Produadur diabarzh gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Link GA|de}}, {{Lien BA|de}} using AWB (10902)
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Astenn
Linenn 2:
[[Restr:GDP PPP Per Capita IMF 2008.png|thumb|250px|right|PDG (PPP) per capita (dre benn)]]
 
Ar '''produadur diabarzh gros''', berraet e '''PDG''' (galleg PIB), zo ur merker ekonomikel implijet da jediñ ar pinvidigezhioù krouet gant [[oberer ekonomikel|obererien ekonomikel]] ur vro resis. Termenet eo evel talvoudegezh hollek ar produadur diabarzh a vadoù hag a servijoù en ur vro resis e-pad ur bloavezh resis gant ar re zo o chom e diabarzh an dachenn vroadel. Muzul ar gounidoù a zeu eus produadur ur vro resis eo ivez. Komz a reer a-wezhioù eus produadur ekonomikel bloaziek pe eus produadur hepken.
 
Gant ar PDK eo c'haller muzuliañ feur ar [[kresk ekonomikel|c'hresk ekonomikel]]. Gant ar PDK dre annezad eo c'haller muzuliañ al [[live bevañ]].
 
Ar [[korvoder broadel kriz|c'horvoder broadel kriz]] (KBK) eo ar PDK mui enkerzhoù rik korvoder ar werederioù a-ziavaez-bro (korvoder ar werederioù o tont eus ar pep all eus ar bed nemet korvoder ar werederioù paeet d'ar pep all eus ar bed).
 
== Abegadennoù ==
Ar PDK ne gemer ket e kont na [[koust ar bevañ]] na [[monc'hwez]] ar broioù. Gwelloc'h eo ober gant ar PDK [[parder galloud-prenañ]] eta.
 
Emañ prizachourien [[Aozadur ar Broadoù Unanet]] o prederiañ evit krouiñ ur merker hag a gemerfe e kont an efedoù war an endro.
 
[[Rummad:Kontouriezh vroadel]]