Joachim Yhombi-Opango : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 10 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q740411
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
'''Joachim Yhombi-Opango''' (ganet d'an 12 a viz Genver 1939 - 30 a viz Meurzh 2020) zo ur soudard hag ur politikour eus [[Republik Kongo]].
 
Lakaet e voe Yhombi-Opango e penn ar Stad goude lazhadenn [[Marien Ngouabi]] e miz Meurzh 1977. Chom a reas gant ar garg-se betek miz C'hwevrer 1979 ma voe rediet da reiñ e zilez. Bac'het e voe gant [[Denis Sassou Nguesso]] e-pad meur a vloaz, betek 1984. E 1987 e voe harzhet adarre, tamallet dezhañ bezañ klasket aozañ un taol-Stad, ha dieubet e 1990. Koll a reas dilennadeg prezidantel 1992 met anvet e voe da vinistr kentañ gant [[Pascal Lissouba]]. A-du gant Lissouba e oa e-pad ar brezel diabarzh a reas e reuz e 1997 ha ret e voe dezhañ tec'hel kuit diouzh e vro pa voe trec'h Sassou-Nguesso. N'eo nemet e 2007 ma c'hellas distreiñ da Gongo.