Seiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D pennlizherennoù
Arko (kaozeal | degasadennoù)
astenn
Linenn 1:
{{pennad zo|sidan (disheñvelout)}}
[[Restr:Khotan-mercado-d53.jpg|300px|thumb|dehou|Ur stal danvez seiz e [[Turkestan ar Reter]] (Sina).]]
Ar '''seiz''' (pe '''[[sidan]]'''<ref>Hervez [[Geriadur Hemon-Huon]]. Hogen daveenn ebet nag e [[Geriadur istorel ar brezhoneg]] nag e krennvrezhoneg kennebeut (''Glossaire Moyen-breton'' [[Émile Ernault]]).</ref>), a zo un danvez (ur wienn brotein naturel) hag a denn d'an [[neud]] hag a vez steuñvet gant amprevaned[[Arthropoda|arthropoded]] 'zo, ar [[preñv-seiz]] da skouer, hag a vez implijet da zanvez gwiadel.
 
Ar protein seiz a zo [[makromolekul]] hir graet gant [[trenkenn aminek|trenkennoù aminek]] (an alanin, ar glisin hag ar serin dreist-holl) hag a ro ur wienn [[dourlez]]. Kalz arthropoded a ra seiz gant o gwagrennoù sidaniñ, en o zouez ar [[kevnid|c'hevnid]] ha [[biskoul]] balafaned zo (ar genadoù yponomeuta ha [[bombiks]]). Eus [[klozenn]] ar preñv-seiz, biskoulenn ar [[bombiks mouar]] (''Bombix mori''), e teu ar gwiadoù seiz hag a vez implijet gant an dud evit ober danvez.
Er Grennamzer e teue eus Sina. Diwezhatoc'h e voe aozet ar sevel preñved-seiz ha labour ar seiz en Italia ha Provañs.
 
Dizolet e vije bet ar seiz etre 2000 ha 3000 araok JK. Krouet e oa an teknik aozañ e 2500 araok JK e [[Sina]], ha miret e oa kuzh betek ar bloaz 560. Dont a reas da Europa dre [[Hent ar Seiz|Hent brudet ar Seiz]] er Grennamzer. Krog e oa da sevel preñved-seiz ha da aozañ seiz eno adalek ar VIvet kantved. Kreskiñ a reas ar produiñ en Italia ha Provañs dreist-holl.
 
Ar sidanerezh a vez graet eus ar sevel preñv-seiz hag ar produiñ seiz, komz a reer eus ijinerezh ar seizh ivez. Sidaner a vez implijet evit komz eus al loen (ur viskoulenn sidaner da skouer) pe eus an den hag a labour er sinaderezh, en ur seizad pe sidanad, al lec'h ma vez aozet seiz.
 
[[Restr:Khmersilk.JPG|thumb|Ur seizenn eus [[Kambodia]].]]
 
==Lennegezh==