Antibiotik : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Medication amoxycillin capsule.JPG|thumb|Gelulenn [[amoxicillin]], eus familh ar [[beta-lactam|beta-lactaminoù]], unan eus antibiotikou gourc'hemennetañ er bed]]
 
Un '''antibiotik''' (eus an [[gresianeg|hen-gresianeg]] ''anti'' : "a enep da" ha ''bios'' : "ar vuhez") pe '''bevastaler'''<ref>''[[Geriadur brezhoneg an Here]]'', ''[[An Here]]'', [[2001]], p. 136a</ref><ref>[[Guy Étienne]], ''[[Geriadur ar Vezekniezh]]'', ''[[Preder]]'', [[2007]], p. 104</ref><ref>''[[Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton]]'', ''[[Al Liamm]]'', [[2014]], p. 86b</ref> e [[brezhoneg]], eo un danvezenn kimiek naturel pe sintezennel a zistruj pe a harz diorren ar [[bakteri]]. Antibiotikoù [[lazh-bakteri]] a vez graet eus ar re gentañ, pa vez graet antibiotikoù bakteristatik eus ar re all. Bez e c'hell un antibiotik bezañ bakteristatik pa vez nebeut outañ ha lazh-bakteri pa vez muioc'h outañ.
 
Diouzh [[molekulenn]]où naturel ez eo savet un niver bras a antibiotikoù. Krouet int gant mikro-organegoù : kabelloù touseg pe bakteri all. Produet int a-benn lazhañ bakteri kevezer war ar memes [[biotop]] egeto. Koulskoude, n'ez eus nemet un niver bihan a antibiotikoù naturel a vez tu da implij en un doare efedus evit pareañ mab-den, pe e vefe evit abegoù a broduiñ pe evit o efedoù divastus. E 2016 emañ an darn vrasañ eus an antibiotikoù e gwerz savet diwar molekulennoù sintezennet, deveret pe get diwar antibiotikoù naturel.