Yann-Ber Tillenon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adwel
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
==Buhez hag obererezh==
 
Desavet e voe en ur familh a vourc'hizion vreizhat a orin eus [[Broioù kozh Breizh|Bro-Bagan]] a-berzh tad, hag a orin alaman hag elzasat a-berzh mamm. E dad-kozh a voe un [[drouiz]] eus an [[Emsav]] kentañ gant al lesanv ''Al Louzaouer''. E dad a oa Drouiz er Gorsedd, gant al lesanv ''Thenenan''. Yann-Ber Tillenon a reas anaoudegezh gant meur a emsaver evel [[Guy Étienne]], [[Youenn Olier]], [[Morvan Marchal]] pe [[Remont Jestin]].
 
E darempred ez eas gant [[Ker-Vreiz]] adalek [[1964]]. Deskiñ a reas [[brezhoneg]] adalek [[1968]], e [[Emsav Stadel Breizh|Kelc'h Debauvais]]. Goude bout bet legionour en [[lu|arme]] [[Bro-C'hall]], e [[Mururoa]], e diwezh ar [[bloavezhioù 1960]] e teuas da vout un ezel eus ar [[Parti Socialiste (Frañs)|Strollad sokialour]], tost d'ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ ''[[Action Directe]]'' peogwir e oa kamalad kleiz [[Joëlle Aubron]].