Achkenazed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar '''Yuzevien Achkenaz''', pe '''Achkenazed''' hag '''Ashkenazim''' (gant ar merk liester [[hebraeg|hebraek]]), ([[Hebraeg]] {{Lang|he|אַשְׁכְּנַזִּים}} , Distagadur hebraek ashkennaz : [ˌaʃkəˈnazim], unander : [ˌaʃkəˈnazi], Hebraeg modern : [aʃkenaˈzim, aʃkenaˈzi]; c'hoazh {{Lang|he|יְהוּדֵי אַשְׁכְּנַז}} ''Y'hudey Ashkenaz'') zo ur boblañs eus an [[diaspora]] yuzev diwanet en [[Impalaeriezh Santel Roman German]] e fin kentañ milved hon mare.<ref>{{Liamm web|url=https://books.google.fr/books?id=rH9c5JSo1Y4C&lpg=PA143&pg=PA143&redir_esc=y#v=onepage&q&f=false|titl=Nationalism and economic development in modern Eurasia.|oberour=Mosk, Carl|lec'hienn=New York|embanner=Routledge|bloaz=2013|isbn=ISBN 9780415605182978-0-415-60518-2}}|pajenn=143}}</ref> O yezh hengounel eo ar [[yideg]], ur yezh [[Alamaneg|germanek]] gant elfennoù [[Hebraeg|hebraek]], [[Aramaeg|aramaek]] ha [[Slaveg|slavek]], diwanet dre o fiñvadegoù war-zu norzh Europa, ha eus Frañs betek Europa ar Reter dre Alamagn. Betek ma oa adsavet implij an [[hebraeg]] evel ur yezh vodern pemdez e oa evito ur yezh sakr implijet er [[sinagogenn|shul]] nemetken.
E fin ar [[Krennamzer|Grennamzer]] e oant staliet er pezh zo anavezet evel ''yidishland'' (''yidegva'') e [[Polonia]], [[Bielorusia]], [[Ukraina]] ha [[Rusia]] a-vremañ. An XVIII{{vet}} kantved a welas en o zouez sevel ur [[Sklêrijennoù]] yuzev, ur gwir birvilh da bep tu, en deus krouet luskadoù relijiel nevez kenkoulz hag ur vuhez yuzev lik hag ur preder war o flas er bed en doa degaset soñj ar [[Zionouriezh]] ha krouidigezh stad [[Israel]]. Hogozik peur-zistrujet e voe Achkenazed Europa da vare ar [[Shoah]] e-pad an [[Eil Brezel Bed]] de heul politikerezh [[Adolf Hitler]] hag an [[naziegezh]]. Ar brasañ eus an Achkenazed a-vremañ a vev er [[Stadoù-Unanet]] hag en [[Israel]] bremañ.
==Pennadoù kar==