Ar Brezoneg er Skol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ouzhpennet ur gartenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
 
N'eo ket bet gwall zedennet hon istorourien gant al luskad pouezus-mañ evit istor ar brezhoneg pa ne c'haller ket c'hoazh kavout roll klok ar c'humunioù bet sinet ganto ar mennad evit kelenn brezhoneg er skol. Diglok e chom ar roll kumunioù dindan neuze. Evit e sevel ez eus bet implijet meur a vammenn. Da gentañ-penn levr [[Marcel Guyesse]] ''"La langue bretonne, ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle"'' bet embannet e [[1936]]. Ennañ e kaver ur roll eus ar c'humunioù bet votet ganto d'ar c'hentañ a viz Ebrel 1936 (er pajennoù 265-267). Al luskad '''Ar brezoneg er skol''' eus e du a embannas ul levrig e [[1938]] evit ober ar poent war ar c'houlzad "Enseigner le breton, exigence bretonne". Kontañ a rae '''337 kumun siner d'ar c'hentañ a viz Ebrel 1938'''. E dibenn al levrig-se ez eus ur roll eus ar c'humunioù bet emzelet er c'houlzad '''Ar brezoneg er skol''' d'ar c'hentañ a viz Mae 1938 hag a ya da glokaat ar roll bet embannet kent gant Guyesse. N'eo ket bet kavet roll ar c'humunioù bet votet ar mennad ganto etre ar c'hentañ a viz Mae 1938 ha deroù ar brezel e-kreiz 1939. El levr ''"Les Bretons à l'heure de l'Europe"'' bet embannet e 1961 e rae anv Yann Poupinot a 459 c'humun bet votet ganto e 1944, en o zouez Kastell-Briant, Ankiniz ha Machikoul. Dre ma n'eus ket bet gallet gwiriañ an dra-se n'int ket bet lakaet er roll dindan neuze.
[[Restr:Ar Brezoneg er skolAr_Brezoneg_er_skol.jpg|alt=|bordure|vignette|600x600px|'''Kumunioù bet votetsinet mennad Ar brezoneg erar skol ganto etre 1934 ha 1938''']]
 
==== En Aodoù-ar-Arvor ====