Ar Brezoneg er Skol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Klokaat
Linenn 411:
Da notiñ zo ne voe votet mennad ''ar brezoneg er skol'' gant kêr vras ebet nemet gant kêr Gemper, ur gêr a zo bet a-viskoazh digoroc'h d'ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh eget hor c'hêrioù bras all. Votet e voe gant Kemper hec'h-unan met ivez gant kumunioù Kerfeunteun ha Penharz a voe staget ouzh Kemper e 1960. Kumun an Erge-Vihan, staget ouzh Kemper e 1960 ivez, a chomas hep votiñ ar mennad avat.
 
Er c'hêrioù bras e oa eus ar goulenn evit kelenn ar brezhoneg ur c'hraf politikeloc'h eget war ar maez. Naoned, Sant-Nazer ha Roazhon, kêrioù enno kalz a vrezhonegerien a chomas hep votiñ. Maered Roazhon d'ar mare-se, [[Jean Lemaistre]] ha [[François Château]] a oa ezel eus ar [[Strollad Radikal an Tu-kleiz|Strollad radikal]]. E Sant-Nazer e oa [[François Blancho]], bet maer etre 1925 ha 1941, a oa ivez kuzulier-departamant evit an SFIO a oa e penn. Evit ar pezh a sell ouzh Naoned e oa [[Léopold Cassegrain]] hag [[Auguste Pageot]] a oa e penn, eus ar strolladoù Radikal hag eus an SFIO ivez. Herverk eo ivez, evel-just ne voe ket votet ar mennad gant maered Brest ([[Victor Le Gorgeu]] bet maer etre 1929 ha 1941) hag an Oriant ([[Jules Legrand]] (radikal) hag [[Emmanuel Svob]] (SFIO)). Ma ne voe ket votet gant kêr Vrest, kumunioù Sant-Mark ha Kerbêr-Kilbignon, bev-mat ar brezhoneg enno d'ar mare-hont c'hoazh en reas. Lambezelleg avat a reas evel Brest hag a chomas hep votiñ. Gwened, en he fenn [[Maurice Marchais]], a reas evel ar c'hêrioù bras all hag a chomas hep votiñ. Da notiñ emañ ivez degouezh dibar Sant-Brieg renet gant an SFIO ivez hag en he fenn [[Élie-Octave Brilleaud]]. Sant-Brieg ne votas ket. Koulskoude e oa uhel an dregantad a vrezhonegerien e kêr hag oberiant mat an emsav brezhoneg peogwir e oa ur ger ma oa staliet enni [[Frañsez Vallée]]. Sant-Brieg, kêr c'henidik [[Emil Ernod]], a oa bet ar gêr gentañ o reiñ digor d'ar brezhoneg er skolioù prevez kerkent ha dibenn an 19vet kantved e [[lise Sant-Charlez]]. Serr e chomas dorioù ar skolioù publik enni ouzh ar brezhoneg avat.
 
== Mammennoù ==