Jederez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Casio calculator JS-20WK in 201901 002.jpg|thumb|upright|Ur jederez godell elektronek gant ur [[skramm strinkennoù liñvel]] (LCD) hag a c'hall ober jedadurioù]]
Ur '''jederez''' a zo un ijinenn hezoug [[elektronek]] evit eeunaat ha suraat ar jediñ, eus ar jedadennoù [[niveroniezh|niveroniel]] eeun betek ar [[jedoniezh]] gemplezkemplezh. Krouet e voe an hini gentañ e deroù ar bloavezhioù 1960, ha war he lerc'h e teuas war wel ar jederezioù godell er bloavezhioù 1970 goude bezañ dispaket ar [[mikroprosesor]] Intel 4004 gant [[Intel]] evit ar gompagnunezh japanat Busicom. Gant ar [[krug elektronek|grug elektronek]] e teujont da vezañ bihanoc'h o ment ha dereatoc'h o friz.
 
Ar jederezioù bremañ a ya eus jederezigoù marc'hadmat kenañ, mentek evel ur gartenn-vank, betek ar jederezioù solut evit ar burev pe al labour skiantel hag a c'hall ober jedadennoù [[trigonometriezh]] ha [[stadegouriezh]]. Un benveg boas d'eo evit ar skolidi hag ar studierien eo.
 
Gant binvioù all e vez [[program]]où jediñ etreoberiat, evel ar PDA, ar pellgomzoù hezoug ha [[Reizhiad korvoiñ|reizhiadoù korvoiñ]] an urzhiaterioù abaoe an [[UNIX]] kentañ.
 
== Istor ar binvioù jediñ araok ar jederezioù ==
Ar jederezioù n'int ket [[mekanik]]où met [[ardivink]]où. Ne ziskennont ket diouzh an ijinennoù jediñ mekanikel eta, diouzh an urzhiaterioù kentañ ne lavaran ket<ref>Ober a reont o jedadurioù gant ar [[reizhiad daouredel]].</ref>. Kemer a rejont o flas pa voe aet war-raok ar munudikaat war-raok, er bloavezhioù 1970. Dedennus eo gwelout peseurt binvioù a voe ijinet gant diaraogerien ar jederezioù elektronek avat.
 
Benveg kentañ ar jediñ eo ar [[boulaoueg|voulaoueg]] implijet gant ar [[Sumer]]idi hag an [[Henegipt|Egipsianed gozhkozh]] araoka-raok 2000 kent JK. En [[Azginivelezh]] e 1642 e voe krouet ar jederez vekanikel kentañ gant [[Wilhelm Schickard]] ha un nebeutnebeud dekvloavezhiadoù goude gant [[Blaise Pascal]]. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez<ref>[[Sammadur]], [[lamadur]], [[liesadur]] ha [[rannadur]].</ref>. War o lerc'h e voe ijinet ur jederez vekanikel all gant [[Gottfried Leibniz]] oc'h ijinennañ [[rod Leibniz]]. Eus an {{XIXvet}} kantved betek kreiz an {{XXvet}} kantved e voe gwellaet gwikefreoù a bep seurt.
 
[[Restr:Curta1.png|right|thumb|Curta (1948)]]