Legio I Italica : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Legio I Italica e Krimea
Etre Trajan hag Hadrian
Linenn 18:
E-kerzh brezel kentañ gant an Daked, trec'het e oa bet lejionoù roman e ''Tapae'' (Transylvania – Roumania a hirie) e 88. Er bloaz 98, Trajan e reas adsevel kamp ''Novae'' en maen, betek-henn en koad ha douar. Un arsav e badas ken an impalaer Trajan, er bloaz 100, na savas un arme e [[Moesia|Moezia]]. Ar roue Decebal a zeuas en diarbenn hag e oa koll e-kerzh an eil emgann ''Tapae'', e 101. '''Kliant''' Roma e zigouezhas adalek an amzer se. <ref>Decebal en em zistrujas er bloae 105</ref>
 
Sevel e reas Trajan trevadennoù soudarded koz e ''Colonia Ulpia Oescus'' <ref>diwar ''Marcus'' ''Ulpius'', anv bihan Trajan</ref> (e gwalarn kêr [[Pleven (Bulgaria)|Pleven]] e [[Bulgaria]]) ha ''Celei'', e [[Noriked|Norika]], e-lec'h en em gavas meur a soudarded koz ''Legio I Italica''.
 
Strolladoù eus al lejion e oa kaset da ''Chersonesus Taurica'' (Krimea) evit difenn trevadennoù gresian ar vro hag evit labourat war savadurioù. War pezh e vez lavaret, ar pab Klemeñs, kaset eno en harlu, e vefe bet drouklazhet gant soudarded ''Legio I Italica'', er bloaz 102.
 
Kaset e oa ergerzhadennoù a-enep ar [[Partia|Barted]] gant Trajan etre 114 ha 117. Strolladoù eus ''Legio I Italica'' a gemeras perzh ouzh ergerzhadennoù se, mes ne ouzer ket resis petra en eus graet.
 
Dont e reas en dro da ''Novae'' pa Hadrian, deut impalaer war lec'h Trajan, e paouezas gant ergerzhadennoù se.
 
=== Remziad ''Antoninii'' ===