Petrus Gonsalvus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Joris Hoefnagel - Animalia Rationalia et Insecta (Ignis)- Plate I.jpg|thumb|upright=1.6|Petrus Gonsalvus hag e wreg, ''c.'' [[1575]]-[[1580|80]]]]
'''Petrus Gonsalvus''' ([[Tenerife]], [[Inizi Kanariez]] war-dro [[1537]]<ref name="H">{{fr}}Kelaouenn ''Historia'', Eost 2009, p. 93.</ref> – [[Capodimonte]], [[Italia]], [[1618]]<ref name="H" />) eo an den kentañ anavezet evit gouzañv diwar ''hypertrichosis lanuginosa'', da lavaret eo diwar re a vlev war e gorf a-bezh.
 
Oadet 10 vloaz e oa pa voe profet da [[Herri II (Bro-C'hall)|Henri II Bro-C'hall]] ; pan erruas el lez e veze gwelet evel ur marmouz doñvaet da gentañ, ha netra ken.<br>
Tamm-ha-tamm e krogas darn da sellout outañ a-dost. [[Latin]] a gomze moarvat. Skoliataet e voe gant kelenerrien ar roue, ar pezh a lakaas "den douez ar roue" da vezaén unan eus desketañ tud e amzer.<br>
Ur wreg disvlev he c'horf a voe roet dezhañ, Catherine Raffelin he anv. Bugale o doe, ha darn evel e verc'h Antonia "Tognina" Gonsalvus, a oa blevek evel o zad. Herri II a roas dezho un darn eus park [[Fontainebleau]], en sell da ginnig dezho ur vuhez e-kreiz an natur ha gwarez ivez. An "dud-marmouz"-se a veze pedet da abadennoù a bep seurt, gwisket e dilhad al lez, ha Tognina e veze gwisket evel ur bompinell dalc'hmat. Er [[bloavezhioù 1580]]-[[bloavezhioù 1590|90]] e oa bet an tiegezh o veajiñ en Italia, hag o chom e lez an dugez [[Marc'harid Parma]].
 
==Notennoù==
{{Daveoù}}
{{DEFAULTSORT:Gonsalvus, Petrus}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1537]]
[[Rummad:Marvioù 1618]]