Johnny Depp : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Astenn
Linenn 2:
'''Johnny Depp''', bet ganet '''John Christopher Depp II''' d'an [[9 a viz Even]] [[1963]] en [[Owensboro]] ([[Kentucky]], [[Stadoù-Unanet Amerika]]), a zo un aktour, sevenour, gitarour, senarier ha produer sinema [[SUA|stadunanat]].
 
Deuet eo da vezañ brudet er bloavezhioù [[1980|'80]] gant ar stirad skinwel ''21 Jump Street''. Goude en deus c'hoariet tudennoù dibar evel Edward e-barzh ''[[Edward Scissorhands (film)|Edward Scissorhands]]'' ([[1990]]), Raoul Duke e-barzh ''[[Fear and Loathing in Las Vegas (film)|Fear and Loathing in Las Vegas]]'' ([[1998]]), Ichabod Crane e-barzh ''[[Sleepy Hollow (film, 1999)|Sleepy Hollow]]'' ([[1999]]), Jack Sparrow e-barzh an heuliad ''[[Pirates of the Caribbean]]'' ([[2006]]), an toger foll e-barzh ''[[Alice in Wonderland (film, 2010)|Alice in Wonderland]]'' ([[2010]]) ha Barnabas Collins e-barzh ''[[Dark Shadows (film, 2012)|Dark Shadows]]'' ([[2012]]). C'hoariet en deus ivez tudennoù gwir evel [[Ed Wood]] e-barzh ''[[Ed Wood (film)]]'' ([[1994]]), [[Joseph Dominick Pistone]] e-barzh ''[[Donnie Brasco (film)|Donnie Brasco]]'' ([[1997]]), [[George Jung]] e-barzh ''[[Blow (film, 2001)|Blow]]'' ([[2001]]) ha [[John Dillinger]] e-barzh ''[[Public Enemies]]'' ([[2009]]).
 
Difetiñ a ra e dudennoù dreist ar braz eus an dud peurliesañ. Divoutin int abalamour d'o herder hag orinelezh. Adalek ar bloavezhioù 1990 eo krog Johnny Depp da labourat gant ar filmaozer ha mignon [[Tim Burton]], bet troet 8 film gantañ.
 
Araok 1998 en deus bet Johnny Depp kalz mignonezed, en o zouez [[Winona Ryder]] ha [[Kate Moss]]. Bet eo o chom etre Bro-C'hall hag ar Stadoù-Unanet eus miz Even 1998 betek miz Even 2012, gant e geneilez ar gannerez hag aktourez c'hall [[Vanessa Paradis]]. Daou vugel o deus : [[Lily-Rose Depp|Lily-Rose Melody]] ganet d'ar 27 a viz Mae 1999 ha Jack John Christopher III ganet d'an 9 a viz Ebrel 2002. Embannet o deus o disparti d'an 19 a viz Mae 2012 goude pevarzek bloaz a zarempred kenetrezo. Dimeziñ a ra Johnny Depp gant [[Amber Heard]] e 2015 met dibriediñ a reont e 2016, pep hini o tamall feulster d'egile all.
 
{{DEFAULTSORT:Depp, Johnny}}