Charles de Gaulle : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 35:
 
 
Da-heul un dec’hadenn c’hwitet e oa kaset da greñvlec’h [[Ingolstadt]], e [[Bavaria]], ur c’hamp distro-gwall evit an ofiserien disent ha diaes da zerc’hel. En em gavout a ra eno war un dro gant ar jeneral da zont [[Jord Catroux]], ar c’hazetenner [[Remi Roure]], an embanner [[Berger-Levrault]] hag ar marechal sovietek da zont [[MikaelMikhaïl Toukhatchevski|Toukhatchevski]]. Ur « lamentable exil », e-giz-se e teskriv d’e vamm e donkad prizoniad. Evit diverrañ an amzer e aoz gant e kenseurted displegadennoù war stad ar brezel. Klask a ra dreist-holl tec’hout dre bemp gwezh, en aner. Dieubet e oa goude an [[Arsav-brezel#Arsav-brezel 1918|Arsav-brezel]] an 11 a viz Du [[1918]] hag adkavout a ra e diegezh e miz Kerzu. Un eñvor c’hwerv a zalc’ho eus an daou vloavezh hanter-se en toull-bac’h, hag istimañ a raio bezañ un « distroer » (« tasmant »), ur soudard didalvoud n’en deus servijet da netra. Roet e vo dezhañ neoazh, da-heul ar brezel bras, kroaz marc’heg al [[Lejion a enor]], d’an 23 a viz Gouere [[1919]] hag ar [[Kroaz-brezel 1914-1918|Groaz-brezel 1914-1918]] gant ar steredenn arem.