Canterbury Tales : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Stumm an titl|''Canterbury Tales''}}
'''''Canterbury Tales''''' (''Tales of Caunterbury'' e [[krennsaozneg]], "Istorioù [[Canterbury]]") zo un dastumad kontadennoù saoznek gant ar barzh saoz [[Geoffrey Chaucer]] ([[1343]]-[[1400]]). Pevar istor warn-ugen zo el levr, anezho 17 000 linenn krennsaoznek. Darn zo e komz-plaen, met e gwerzennoù eo ar pep muiañ nezho.
 
E [[1386]] e teuas Chaucer da vout ''Controller of Customs and Justice of Peace'' ("Gwirier ar [[Maltouterezh]] ha Barner a Beoc'h") ha tri bloaz goude, e [[1389]], ''Clerk of the King's work'' ("Kloareg Labourioù ar Roue"). Er bloavezhioù-se eo e krogas Chaucer da verat e skrid brudetañ, ''The Canterbury Tales''. Kinniget eo an dastumad evel ur genstrivadeg etre pirc'hirined saoz o vont en ur bagad eus [[Londrez]] da Ganterbury da bediñ war bez Sant [[Thomas Becket]] en iliz-veur Canterbury. Ur priz zo da c'hounit : ur pred en ostaleri, an '' Tabard Inn'', e [[Southwark]] war na hent d'ar gêr.