Jederez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|upright|Ur jederez godell elektronek gant ur [[skramm strinkennoù liñvel (LCD) hag a c'hall ober jedadurioù]]..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 1 Ebr 2020 da 12:42

Ur jederez a zo un ijinenn hezoug elektronek evit eeunaat ha suraat ar jediñ, eus ar jedadennoù niveroniel eeun betek ar jedoniezh gemplez. Krouet e voe an hini gentañ e deroù ar bloavezhioù 1960, ha war he lerc'h e teuas war wel ar jederezioù godell er bloavezhioù 1970 goude bezañ dispaket ar mikroprosesor Intel 4004 gant Intel evit ar gompagnunezh japanat Busicom. Gant ar grug elektronek e teujont da vezañ bihanoc'h o ment ha dereatoc'h o friz.

Ur jederez godell elektronek gant ur skramm strinkennoù liñvel (LCD) hag a c'hall ober jedadurioù

Ar jederezioù bremañ a ya eus jederezigoù marc'hadmat kenañ, mentek evel ur gartenn-vank, betek ar jederezioù solut evit ar burev pe al labour skiantel hag a c'hall ober jedadennoù trigonometriezh ha stadegouriezh. Un benveg boas d'ar skolidi hag ar studierien eo.

Gant binvioù all e vez programoù jediñ etreoberiat, evel ar PDA, ar pellgomzoù hezoug ha reizhiadoù korvoiñ an urzhiaterioù abaoe an UNIX kentañ.

Istor ar binvioù jediñ araok ar jederezioù

Ne ziskennont ket ar jederezioù diouzh an ijinennoù jediñ mekanikel, diouzh an urzhiaterioù kentañ ne lavaran ket[1]. Kemer a reajont o flas pa voe aet war-raok ar munudikaat, er bloavezhioù 1970. Dedennus eo gwelout peseurt binvioù a voe ijinet gant diaraogerien ar jederezioù elektronek avat.

Benveg kentañ ar jediñ eo ar voulaoueg implijet gant ar Sumeridi hag an Egipsianed gozh araok 2000 kent JK. En Azginivelezh e 1642 e voe krouet ar jederez vekanikel kentañ gant Wilhelm Schickard ha un nebeut dekvloavezhiadoù goude gant Blaise Pascal. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez[2]. War o lerc'h e voe ijinet ur jederez vekanikel all gant Gottfried Leibniz oc'h ijinennañ rod Leibniz. Eus an XIXvet kantved betek kreiz an XXvet kantved e voe gwellaet gwikefreoù a bep seurt.

 
Curta (1948)

E 1948 e voe fardet ar gCurta, un ijinenn jediñ hezoug, ken aes da zornata hag ur pebrer ha gant ur zordnikell evel ur vilin-gafe. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez hag ar wriziennoù karrez.

Adalek ar bloavezhioù 1970 e voe gwerzhet jederezioù a-leizh gant embregerezhioù evel Texas Instruments, Casio ha Hewlett-Packard.

Deskrivadur

 
Rannoù hag o c'hevatalioù e niveroù degel war skramm ur jederez skiantel

Un douchennaoueg o dez gant nozelennoù evit ar sifroù hag ar jedadennoù niveroniezhel. Lod anezho o deus nozelennoù "00" ha "000" da enankañ aes niveroù bras. Gant ar jederezioù diazez e klot pep nozelenn gant ur sifr pe un oberadenn hepken, gant re all e vez nozelennoù liesimplij alies.

Renkadur an nozelennoù

Sed amañ an nozelennoù boutin :

Renkadur boaz ur jederez godell diazez
MC MR M− M+
C ± %
7 8 9 ÷
4 5 6 ×
1 2 3
0 . = +
Nozelennoù ar jederez ha petra a dalvezont
MC or CM Diverkañ ar Memor (Memory Clear)
MR, RM, or MRC Derc'hel soñj (Memory Recall)
M− Memor Lamadur
M+ Memor Sammadur
C or AC Diverkañ (All Clear)
CE Diverkañ ar Moned (Clear (last) Entry)
± or CHS Cheñch an niver e muiel pe leiel (CHange Sign)
% Dregantad
÷ Rannadur
× Liesadur
Lamadur
+ Sammadur
. Dekrannenn
Gwrizienn garrez
= Disoc'h

Notennoù ha daveoù

  1. Ober a reont o jedadurioù gant ar reizhiad daouredel.
  2. Sammadur, lamadur, liesadur ha rannadur.
  3. Ganti e reer ar pevar oberadenn hag ar jedadennoù boutin (dregantad, gwrizienn garrez).