Mumbai : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 46:
Slumdog Millionaire a zo bet filmet e 2008 e kêr Bombay ha gounezet en deus meur a briz evel 4 Golden Globe, 7 BAFTA, 8 oscars. Graet eo bet diwar ur senario eus Simon Beafoy kaset eo bet da benn gant Danny Boyle. Goude ma'z eo bet skignet er sinema e savas tabut diwar-benn kudennoù Bombay, diwar-benn al lochennaouegoù met dreist-holl diwar-benn ar c'hemm er binvidigezh etre an dud pinvidik hag ar re baour.
Kontañ a ra ar film istor un den paour hag a vev e lochennaoueg Bombay e Dharavi, gant ur gopr servijour te, paotr an te, en ur embregerezh servijoù pellgomzerezh. Un devezh e tizolo « Qui veut gagner des millions? » war ar skinwellskinwel ha diwar an taol-mañ e teuas da vezañ ran gant houmañ. Kement ha ken bihan ma bellgomzas da glask lakaat e anv en un abadenn. Gant chañs e c'hounezas an enskrivadur met ne ouie ket ar pezh a errufe gantañ. Mont a reas d'an abadenn ha respont a reas d'ar goulennoù an eil war-lercc'h egile. Goulennet e oa gantañ traoù diaes a-walc'h, met dont a rae a-benn en ur envoriñ lodennoù resis eus e vuhez, a-drugarez dezho e teuas a-benn da respont d'ar goulennoù memes daoust ma klaske ar c'hasour e lakaat dad vezañ koll. Amañ e vez gwellet an dizemglev etre ar re baour hag ar re binvidik aroueziet gant an abadenner. Hnnezh a laka herzhel an haroz gant ar polis evit trucherezh memes ma oa gevier. Ar wirionez a gounezas memestra a laosket e oa an haroz da vont gant e vilion a euroioù. An den a vevas goude-se gant e vignonez.
Er film-se e vez kuzhet meur a arouez eus ar c'hudennoù sokial a zo du-hont. Ar pezh a roas memes kudennoù d'an aktourien. Unann anezhe a oa distrujet e di dezhañ.