelioù [[Léon Fleuriot]] e Roazhon ivez. Prezidant ''Studierien Yaouank Breizh'' (pe ''Jeunesse étudiante bretonne'', pe ''JEB'') e oa d'ar mare-se. Chomet eo tost da [[Unvaniezh Demokratel Breizh]] keit-all. Estreget ar prantad m'eo bet gopret gant [[An Here]] evit embannadur ar geriadur brezhonek en deus labouret evel kelenner eil derez, war ar matematik hag ar brezhoneg, e [[Carentan]], e [[Brest]] (lise Kerichen), e [[Landerne]] hag e [[Lanneur]].
 
== Rener embannerezh ar geriadur''Geriadur brezhoneg'' kentañ ==
Asambles gant [[Martial Ménard]], Jean-Yves Lagadeg zo bet rener <ref> Geriadur brezhoneg…, p. V : «Renerezh Jean-Yves Lagadeg ha Martial Ménard»</ref> ar skipailh en deus savet ar ''[[Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù]]'', embannet e 1995 gant An Here. Gopret eo bet meur a vloavezh en a-raok. Koulskoude ne voe ket gwelet o kinnig ha displegañ e labour ken alies.
 
== Saver ur raktres evit embann [[yezhadur]] bras nevez ar brezhoneg ==