Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 167:
::Ne ’m eus ket rebechet netra da zen, na klasket lakaat an dud da grediñ e vije bet lavaret tra pe dra gant hini pe hini. Mat eo d’an implijerien a fell dezhe lavaret o soñj hen ober. Ha sed aze ar pezh o deus dija graet lod hag a zo deuet a-benn da gavout ar bajenn-mañ e-touez ouzhpenn 60 000 pennad. Evit a sell ouzh ma soñj-me, ne vefe ket fall menegiñ an daou stumm e penn-kentañ ar pennad, ha cheñch an urzh war-lerc'h mar bez adanvet ar bajenn. Graet em eus diouzh an aesañ ha netra ken. Ne oan e soñj nag adskrivañ ar bajenn nag ober enklaskoù war an anv-lec'h-se, na tabutal. Ur c'hwitadenn eo, anat deoc'h. Ho tigarez a c'houlennan evit bezañ bet ken her. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 1 Ebr 2020 da 17:03 (UTC)
::: Trugarez evit da respont ha ne'm boa ket gwelet ([https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer:J.C_EVEN&action=edit&section=23]). Mard eo mat dit e kinnigan distreiñ d'an titl orin, Gwenrann, an hini a gaver ar muiañ er geriadurioù. Ha menegiñ an daou, Gwenrann ha Gwerrann, er pennad, evel-just, hep lavaret e vefe gwelloc'h an eil eget egile. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 9 Ebr 2020 da 15:57 (UTC)
::::Adwelet em eus un tamm an diplegadennoù a-ziwar an daou stumm, rak kavout a raen ez aent un tamm re bell ganti. Ne ’m eus skrivet na « gwelloc'h » na « gwashoc'h » er pennad, implijet em eus an anvioù-gwan « hengounel », « istorel » hag « adaozet » hepken. E gwirionez em eus poan o kompren perak ne vez ket doujet muioc'h stummoù hengounel hag istorel an anvioù lec'h, met sur a-walc'h n’eo ket evit hemañ ez eo bet graet an dibab gwashañ. Bremañ em eus lavaret ma soñj ivez, neuze e c'hallit adenvel ar bajenn m’ho peus c'hoant, ne stourmin ket evit an dra-se. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 10 Ebr 2020 da 21:18 (UTC)