Divrevelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: ca, da, hr, ka, lt, mk, no, yi, zh-yue Kemmet: ar Tennet: pl, simple
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
Termenoù all zo bet krouet e [[saozneg]] evit ober dave da duadurioù revel a denn d'an divrevelezh. Termenoù teknikel int peurliesañ implijet gant strolladoù tud resis ha ne vezont ket anaouet gant an dud all dre vras. Dispeleget e vez ster ar termenoù-mañ da heul gant bep ur kinnig evit o zreiñ e brezhoneg:
 
*'''[[Hollrevelezh]]''' (saozneg: ''pansexual'' pe ''omnisexual'') trementermen bet ijinet evit ledanaat gant piv e klasker kaout darempredoù reizhel, da lâret eo gant paotred pe merc'hed [[Kizrevelezh|kizrevel]] (pe ''nann-treuzreviadel''), [[Treuzrevelezh|treuzrevel]] pe [[Etrereizhadezh|etrereizhel]].
 
*'''[[Damzivrevelezh]]''' pe '''Divrevelezh digor''' (saozneg: ''bipermissive''): an termen a ra dave d'un den arallrevel dre vras digor da gaout darempredoù reizhel gant tud eus an hevelep rev pe d'un den heñvelrevel dre vras digor da gaout darempredoù reizhel gant tud eus ur rev disheñvel diouzh hec'h/e hini hep mont d'o c'hlask a-ratozh
Linenn 23:
*'''Peurdivrevelezh''' (saozneg: ''ambisexual''): tremen bet ijinet evit ledanaat gant piv e klasker kaout darempredoù reizhel hep ober diforc'h ebet hervez rev an dud.
 
*'''Arallrevelezh digor''' (saozneg: ''bi-curious''), peuliesañ e vez implijet an trementermen-mañ evit deskrivañ tud [[Arallrevelezh|arallrevel]] hag a fell dezhe goût penaos e vefe mont gant un den all eus an hevelep [[rev]].
 
*'''Teirrevelezh''' (saozneg: ''trisexual'' ''trysexual''): er penn-kentañ e oa bet krouet an trementermen-mañ e saozneg un tammig evel ur c'hoari-gerioù, met war-lerc'h eo deuet war-wel e c'hell bezañ talvoudus evit kaozeal eus un doare reviadezh ledanoc'h evit an divreviadezh gant tud kizrevel (nann-treuzrevel) ivez.
 
*'''Divrevelezh pasivel''': un den divrevel pe arallrevel n'a ket da glask kaout darempredoù reizhel gant tud eus an hevelep rev met n'o ket a-enp, peurliesañ etre meur a hini war un dro hep lakaat an traoù da vont war an hent-se hec'h/e-unan