Tavoez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
yezh
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Astenn
Linenn 1:
[[Restr:Thames map.png|thumb|upright=1.8|Red an Tavoez]]
An '''Tavoez''' (''Thames'' e [[saozneg]]) zo ur [[stêr]] hag a red a-hed 346 km e kreisteiz [[Bro-Saoz]] eus ar c'hornôg war-du ar reter.<br>
Bez' ez eo unan eus ar brasañ hentoù dre zour er vro. Daoust ma'z eo anavezet dreist-holl abalamour ma treuz kreiz kêr [[Londrez]] e red ar stêr dre meur a gêr vras all ivez, en o mesk [[Oxford]], [[Reading (Berkshire)|Reading]] ha [[Windsor (Berkshire)|Windsor]]. Stêr hirañ penn-da-benn e Bro-Saoz eo, hag an eil eus [[Breizh-Veur]] goude an [[Havren]]. Dinaou a ra e [[Mor an Norzh]].
 
Roet he deus hec'h anv da draoñienn an Tavoez, un takad eus Bro-Saoz a-bep tu d'ar ster etre Oxford ha kornôg Londrez, ha d'an ''Thames Gateway'', al lodenn eus ar stêr ma sav al [[lanv]] hag [[aber]] an Tavoez e reter Londrez.