Bedreuziad COVID-19 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant 'ǣġƿçǔģțử î ðǫÿĵčǽğůṭṯìł === ϡ ŋō, Ϡϡ žō, ʈ đō, ɻ ħęß, 中 ññąü, ʄ ɦāɸ, വി ķŭɠ ==='
Tikedenn : Erlerc'hiet
D Kemmoù 2001:14BB:431:D6:E114:CBD7:16A1:1A1B (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Lekemok
Linenn 1:
{{Gouzavadenn COVID-19}}
ǣġƿçǔģțử î ðǫÿĵčǽğůṭṯìł
[[Restr:COVID-19 Outbreak World Map per Capita.svg|upright=1.2|thumb|upright=2.1|Red COVID-19 dre ar bed '''(30 Meurzh 2020)'''<br>{{legend|#900000| > 100 den klañv evit 100 000 annezad}}
{{legend|#c80200| 10–100 den klañv evit 100 000 annezad}}
{{legend|#ee7070| 1–10 den klañv evit 100,000 annezad}}
{{legend|#ffC0C0| 0.1–1 den klañv evit 100 000 annezad}}
{{legend|#ffdfe0| 0.001–0.1 den klañv evit 100 000 annezad}}
{{legend|#e0e0e0| N'eus den klañv ebet disklêriet/N'eus den ebet}}]]
D'ar [[1añ a viz Kerzu]] [[2019]] e stagas ur c'hleñved da redek e kêr [[Wuhan]], e [[Republik Pobl Sina]] : ar c'h[[COVID-19]]. Ur c'hurunviruz nevez, anvet [[SARS-CoV-2]], a oa krog da redek dre [[Wuhan]], kêr-benn proviñs [[Hubei]]. Meur a zen a oa bet tapet gant [[tanijenn skevent]] hep ma vefe sklaer eus pelec'h e teue ar c'hleñved. An holl pareoù implijet a oa chomet diefed. Buan a-walc'h e oa deuet war-wel e oa eus un eskemm den-den evel doare treuzkas. An niver a dud klañv a oa aet buan war gresk betek tizhout milieroù a dud e fin miz Genver 2020. Meur a vro a oa bet tapet gant ar c'hleñved ouzhpenn Sina, en Europa, Norzhamerika ha dreist-holl en Azia. Mare goradur ar c'hleñved (pa vezer kontamet betek ar c'hentañ azonoù) zo etre 2 ha 14 devezh. Gallout a ra un den klañv binimañ tud all pad ma vez klañv met ivez e-pad meur a zevezh ur wech pareet. An azonoù zo lies met an daou azon diazez eo an derzhienn uhel hag ur skuizhder bras. Goude-se e krog kudennoù gant ar reizhiad analañ, kudennoù gant al lounezh, ar reizhiad gwazhiadur. Gellout a reer mervel diwar ar c'hleñved.
 
Diaes spontus eo kaout sifroù skiantel war an niver a dud klañv hag an niver a dud marvet. D'ar 1añ a viz C'hwevrer 2020 e voe embannet gant [[Sina]] e vefe bet 361 den marvet nemetken ha 17 300 den klañv. Hervez skiantourien arbennikaet war ar c'hleñvedoù-red, e vefe e-tro 44 000 den klañv d'ar 27 a viz Genver hag e miz C'hwevrer e vefe 100 000 den klañv d'an nebeutañ, pell-tre diouzh sifroù ofisiel ar vro. <ref>{{Liamm web|url=https://www.ouest-france.fr/sante/virus/connait-vraiment-le-taux-de-mortalite-du-coronavirus-6717061|titl=Connaît-on vraiment le taux de mortalité du coronavirus|oberour=Ouest-France}}</ref>
 
D'an 11 a viz Meurzh 2020 eo disklêriet gant [[Aozadur Bedel ar Yec'hed]] eo deuet kleñved-red Wuhan da vezañ ur bedreuziad.
 
Evit ar 26 a viz Meurzh a oa bet testeniekaet ouzhpenn 522 000 den klañv gant ar c'hCOVID-19 en ouzhpenn 190 bro ha tiriad, gant 23 701 den marvet gant ar c'hleñved hag ouzhpenn 123 000 den pareet.<ref>{{Liamm web|url=https://www.arcgis.com/apps/opsdashboard/index.html#/bda7594740fd40299423467b48e9ecf6|titl=Coronavirus COVID-19 Global Cases by the Center for Systems Science and Engineering (CSSE) at Johns Hopkins University (JHU)|oberour=Johns Hopkins University|lennet d'=ar 27 a viz Meurzh 2020}}</ref>
=== ϡ ŋō, Ϡϡ žō, ʈ đō, ɻ ħęß, 中 ññąü, ʄ ɦāɸ, വി ķŭɠ ===
 
==Doareoù==
{| class="infobox" style="font-size:80%;"
|-
|colspan="2" align="center"|[[Restr:Symptoms of 2019 novel coronavirus.svg|260px]]<br>Kudennoù degaset gant COVID-19<hr>
|-
!Azonoù<ref name="1Report of the WHO-China Joint Mission on Coronavirus Disease 2019 (COVID-19)">{{Liamm web|url=https://www.who.int/docs/default-source/coronaviruse/who-china-joint-mission-on-covid-19-final-report.pdf|titl=1Report of the WHO-China Joint Mission on Coronavirus Disease 2019 (COVID-19)|oberour=Aozadur Bed ar Yec'hed (ABY) - World Health Organization (WHO)|deiziad=16-24.02.2020|lennet d'=ar 26 a viz Meurzh 2020}}</ref>
!%
|-
|Terzhienn||87.9%
|-
|Paz sec'h||67.7%
|-
|Skuizhder||38.1%
|-
|[[Digraostiñ]]||33.4%
|-
|[[Anosmiezh]] (koll ar c'hlevet dre ar fri)<ref>{{Liamm web|url=https://www.entuk.org/sites/default/files/files/Loss%20of%20sense%20of%20smell%20as%20marker%20of%20COVID.pdf|titl=ENT UK at The Royal College of Surgeons of England 35-43 Lincoln’s Inn Fields London WC2A 3PE Tel: 020 7404 8373 | Email: entuk@entuk.org|Web: www.entuk.org1Loss of sense of smell as marker of COVID-19 infection|oberour=ENT UK|lennet d'=ar 27 a viz Meurzh 2020}}</ref>||30–66%
|-
|Berranal||18.6%
|-
|Poan-gigennoù||14.8%
|-
|Gourlañchenn sec'h||13.9%
|-
|Poan-benn||13.6%
|-
|Krenañ gant ar riv||11.4%
|-
|C'hoant rechetiñ||5.0%
|-
|Stoufet ar fri||4.8%
|-
|Dipadapa||3.7–31%<ref>{{cite book |last=Wei|first=Xiao-Shan|last2=Wang|first2=Xuan|last3=Niu|first3=Yi-Ran|last4=Ye|first4=Lin-Lin|last5=Peng|first5=Wen-Bei|last6=Wang|first6=Zi-Hao|last7=Yang|first7=Wei-Bing|last8=Yang|first8=Bo-Han|last9=Zhang|first9=Jian-Chu|last10=Ma|first10=Wan-Li|last11=Wang|first11=Xiao-Rong|date=26 February 2020|title=Clinical Characteristics of SARS-CoV-2 Infected Pneumonia with Diarrhea|language=en|location=Rochester, NY|ssrn=3546120}}</ref>
|-
|Pasat gwad||0.9%
|-
|Poan-lagad||0.8%
|}
Ur viruz eus familh ar [[Grip|grip]] hag ar [[Sifern|sifern]] eo, kar ivez da hini ar [[SRAS]] (2003) hag d'ar gripoù [[H5N1]] hag [[H1N1]]. Infektiñ a ra dreist-holl ar skevent. 80% eus an dud detektet o dez simptomoù bihan (terzhienn, pas) met evit ar peurrest anezho e c'hell ar c'hleñved bezañ grevus a-walc'h, betek kas unan bennak d'an ospital ma n'eo ket e lazhañ<ref>{{Liamm web|url=https://www.who.int/fr/emergencies/diseases/novel-coronavirus-2019/advice-for-public/q-a-coronaviruses|titl=Maladie à coronavirus 2019 (COVID-19) : questions-réponses|oberour=ABY (Aozadur Bed ar Yec'hed) - WHO (World Health Organization)|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref>. Seblantout a ra chom hep touchal ar vugale dindan 10 vloaz<ref name="1Report of the WHO-China Joint Mission on Coronavirus Disease 2019 (COVID-19)" /> ha seul goshoc'h an den klañv, seul zañjerusoc'h evitañ, dreist-holl ma vez klañv gant traoù all ([[krign-bev]]...). Adalek 60% e c'hell ar c'hleñved lazhañ 30% eus an dud detektet.
 
Kavet e oa bet e c'hell ivez ur bern tud tapet ar viruz hep bezañ klañv gantañ. Evit doare e vije un den disimptom evit un den gant simptomoù, pezh zo e c'hell an dud disimpton kas ar viruz d'ar re all memestra.
 
Gorrek eo ar viruz da gemmañ e [[TDN]] hervez enklaskoù bet graet e [[Sina]] hag en [[Italia]]<ref>{{Liamm web|url=https://www.iflscience.com/health-and-medicine/stability-of-coronavirus-genome-is-good-news-for-vaccine-development-scientists-say/?fbclid=IwAR08_ZGXcI0rFQc5GnGDM3-WguNEkSt13erWL97n4LPuqmnmlJndkJ-B2WI|titl=Stability Of Coronavirus Genome Is Good News For Vaccine Development, Scientists Say|oberour=IFLS|deiziad=27.03.2020|lennet d'=ar 27 a viz Meurzh 2020}}</ref> ar pezh a zo keloù mat evit kavet ur brec'hiadur.
 
===Treuzkas===
Diouer zo a vunudoù war an doare ma vez treuzkaset etre an dud. Ur studiadenn bet embannet d'ar [[27 a viz Meurzh]] a ziskouez penaos e vez treuzkaset dreist-holl dre darempredoù tost ha [[takennoù halañ]] produet en ur streviañ pe en ur basaat<ref>{{Liamm web|url=https://www.cdc.gov/coronavirus/2019-ncov/prepare/transmission.html|titl=How Coronavirus Spreads|oberour=Center for Disease Control and Prevention (SUA)|deiziad=4.03.2020|lennet d'=ar 26 a viz Meurzh 2020}}</ref>. Darempredoù tost a dalvez dindan ur metrad pe zaou. Takennoù halañ a vez kaset ivez en ur gaozeal, met ne seblant ket ar viruz bezañ kaset pelloc'h gant an aer.<ref name="Q&A on coronaviruses (COVID-19) - WHO">{{Liamm web|url=https://www.who.int/news-room/q-a-detail/q-a-coronaviruses|titl=Q&A on coronaviruses (COVID-19)|oberour=Aozadur Bed ar Yec'hed (ABY) - World Health Organization (WHO)|deiziad=9.03.2020|lennet d'=ar 26 a viz Meurzh 2020}}</ref> Gallout a reer tapet ar viruz en ur douchal goreoù koñtaminet a-raok touchal e fri, e zaoulagad pe e c'henoù.<ref name="Q&A on coronaviruses (COVID-19) - WHO" />
 
Evit en em wareziñ eus ar viruz e oa bet erbedet da walc'hiñ an daouarn alies, gant soavon (a zo gouest da derriñ he c'hurunenn<ref>{{Liamm web|url=https://covid19.govt.nz/|titl=United against Covid-19|oberour=Gouarnamant [[Zeland-Nevez]]|deiziad=25.03.2020|lennet d'=ar 25 a viz Meurzh 2020}}</ref>) pe gant kaod dour-alkool hag ober kement-all d'ar gorreoù.<ref>Kampf, G.; Todt, D.; Pfaender, S.; Steinmann, E. (March 2020). "Persistence of coronaviruses on inanimate surfaces and their inactivation with biocidal agents". The Journal of Hospital Infection. </ref>
 
===Viruz===
Ar [[SARS-CoV-2]] (Kleñved halañ grevus kurunviruz 2) zo ur viruz nevez kavet da gentañ e-barzh tri den tapet gant ur bneumoniezh e-liamm ouzh ar skoulmad kleñvedoù-halañ e [[Wuhan]] e [[Sina]].<ref name="Outbreak of severe acute respiratory syndrome coronavirus 2 (SARS-CoV-2): increased transmission beyond China – fourth update">{{Liamm web|url=https://www.ecdc.europa.eu/sites/default/files/documents/SARS-CoV-2-risk-assessment-14-feb-2020.pdf|titl=Outbreak of severe acute respiratory syndrome coronavirus 2 (SARS-CoV-2): increased transmission beyond China – fourth update|oberour=ECDC (Kreizenn Europa evit diwall diouzh ar c'hleñvedoù)|deiziad=14.02.2020|lennet d'=an 28 a viz Meurzh 2020}}</ref> Dre e orin e tenn kalz eus ar c'hurunviruzoù all. Seblantout a ra ar viruz bezañ ur chimera etre daou viruz, unan boaz da iñfektiñ [[logod-dall]], egile boaz da iñfektiñ ar [[pangolin]]ed.<ref>{{Liamm web|url=https://www.iflscience.com/health-and-medicine/coronavirus-origins-genome-analysis-suggests-two-viruses-may-have-combined/?fbclid=IwAR03THMxlrzvzFRw1rFcNpZM12unRJFJ8xqKip4jq6Uc_HZU_QCa1KAjDmI|titl=Coronavirus Origins: Genome Analysis Suggests Two Viruses May Have Combined|oberour=IFLS|deiziad=24.03.2020|lennet d'=an 28 a viz Meurzh 2020}}</ref> Tostoc'h eo viruz ar pangolin ouzh ar SARS-CoV-2 met mankout a ra eus ur protein a laka anezhañ da vezañ gouest da vont e-barzh kelloù mab-den, evel hini al logo-dall.
 
===En em wareziñ diouzh ar viruz===
Erbedet eo da gentañ bezañ naet evit talañ ouzh ar viruz, da gentañ penn gwalc'hiñ an daouarn alies, chom hep touchal e zremm, e zaoulagad, e c'henoù dre vras, met dreist-holl gant daouarn lous, goude bezañ paset. Pasat pe streviañ a rankjed ober en ur mouchouer da skarzhañ, pe da nebeutañ en e ilin evit chom hep louzañ an daouarn. Ar re glañv hag a oar a rankje dougen ur meskl evit chom hep kas ar c'hleñved da dud all.<ref name="Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public">{{Liamm web|url=https://www.who.int/emergencies/diseases/novel-coronavirus-2019/advice-for-public|titl=Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public|oberour=ABY (Aozadur Bed ar Yec'hed) - WHO (World Health Organization|deiziad=8.02.2020 bet nevesaet d'an 18.03.2020|lennet d'=an 28 a viz Meurzh 2020}}</ref> Erbedet eo ivez da lakaat e plas doareoù evit lakaat an dud da bellaat an eil diouzh egile (''physical distancing'' e saozneg, ''pellaat sokial'' e brezhoneg da c'hortoz e vije studiet an term-se).<ref>{{Liamm web|url=https://publichealthmatters.blog.gov.uk/2020/03/04/coronavirus-covid-19-5-things-you-can-do-to-protect-yourself-and-your-community/|titl=Coronavirus (COVID-19) – 5 things you can do to protect yourself and your community|oberour=Public Health England|deiziad=4.03.2020|lennet d'=28 a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
Pa oa nevez a-walc'h ar viruz e veze erbedet gant ur bern broioù chom hep beajiñ d'ar broioù pe rannvroioù tapet gant ar viruz, da lavaret eo [[Wuhan]], [[Sina]] da gentañ penn, met dibosupl e oa deuet da vezañ heuliañ an ali-se adalek fin miz C'hwevrer 2020 abalamour ma rede ar c'hleñved un tammig e pep lec'h er bed.
 
Dañjerus-kenañ eo ar viruz evit ar vedisined, ar glañvdiourien hag an dud a labour tost ouzh ar re glañv dre vras<ref>{{Liamm web|url=http://www.officiel-prevention.com/sante-hygiene-medecine-du-travail-sst/service-de-sante-au-travail-reglementations/detail_dossier_CHSCT.php?rub=37&ssrub=151&dossid=556|titl=Les mesures de prévention et de protection du personnel en cas de pandémie|oberour=Officiel Prévention - Santé et Sécurité au travail|deiziad=Meurzh 2020|lennet d'=an 28 a viz Meurzh 2020}}</ref> hag aliet eo dezho labourat gant meskloù [[Meskl FFP2|FFP2]], dreist-dilhad ha lunedoù-gwareziñ. E broioù zo, evel Frañs, evelato o doa savet ur bern tud a vicher war ar yec'hed o mouezh evit klemm e vankont eus peadra evit en em wareziñ<ref>{{Liamm web|url=https://www.lavoixdunord.fr/727741/article/2020-03-17/coronavirus-les-professionnels-de-sante-en-colere-contre-la-penurie-de-masques|titl=Coronavirus : les professionnels de santé en colère contre la pénurie de masques|oberour=La Voix du Nord|deiziad=17.03.2020|lennet d'=an 28 a viz Meurzh 2020}}</ref> abalamour da choazoù bet graet gant ar gouarnamantoù tremenet a-raok<ref>{{Liamm web|url=https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/coronavirus-pourquoi-la-france-manque-t-elle-de-masques-respiratoires_3871243.html|titl=Coronavirus : pourquoi la France manque-t-elle de masques de protection respiratoire ?|oberour=France Info TV|deiziad=19.03.2020|lennet d'=an 28 a viz Meurzh}}</ref> ha da stad an ospitalioù dre vras.<ref>{{Liamm web|url=https://www.sciencesetavenir.fr/politique/greves-illimitees-et-demissions-massives-l-appel-a-l-aide-de-l-hopital_140490|titl=Grèves illimitées et démissions massives : l'appel à l'aide de l'hôpital|oberour=Sciences & Avenir|deiziad=15.01.2020|lennet d'=an 28 a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
[[Heuliañ an darempredoù (medisinerezh)|Heuliañ an darempredoù]] zo un hentenn a-bouez evit talañ ouzh ar viruz. Klask a reer gouzout gant piv eo bet unan iñfektet e darempred evit kelaouiñ, gwareziñ ha dispellañ ha neuze kavet mammenn ur skoulmad-infektiñ ha miret ouzh ar viruz strewiñ muioc'h.<ref>{{Liamm web|url=https://publichealthmatters.blog.gov.uk/2020/02/13/expert-interview-what-is-contact-tracing/|titl=Coronavirus (COVID-19) Expert interview: What is contact tracing?|oberour=Public Health England|deiziad=13.03.2020|lennet d'=an 29 a viz Meurzh 2020}}</ref> E fin miz Meurzh 2020 ne oa ket c'hoazh eus [[brec'hiad|brec'hiadoù]] evit ar viruz-se, daoust ma'z eus leizh ha labourvaioù oc'h ober war-dro.<ref>{{Liamm web|url=https://www.medicalnewstoday.com/articles/coronavirus-vaccine|titl=Coronavirus vaccine: Everything you need to know|oberour=Medical News Today|deiziad=12.03.2020|lennet d'=an 29 a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
====Gwalc'hiñ e zaouarn====
Gwalc'hiñ e zaouarn zo aliet groñs evit talañ ouzh ar viruz. Gant ar [[Center for Disease Control and Prevention|Greizenn evit kontroliñ ha diwall diouzh ar c'hleñvedoù]] amerikan e oa bet erbedet gwalc'hiñ e zaouarn gant dour ha soavon alies, e-pad 20 eilenn da nebeutañ, drest-holl goude bezañ bet er privezioù pe ma vez lous an daouarn da vat ; a-raok mont da zebriñ ; goude bezañ streviet, pasaet pe c'hwezhet e fri. Ma n'haller ket gwalc'hiñ an daouarn diouzhtu e c'heller implijet kaod dour-alkool, gant 60% alkool ennañ da nebeutañ.<ref>{{Liamm web|url=https://www.cdc.gov/coronavirus/2019-ncov/prevent-getting-sick/prevention.html?CDC_AA_refVal=https%3A%2F%2Fwww.cdc.gov%2Fcoronavirus%2F2019-ncov%2Fprepare%2Fprevention.html|titl=How to Protect Yourself|oberour=CDC|deiziad=18.03.2020|lennet d'=29 a viz Meurzh 2020}}</ref> Erbedet eo ivez gant [[Aozadur Bedel ar Yec'hed]] chom hep touchal an daoulagad, ar fri, ar genoù ma n'eo ket gwalc'het an daouarn.<ref name="Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public"/>
 
====Yec'hed an analiñ====
Erbeded eo gant aozadurioù ar yec'hed da c'holoiñ e c'henoù hag e fri pa vezer o pasaat pe o streviañ, gant pleg e vrec'h pe ur mouchouer d'en em zizober diouzhtu en un doare sur.<ref name="Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public"/> An dud iñfektet a rankfe dougen ur meskl surjian<ref>{{Liamm web|url=https://www.chp.gov.hk/files/pdf/pneumonia_respiratory_health_advice_abstract.pdf|titl=Prevention of Pneumonia and Respiratory Tract Infection|oberour=Gouarnamant Hong Kong|deiziad=Genver 2020|lennet d'=29 a viz Meurzh 2020}}</ref><ref>{{Liamm web|url=https://www.cdc.gov/coronavirus/2019-ncov/if-you-are-sick/steps-when-sick.html|titl=What To Do if You Are Sick|oberour=CDC|deiziad=25.03.2020|lennet d'=an 29 a viz Meurzh 2020}}</ref> abalamour ma c'hell ar meskl herzel d'an takennoù analiñ mont re bell ha re niverus pa vezer o pasaat, o streviañ pe o kaozeal c'hoazh, met dreist-holl hervez Stephen Griffin, ur virologour eus [[Skol-Veur Leeds]], e c'hell miret ouzh an dud da douchal o bizaj.<ref>{{Liamm web|url=https://www.bbc.com/future/article/20200317-how-to-stop-touching-your-face|titl=How to avoid touching your face so much|oberour=BBC|deiziad=18.03.2020|lennet d'=an 29 a viz Meurzh 2020}}</ref> Alioù zo bet roet gant [[Aozadur Bedel ar Yec'hed]] evit penaos dougen ar meskl<ref name="Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public: When and how to use masks">{{Liamm web|url=https://en.wikipedia.org/wiki/2019%E2%80%9320_coronavirus_pandemic#cite_note-WHO_masks-358|titl=Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public: When and how to use masks|oberour=WHO - ABY|lennet d'=an 29 a viz Meurzh 2020}}</ref>.
 
Aliet eo groñs dougen ur meskl evit an dud a labour e bed ar yec'hed, dreist-holl ar re a labour gant tud klañv gant ar viruz<ref name="Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public: When and how to use masks"/> met an dud n'int ket klañv ne rankfent dougen ur meskl nemet ma vez riskloù (abalamour ma reont war-dro unan bennak klañv da skouer). Burutellaet eo bet gouarnamant [[Frañs]] avat abalamour d'an alioù disheñvel roet diwar-benn talvoudegezh ar meskl, ar pezh zo bet liammet ouzh an diouer a veskloù miret gant ar Stad.<ref>{{Liamm web|url=https://www.liberation.fr/debats/2020/03/24/masques-mais-de-qui-se-moque-t-on_1782908|titl=Masques : mais de qui se moque-t-on ? - Pennad gant Serge Galam, enklaskour e CNRS ha CEVIPOF|oberour=Libération|deiziad=24.03.2020|lennet d'=an 29 a viz Meurzh 2020}}</ref> <ref>{{Liamm web|url=https://www.europe1.fr/medias-tele/pour-marina-carrere-dencausse-on-a-menti-sur-lutilite-des-masques-pour-une-bonne-cause-3959187|titl=Pour Marina Carrère d'Encausse, on a menti sur l'utilité des masques "pour une bonne cause" - Pennad gant Par Jonathan Grelier|oberour=Europe1|deiziad=01.04.2020|lennet d'=an 01 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
====Pellaat sokial====
[[Restr:Covid-19-Transmission-graphic-01.gif|thumb|upright=1.4|Ur gif e saozneg evit taolenniñ penaos e c'heller herzel ouzh red ar c'hleñved.]]
Un doare da herzel ouzh red ar c'hleñved zo bihanaat niver a zarempredoù a c'hell unan bennak kaout e-korf un devezh. Gallout a ra mont betek un dispell ; herzel ouzh ar beajoù ; berziñ ar bodadoù ouzhpenn un niver resis a dud (5000, 1000, 100 a dud) ; serriñ ar skolioù, an embregerezhioù n'int ket ret evit buhez ar vro, al lec'hioù-sport pe sevenadur, ar stalioù... Erbediñ an dud da chom er gêr a c'heller ober ivez, pe da vihanañ da chom hep mont da lec'hioù paket gant ur mor a dud, implijet doare d'en em saludiñ hep touchal an den all, chom pell an eil diouzh egile.<ref name="Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public"/>
 
Aliet eo d'an dud deuet kozh a-walc'h pe d'an dud tapet gant ur c'hleñved evel an [[diabet]], ar [[Kleñvedoù kalongwazhiedel|c'hleñvedoù kalongwazhiedel]], an [[uswask]] pe c'hoazh an [[immunodigresk]] chom er gêr ivez abalamour ma vez muioc'h a riskloù da ziorren ur stumm kreñv eus ar c'hleñved.<ref>{{Liamm web|url=https://www.who.int/indonesia/news/detail/08-03-2020-knowing-the-risk-for-covid-19|titl=Media Statement: Knowing the risks for COVID-19|oberour=ABY ([[Aozadur Bedel ar Yec'hed]]) - WHO (World Health Organization)|deiziad=8.03.2020|lennet d'=an 29 a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
Kavet e oa bet e-kerzh miz Meurzh 2020 e oa re forc'hellek ar ger saoznek ''social distancing'' ha gwelloc'h e vije bet implijet ar ger ''physical distancing'' (''pellaat fizikel'') evit diskouez e c'heller digreskiñ an niver a zarempredoù fiziel en ur viret an darempredoù sokial, alies eus un tammig pelloc'h pe gant ar binvioù niverel.
 
== Er bed ==
<gallery mode="packed" heights="180px" style="margin-top:20px;">
Coronavirus patients at the Imam Khomeini Hospital in Tehran, Iran -- بخش ویژه بیماران کرونا در بیمارستان امام خمینی تهران -- March 1, 2020.jpg|Un ospital e [[Tehran]]
蔡總統視導33化學兵群 02.jpg|Karbed naetaat e [[Taipei]]
Avenue CdG - confinement.jpg|Bali Charles de Gaulle e Neuilly-sur-Seine d'an 18 a viz Meurzh
</gallery>
<gallery mode="packed" heights="180px">
Dried pasta shelves empty in an Australian supermarket.jpg|Gourmarc'had [[aostralian]] goullonderet
Emergenza coronavirus (49501382461).jpg|Tud a youl vat ar surentez trevour en Italia
Affichette rupture stock pharmacie Strasbourg 1er mars 2020.jpg|Skritell o kelaouiñ n'eus ket ken a veskloù e Strasbourg</gallery>
 
Meur a vartezeadenn a zo diwar-benn ar [[Klañvour kentañ|c'hlañvour kentañ]]<ref>{{Liamm web|url=https://www.bbc.com/future/article/20200221-coronavirus-the-harmful-hunt-for-covid-19s-patient-zero|titl=Who is 'patient zero' in the coronavirus outbreak?|oberour=Fernando Duarte|embanner=BBC Future|deiziad=24.02.2020|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref> ha eus a belec'h e teu. An hini kentañ zo bet kavet e oa bet paket klañv gant ar viruz nevez a oa bet kavet roudoù anezhañ d'ar 1añ a viz Kerzu [[2019]] e [[Wuhan]] e [[Sina]].<ref>{{Liamm web|url=https://www.sciencemag.org/news/2020/01/wuhan-seafood-market-may-not-be-source-novel-virus-spreading-globally|titl=Wuhan seafood market may not be source of novel virus spreading globally|oberour=John Cohen|embanner=Science|deiziad=26.01.2020|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref> Hervez lod avat e oa bet marvet ar c'hlañvour kentañ, un den 55 vloaz anezhañ, d'ar 17a viz Du [[2020]].<ref>{{Liamm web|url=https://www.scmp.com/news/china/society/article/3074991/coronavirus-chinas-first-confirmed-covid-19-case-traced-back|titl=Coronavirus: China’s first confirmed Covid-19 case traced back to November 17|oberour=Joséphine Ma|embanner=South China Morning Post|deiziad=13.03.2020|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref> D'an 30 a viz Kerzu [[2019]] e voe sachet evezh gouarnamant [[Sina]] gant ur strollad medisined eus Ospital Kreiz Wuhan, renet gant Dr. Ai Fen ha [[Li Wenliang]], diwar-benn ur c'hurunviruz nevez heñvel ouzh ar [[SARS-CoV]].
 
D'an 31 a viz Kerzu e voe a-walc'h a glañvourien evit ma voe savet un enklask e [[Wuhan]] gant an aozadurioù yec'hed, ha liammet e voe ar bneumoniezh nevez ouzh [[Marc'had Boued Mor Huanan]].<ref>{{Liamm web|url=https://www.bbc.com/news/world-asia-china-50984025|titl=China pneumonia outbreak: Mystery virus probed in Wuhan|oberour=BBC|deiziad=3.01.2020|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref><ref>{{Liamm web|url=https://www.who.int/westernpacific/emergencies/covid-19|titl=Coronavirus disease (COVID-19) outbreak|oberour=ABY (Aozadur Bed ar Yec'hed) - WHO (World Health Organization)|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref> Soñjet e voe neuze e oa ar c'hleñved a-orin an anevaled gouez gwerzhet er marc'had ha ne dremene ket a dud da dud.
 
Gant lidoù ar [[Bloaz Nevez Sinat]], ha gant [[Wuhan]] bezañ un hub a-bouez e treuzdougen ar vro, e strewas ar c'hleñved e-kerzh miz Genver da broviñsoù all [[Sina]]<ref name="1Report of the WHO-China Joint Mission on Coronavirus Disease 2019 (COVID-19)" /> goude ur prantad ma zouble an niver a dud klañv bep sizhun. D'an 20 a viz Genver 2020 e oa bet kelaouet e oa 6174 a dud o doa bet simptomoù.<ref>The Novel Coronavirus Pneumonia Emergency Response Epidemiology Team. [http://weekly.chinacdc.cn/en/article/id/e53946e2-c6c4-41e9-9a9b-fea8db1a8f51 The Epidemiological Characteristics of an Outbreak of 2019 Novel Coronavirus Diseases (COVID-19) — China, 2020][J]. China CDC Weekly, 2020, 2(8): 113-122. </ref>
 
D'an 10 a viz Genver e voe embannet gant [[Aozadur Bedel ar Yec'hed]] ur gemmennadenn evit goulenn gant an dud o veajiñ e rannvro Wuhan da heuliañ doareoù da "zigreskiñ riskloù iñfektiñ en ur veajiñ."<ref>{{Liamm web|url=https://www.who.int/news-room/articles-detail/who-advice-for-international-travel-and-trade-in-relation-to-the-outbreak-of-pneumonia-caused-by-a-new-coronavirus-in-china/|titl=WHO advice for international travel and trade in relation to the outbreak of pneumonia caused by a new coronavirus in China|oberour=ABY (Aozadur Bed ar Yec'hed) - WHO (World Health Organization)|deiziad=10.01.2020|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref> Ne c'houlenne ket e vije berzet beajiñ e Wuhan avat, goude ma chome amsklaer an doareoù iñfektiñ. D'an 12 a viz Genver e voe embannet gant an [[Aozadur Bedel ar Yec'hed|ABY]] ne oa ket riskloù evit micherourien ar yec'hed ha ne oa ket prouet e veze kaset ar c'hleñved a zen da zen.<ref>{{Liamm web|url=https://www.who.int/csr/don/12-january-2020-novel-coronavirus-china/en/|titl=Novel Coronavirus – China|oberour=ABY - WHO|deiziad=12.01.2020|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
D'an 13 a viz Genver e voe diskuliet ar c'hlañvour kentañ er-maez eus [[Sina]], ur beajour sinat.<ref>{{Liamm web|url=https://www.statnews.com/2020/01/13/woman-with-novel-pneumonia-virus-hospitalized-in-thailand-the-first-case-outside-china/|titl=Woman with novel pneumonia virus hospitalized in Thailand — the first case outside China|oberour=Andrew Joseph|embanner=Stat News|deiziad=13.01.2020|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref> D'an 20 a viz Genver e voe disklêriet gant [[Bodad Yec'hed Broadel Sina]] e oa eus treuzkazoù den da zen gant ar c'hCOVID-19.<ref>{{Liamm web|url=https://www.theguardian.com/world/2020/jan/20/coronavirus-spreads-to-beijing-as-china-confirms-new-cases|titl=China confirms human-to-human transmission of coronavirus|oberour=Lily Kuo|embanner=The Guardian|deiziad=21.01.2020|lennet d'=30 a viz Meurzh 2020}}</ref> D'ar 24 a viz Genver e voe nevesaet alioù an ABY diwar-benn ar beajoù o c'houlenn ma vije arsellet ar veajourien, hep berziñ ar beajoù avat.<ref>{{Liamm web|url=https://www.who.int/news-room/articles-detail/updated-who-advice-for-international-traffic-in-relation-to-the-outbreak-of-the-novel-coronavirus-2019-ncov-24-jan/|titl=Updated WHO advice for international traffic in relation to the outbreak of the novel coronavirus 2019-nCoV|oberour=ABY -WHO|deiziad=24.01.2020|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref> D'an 27 a viz Genver e voe lakaet gourdrouz ar c'hCOVID-19 da "uhel dre vras" gant an ABY.<ref>{{Liamm web|url=https://www.lemonde.fr/planete/article/2020/01/27/coronavirus-en-france-quels-criteres-de-risques-comment-reagir-les-questions-que-vous-vous-posez_6027408_3244.html|titl=Coronavirus en France : quels symptômes ? Comment réagir ? Les questions que vous vous posez|oberour=Le Monde avec AFP|embanner=[[Le Monde]]|deiziad=27.01.2020|lennet d'=an 30 a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
[[Restr:COVID-19 Outbreak lockdowns.svg|350px|vignette|dehou|Kartenn an dispelloù broadel (glas teñval) ha rannvroel (glas sklaer)]]
 
Daou zevezh war-lerc'h e voe disklêriet gant an ABY e oa ar c'hleñved ur g[[Kudenn Etrevroadel a Yec'hed Publik Mallus]], o kelaouiñ an holl vroioù o doa da brientiñ doareoù da dalañ ouzh ar c'hleñved, da lavaret eo eveshaat, anavezet abred piv zo klañv, emglozañ, ober war-dro an dud klañv ha dont war-lerc'h roudoù o darempredoù.<ref>{{Liamm web|url=https://www.who.int/news-room/detail/30-01-2020-statement-on-the-second-meeting-of-the-international-health-regulations-(2005)-emergency-committee-regarding-the-outbreak-of-novel-coronavirus-(2019-ncov)|titl=Statement on the second meeting of the International Health Regulations (2005) Emergency Committee regarding the outbreak of novel coronavirus (2019-nCoV)|oberour=ABY - WHO|deiziad=30.01.2020|lennet d'=ar 31{{añ}} a viz Meurzh 2020}}</ref> O welet an niver a dud klañv o kreskiñ er-maez eus Sina e voe disklêriet gant rener [[Aozadur Bedel ar Yec'hed|ABY]] [[Tedros Adhanom]] e oa dañjer d'ar viruz dont da [[bedreuziad|vedreuziad]].<ref>{{Liamm web|url=https://www.nationalreview.com/news/who-head-warns-of-potential-pandemic-after-initially-praising-chinas-response-to-coronavirus/|titl=WHO Head Warns of ‘Potential Pandemic’ after Initially Praising China’s Response to Coronavirus|oberour=Tobias Hoonhout|embanner=National Review|deiziad=24.02.2020|lennet d'=ar 31{{añ}} a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
Ez ofisiel e voe disklêriet ar stad a [[bedreuziad|vedreuziad]] evit ar c'h[[COVID-19]] d'an 11 a viz Meurzh gant [[Aozadur Bedel ar Yec'hed]], goude ur prantad ma chome ar c'hleñved-red kontrollet tamm pe tamm e meur a lec'h er bed<ref>{{Liamm web|url=https://www.who.int/dg/speeches/detail/who-director-general-s-opening-remarks-at-the-media-briefing-on-covid-19---11-march-2020|titl=WHO Director-General's opening remarks at the media briefing on COVID-19 - 11 March 2020|oberour=ABY - WHO|deiziad=11.03.2020|lennet d'=ar 31{{añ}} a viz Meurzh 2020}}</ref> gant [[Europa]] o tont tamm ha tamm da vezañ kreiz ar c'hleñved-red.<ref>{{Liamm web|url=https://www.bbc.com/news/world-europe-51876784|titl=Coronavirus: Europe now epicentre of the pandemic, says WHO|oberour=BBC|deiziad=13.03.2020|lennet d'=ar 31{{añ}} a viz Meurzh 2020}}</ref> Muioc'h a dud klañv anavezet a oa bet kavet er-maez eus [[Sina]] eget e-barzh ar vro adalek ar 16 a viz Meurzh.<ref>{{Liamm web|url=https://edition.cnn.com/2020/03/16/world/coronavirus-covid-19-update-intl-hnk/index.html|titl=More coronavirus cases outside mainland China than inside as pandemic accelerates|oberour=Helen Regan|embanner=CNN|deiziad=17.03.2020|lennet d'=ar 31{{añ}} a viz Meurzh 2020}}</ref> D'an 19 a viz Meurzh ne voe disklêriet tamm den klañv nevez ebet e [[Sina]] (war-bouez tud deuet eus an estrenvro) tra ma voe muioc'h a dud marvet gant ar c'hleñved en [[Italia]] eget e [[Sina]] d'an deiz-se.<ref>{{Liamm web|url=https://www.bbc.com/news/world-europe-51964307|titl=Coronavirus: Italy's death toll overtakes China's|oberour=BBC|deiziad=19.03.2020|lennet d'=ar 31{{añ}} a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
D'ar 1{{añ}} a viz Ebrel [[2020]] e oa 823 626 den bet klañv kadarnet er bed a-bezh (72 736 nevez) ha 40 598 den marvet gant ar c'hleñved (4193 nevez).<ref name="Rentañ-kont ABY 1.04.2020">{{Liamm web|url=https://www.who.int/docs/default-source/coronaviruse/situation-reports/20200401-sitrep-72-covid-19.pdf?sfvrsn=3dd8971b_2|titl=Coronavirus disease 2019 (COVID-19)Situation Report –72|oberour=ABY - WHO|deiziad=1.04.2020|lennet d'=ar 1{{añ}} a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
=== E Sina ===
[[Restr:COVID-19 Confirmed Cases Animated Map.webm|thumb|upright=1.2|Red e Sina abaoe ar 24 a viz Genver]]
D'ar [[1añ a viz C'hwevrer]] [[2020]] e voe embannet gant Sina e vefe bet 361 den marvet nemetken ha 17 300 den klañv
D'ar 6 a viz C'hwevrer 2020 e vez embannet e oa bet 564 den marvet ha 28 359 den klañv. D'an 10 a viz C'hwevrer e vez embannet gant Sina e vefe 908 den marvet ha 40 000 den klañv. <ref>https://www.ouest-france.fr/sante/virus/coronavirus/coronavirus-le-bilan-grimpe-908-morts-en-chine-et-plus-de-40-000-contamines-6728993</ref>. D'an [[2 a viz Meurzh]] [[2020]] e oa 3058 den marvet ha 89252 klañv gant 45216 den pareet.<ref> https://www.worldometers.info/coronavirus/</ref>
 
=== En Europa ===
D'an 9 a viz Meurzh 2020 eo lakaet Italia a-bezh en dispell gant gouarnamant ar vro. Graet eo kement all gant [[Spagn]] d'ar 15, ha gant [[Frañs]] d'ar 17. Ret eo d'an dud chom er gêr, nemet ha ne c'hallont ket pellabourat. Gant broioù all avat (An Izelvroioù, Sued, Breizh-Veur er penn-kentañ) eo dibabet ur strategiezh all, an immuniezh a-stroll. An holl stadoù a serr o harzoù, o skolioù hag an darn vuiañ eus an embregerezhioù hag an amaezhiadurezh.
 
D'ar 1{{añ}} a viz Ebrel [[2020]] e oa 464 121 den bet klañv kadarnet er bed a-bezh (40 226 nevez) ha 30 089 den marvet gant ar c'hleñved (4193 nevez).<ref name="Rentañ-kont ABY 1.04.2020" />
 
==== E Frañs ====
[[Restr:COVID-19 Outbreak Hospitalized in France 13 Regions & DomTom.svg|thumb|left|Rannvroioù Frañs hervez an niver a dud klañv ospitalizet]]
Kavet e oa bet an den klañv kentañ gant ar viruz d'ar 24 a viz Genver, e [[Bourdel]]. Un den 48 vloaz, eus [[Frañs]] ha [[Sina]] a oa erruet e [[Frañs]] daou zervezh a-raok.<ref>{{Cite news|url=https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/coronavirus-en-france-le-parcours-des-trois-patients_3799837.html|title=Coronavirus en France : le parcours des trois patients|date=24 January 2020|work=France Info|access-date=26 February 2020|url-status=live|archive-url=https://web.archive.org/web/20200221231826/https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/coronavirus-en-france-le-parcours-des-trois-patients_3799837.html|archive-date=21 February 2020|language=fr}}</ref> Da c'houde e oa bet detektet un nebeud tud c'hoazh, en o zouez 6 den eus ar [[Rouantelezh-Unanet]] e [[Savoia]], betek lakaat an niver-se da 12. En o zouez e oa pareet 11 hag unan zo marvet, un tourist eus [[Sina]], 80 vloaz anezhañ, a oa chomet da reanimañ e-pad pell.<ref name=":6">{{Cite news|url=https://www.bbc.com/news/world-europe-51514837|title=First coronavirus death confirmed in Europe|date=2020-02-15|work=BBC News|access-date=2020-02-27|language=en-GB|archive-url=https://web.archive.org/web/20200219204410/https://www.bbc.com/news/world-europe-51514837|archive-date=19 February 2020|url-status=live}}</ref> Ar wezh kentañ e oa marvet unan bennak en [[Europa]] abalamour d'ar c'hleñved-se.
 
D'an 29 a viz C'hwevrer e oa 100 den bet klañv gant ar c'hleñved-red-se e Frañs : 11 o doa pareet, 2 a oa marvet. Kresket e voe buan an niver a dud klañv avat : ouzhpenn 2000 e voe d'an 11 a viz Meurzh<ref>https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/direct-coronavirus-le-passage-au-stade-3-devrait-arriver-dans-les-prochains-jours_3861193.html</ref> ha 48 den a oa marvet gantañ, ken ma voe lakaet ar gaoz war aozadur an dilennadegoù ti-kêr. Nullet e voe ur bern darvoudoù sportel (marathon Pariz) pe sevenadurel (sonadegoù [[Tri Yann]] e Pariz) ha serret e voe ar skolioù en [[Oise]], [[Haut-Rhin]] ha [[Korsika]]. Klañv e oa ivez un nebeud kannaded eus ar [[Bodadenn Vroadel (Frañs)|Vodadeg Vroadel]] ha ministr ar sevenadur [[Franck Riester]]. [[Nicole Belloubet]], ministrerezh ar Justis zo bet testet ivez, met negatif e oa<ref>https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/coronavirus-pourquoi-nicole-belloubet-franck-riester-et-olivier-veran-ont-ils-pu-etre-depistes-alors-que-le-test-n-est-plus-systematique_3860613.html</ref>.
 
D'an 12 a viz Meurzh, pa oa 2876 den iñfektet (pe bet iñfektet) ha 61 den marv, e oa bet disklêriet gant Prezidant ar Republik [[Emmanuel Macron]] e vije serret ar skolioù, ar skolajoù, al liseoù, ar skolioù-meur hag ar magourioù e Frañs a-bezh, ouzhpenn goulenn gant an dud koshoc'h eget 70 vloaz da chom er gêr ar muiañ ma c'hellent ha d'an holl dud chom hep mont re er-maez dre vras. Divizet e oa bet memestra delc'her an dilennadegoù ti-kêr d'ar 15 a viz Meurzh daoust d'ar riskloù.<ref>{{Liamm web|url=https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/direct-coronavirus-les-etats-unis-ferment-leurs-frontieres-aux-europeens_3862735.html|titl=DIRECT. Coronavirus : Emmanuel Macron annonce la fermeture de tous les établissements scolaires dès lundi|oberour=France Info|deiziad=12 a viz Meurzh 2020|lennet d'=12 viz Meurzh 2020}}</ref> Er [[Stadoù-Unanet]] e oa bet disklêriet gant ar Prezidant [[Donald Trump]] e oa berzet d'ar Frañsizien mont di e-pad 14 devezh.
 
Daou zervezh war-lerc'h, d'ar 14 a viz Meurzh e oa bet disklêriet gant [[Édouard Philippe]] e vije serret an holl stalioù n'int ket eus ar redioù kentañ (tavarnioù, sinemaioù...) ha goulennet gant an dud chom "ar muiañ posupl er gêr". Chom a ra digor ar stalioù-boued, an apotikerezhioù hag un nebeud stalioù all. Koulskoude e chomo dalc'het an dilennadegoù ti-kêr raktreset an deiz war-lerc'h hag ar genstrivadegoù publik daoust d'an niver a dud o komañs da sevel o mouezh.<ref>{{Liamm web|url=https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/direct-epidemie-de-coronavirus-covid-19-les-restrictions-sur-les-voyages-se-multiplient-dans-le-monde_3866075.html|titl=DIRECT. Coronavirus : l'Espagne interdit les déplacements sauf pour travailler ou aller faire ses courses|oberour=France Info|deiziad=14 a viz Meurzh 2020|lennet d'=ar 14.03.2020}}</ref>
 
==== E Breizh ====
D'an 29 a viz C'hwevrer e oa 5 den klañv e Breizh : 2 ospitalaet e [[Brest]] goude beaj ar gwaz en [[Ejipt]], daou e [[Roazhon]] goude ur veaj en [[Oise]] hag unan en [[Naoned]], medisinez an den bet klañv en Oise da gentañ, a oa e vakañsoù er [[Ar Baol-Eskoubleg|Baol-Eskoubleg]].
D'an 2 a viz Meurzh e oa bet kavet 20 den klañv e Breizh<ref name="Coronavirus en Bretagne : l'Agence Régionale de Santé confirme 19 cas, la préfecture prend des mesures de restrictions">{{Liamm web|url=https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/morbihan/covid-19-cas-confirmes-morbihan-ecoles-fermees-1793731.html|title=Coronavirus en Bretagne : l'Agence Régionale de Santé confirme 19 cas, la préfecture prend des mesures de restrictions|website=France 3 Bretagne|language=fr|access-date=2020-03-02}}</ref>, 13 anezho en ur skoulmad nevez kavet tro-dro [[Krac'h]], [[Karnag]] hag [[An Alre]].<ref name="Coronavirus en Bretagne : l'Agence Régionale de Santé confirme 19 cas, la préfecture prend des mesures de restrictions" /> Tamm ha tamm e oa kresket ar skoulmad-se betek tizhet [[Kiberen]] ha [[Brec'h]].
 
An hini kentañ a varvas e [[Breizh]] a voe un den 92 vloaz, ospitalizet e [[Gwened]].<ref>{{Liamm web|url=https://www.letelegramme.fr/bretagne/coronavirus-en-bretagne-les-dernieres-infos-en-direct-02-03-2020-12515408.php|title=Coronavirus en Bretagne : premier décès dans le Morbihan [Direct]|date=2020-03-02|website=Le Telegramme|language=fr|access-date=2020-03-03}}</ref><ref>{{Liamm web|url=https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/morbihan/coronavirus-quatrieme-mort-france-homme-92-ans-morbihan-1794551.html|title=[VIDEO] Coronavirus : un quatrième mort en France, un homme de 92 ans dans le Morbihan|website=France 3 Bretagne|language=fr|access-date=2020-03-03}}</ref>
 
Divizet e oa bet gant prefed Morbihan chom a-sav gant an holl zarvourdoù publik en departamant ha goulenn gant tud ar parrezioù tapet er skoulmad chom eno ha chom hep mont re er-maez. D'an dud a vije aet kuit dija e oa bet goulennet chom er gêr e-pad pemzekteiz da c'hortoz e vijent sur da chom hep bezañ klañv.
 
D'an 9 a viz Meurzh e voe lakaet war-wel 80 rannet evel-se : 11 en [[Il-ha-Gwilun]], 9 e [[Liger-Atlantel]], 5 e [[Penn ar Bed]], 55 er [[Morbihan]] hag hini ebet en [[Aodoù an Arvor]]<ref>{{Liamm web|url=https://www.bretagne.ars.sante.fr/system/files/2020-03/2020-03-09%20bulletin%20information%20COVID-19%20%28002%29.pdf|title=Bulletin d'information n°3 Covid19|date=2020-03-09|website=Agence Régionale de Santé en Bretagne|language=fr|access-date=2020-03-09}}</ref><ref>{{Liamm web|url=https://www.pays-de-la-loire.ars.sante.fr/system/files/2020-03/2020-03-09%20bulletin%20information%20COVID-19.pdf|title=Bulletin d'information n°7 Covid19|date=2020-03-09|website=Agence Régionale de Santé en Pays de la Loire|language=fr|access-date=2020-03-09}}</ref>.
 
D'an 11 a viz Meurzh e oa bet kavet 105 den klañv e Breizh : 13 en [[Il-ha-Gwilun]], 12 e [[Liger-Atlantel]], 7 e [[Penn ar Bed]], 73 e [[Morbihan]] hag hini ebet c'hoazh en [[Aodoù an Arvor]]<ref>{{Liamm web|url=https://www.bretagne.ars.sante.fr/system/files/2020-03/2020-03-11-bulletin%20information%20COVID-19_numero5_VF.pdf|titl=Bulletin de l'ARS|oberour=ARS rannvro Breizh|deiziad=11.03.2020|lennet d'=an 11 a viz Meurzh 2020}}</ref>. Kavet e oa bet ur skoulmad nevez kostez [[Bruz]], e-kichen [[Roazhon]]<ref>{{Liamm web|url=https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/direct-coronavirus-le-passage-au-stade-3-devrait-arriver-dans-les-prochains-jours_3861193.html|titl=DIRECT. Coronavirus : l'Italie ferme tous ses commerces en dehors des enseignes alimentaires et des pharmacies|oberour=Mathilde Goupil ; Kocila Makdeche : Yann Thompson|embanner=France TV Info|lennet d'=ar 1{{añ}} a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
D'an 12 a viz Meurzh e voe disklêriet e oa marvet ur vaouez a 93 vloaz er [[Morbihan]]<ref>{{Liamm web|url=https://www.letelegramme.fr/morbihan/coronavirus-un-deuxieme-deces-dans-le-morbihan-12-03-2020-12523534.php?utm_term=Autofeed&utm_medium=Social&utm_source=Twitter#Echobox=1584009956|titl=Coronavirus : un deuxième décès dans le Morbihan|oberour=Le Telegramme|deiziad=12.03.2020|lennet d'=13.03.2020}}</ref>. Kemeret e oa bet ivez an diviz nullañ [[Tro Breizh (belo)|an Dro Breizh war velo]] evit e 54{{vet}} redadeg, raktreset e miz Ebrel 2020.<ref>{{Liamm web|url=https://twitter.com/tourdebretagne/status/1238056294159876097|titl=Tweet Aozadur Tro-Breizh war velo evit displegañ e oa bet nullet ar redadeg|oberour=Aozadur Tro-Breizh war velo|deiziad=12.03.2020|lennet d'=an 2 a viz Ebrel 2020}}</ref> D'an noz e oa bet kavet 135 den klañv e Breizh : 22 en [[Il-ha-Gwilun]], 15 e [[Liger-Atlantel]], 12 e [[Penn ar Bed]], 85 e [[Morbihan]] hag unan en [[Aodoù an Arvor]]<ref>{{Liamm web|url=https://www.bretagne.ars.sante.fr/system/files/2020-03/2020-03-12-bulletin%20information%20COVID-19_VF.pdf|titl=BULLETIN D’INFORMATION N°6 COVID-19|oberour=ARS Breizh|deiziad=12/03/2020|lennet d'=an 12 a viz Meurzh 2020}}{{Liamm web|url=https://www.pays-de-la-loire.ars.sante.fr/system/files/2020-03/2020-03-12%20bulletin%20information%20COVID-19%20%282%29.pdf|titl=BULLETIN D’INFORMATION COVID-19|oberour=ARS Broioù al Liger|deiziad=12/03/2020|lennet d'=an 12 a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
Evel e Frañs a-bezh e oa bet serret ar skolioù e Breizh adalek ar 16 a viz Meurzh ha kenfinet an holl dud adalek ar 17 a viz Meurzh. Mouezhioù a savas kerkent pa voe gouezet e oa deuet ur bern tud eus Pariz d'en em genfinañ lec'h all, en o eil tiez, e Breizh ivez, ha dreist-holl war an aod pe en inizi.<ref>{{Liamm web|url=https://www.nouvelobs.com/coronavirus-de-wuhan/20200318.OBS26267/re-belle-ile-groix-les-parisiens-se-confinent-sur-les-iles-et-ne-sont-pas-forcement-les-bienvenus.html#modal-msg|titl=Ré, Belle-Ile, Groix… les Parisiens se confinent sur les îles, et ne sont pas forcément les bienvenus|oberour=Le Nouvel Obs|deiziad=19 a viz Meurzh 2020|lennet d'=22.03.2020}}</ref> Nec'het e oa an dud kar n'eo ket savet ospitalioù an inizi evit kement a dud, dreist-holl ma vez kudennoù ken don, ha dre vras e oa kavet ne oa ket sirius a-walc'h ar c'henfinañ gant darn eus an dud nevez-emgavet, dre ma oa brav an amzer.
 
Adalek an 22 a viz Meurzh e oa lakaet war wel gant prefeti rannvro Breizh sifroù an dud n'emaint ket o chom e rannvro Breizh met a zo ospitalizet enni asambles gant sifroù an dud testet hep gouzout e peseurt departamant emaint o chom.<ref>{{Liamm web|url=http://www.prefectures-regions.gouv.fr/bretagne/Actualites/Coronavirus-informations-recommandations-et-mesures-sanitaires|titl=Situation en Bretagne : 446 cas confirmés au 22 mars 2020|embanner=Prefeti Rannvro Breizh|deiziad=22 a viz Meurzh 2020|lennet d'=an 22 av viz Meurzh 2020}}</ref>
 
Embannet e oa bet d'an 23 a viz Meurzh e oa kenfinet [[Johanna Rolland]], maerez [[Naoned]] en he zi abalamour ma oa he merc'h tapet gant simptomoù ar viruz.<ref>{{Liamm web|url=https://www.letelegramme.fr/bretagne/sa-fille-suspectee-de-covid-19-la-maire-de-nantes-se-place-en-confinement-23-03-2020-12530586.php|titl=Covid-19 : sa fille présente des symptômes, la maire de Nantes se place en confinement|oberour=Le Telegramme|deiziad=23.03.2020|lennet d'=an 23 a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
7 den eus skipailh a zo klañv war mordreizher Celebrity Apex e [[Sant-Nazer]]. Ar sipailh eus 1407 a zo bet kenfinet ar vourzh. <ref>{{Liamm web|url=https://france3-regions.francetvinfo.fr/pays-de-la-loire/loire-atlantique/saint-nazaire/coronavirus-7-cas-testes-positifs-bord-du-paquebot-celebrity-apex-saint-nazaire-1807142.html|titl=Coronavirus : 7 cas testés positifs à bord du paquebot Celebrity Apex à Saint-Nazaire|oberour=France 3 Pays de la Loire|deiziad=26.03.2020|lennet d'=an 26 a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
D'ar 31{{añ}} a viz Meurzh e voe embannet e oa 106 gwele evit ar glañvourien, ha 40 gwele advevaat e [[Sant-Brieg]] ( Ospital Y. ar Foll) ha [[Plerin]] ( Ospital Prevez Aodoù an Arvor ).<ref>{{Liamm web|url=https://www.ouest-france.fr/sante/virus/coronavirus/coronavirus-le-nombre-de-lits-en-reanimation-augmente-dans-le-secteur-de-saint-brieuc-6796903|titl=Coronavirus. Un train médicalisé arrive ce mercredi : combien de lits disponibles à Saint-Brieuc ?|oberour=Ouest-France|deiziad=31.03.2020|lennet d'=an 31 a viz Meurzh 2020}}</ref> E skipailh ar mordreizher Celebrity Apex e Sant-Nazer, e-mesk 157 den corona-pozitivel, e oa 144 n'ho doa tamm azon ebet eus ar c'hleñved.<ref>{{Liamm web|url=https://www.ouest-france.fr/economie/entreprises/crise-du-coronavirus/coronavirus-saint-nazaire-157-cas-positifs-bord-du-paquebot-apex-6796845|titl=Coronavirus. Saint-Nazaire : 157 cas positifs à bord du paquebot Apex|oberour=Ouest-France|deiziad=31.03.2020|lennet d'=an 31 a viz Meurzh 2020}}</ref>
 
D'ar 1{{añ}} a viz Ebrel e erruas 12 den klañv e Roazhon gant un [[Tren Tizh-ha-Tizh|TTB]] mezegel, ha kaset d'ar pennospital.<ref>{{Liamm web|url=https://www.ouest-france.fr/sante/virus/coronavirus/rennes-un-train-voyageurs-transforme-en-train-medicalise-6797850|titl=Rennes un train voyageurs transforme en train medicalise|oberour=Ouest-France|deiziad=01.04.2020|lennet d'=ar 1 a viz Ebrel 2020}}</ref> Kaset e voe tud all da [[Sant-Brieg]] ha da [[Brest|Vrest]].
 
D'ar 4 a viz Ebrel : 7 den eus AHDOD (annez herberc'hiañ evit an dud oadet dalc'het) Stz Ana e [[Lannuon]] a zo marv e-pad ar sizhunvezh. 14 tud all eus Stz Ana a zo klanv. <ref>{{Liamm web|url=https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/cotes-d-armor/coronavirus-six-residents-ehpad-sainte-anne-lannion-sont-morts-du-covid-19-1811610.html|titl=six-residents-ehpad-sainte-anne-lannion-sont-morts-du-covid-19|oberour=France3|deiziad=04.04.2020|lennet d'=ar 4 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
===== Stadegoù Breizh =====
{{Patrom:Coronavirus/Graph/Breizh}}
{|
|-valign="top"
|
{| class="wikitable" style="margin-left:3%; text-align:center; margin-top:20px; font-size:90%;"
|-
|+ Niver a dud bet tapet gant ar viruz e pep departamant Breizh
|- valign="top"
! Deiziad !! [[Penn-ar-Bed|29]] !! [[Aodoù-an-Arvor|22]] !! [[Mor-Bihan|56]] !! [[Il-ha-Gwilun|35]] !! [[Liger-Atlantel|44]] !! Hollad<br>Breizh !! Diavaezidi !! Tud<br>dianav o<br>departamant !! Hollad
|-
| 6.03.2020 || 4 || 0 || 24 || 6 || 3 || '''41''' ||colspan="3" rowspan="16"|[[Restr:Skritell Koronavirus Skol Diwna Kommanna.png|200px]]<br>Skritell vrezhonek<br>Skol Diwan Kommanna
|-
| 7.03.2020 || 5 || 0 || 35 || 7 || 4 || '''51'''
|-
| 8.03.2020 || 5 || 0 || 47 || 7 || 8 || '''67'''
|-
| 9.03.2020 || 5 || 0 || 55 || 11 || 9 || '''80'''
|-
| 10.03.2020 || 7 || 0 || 63 || 11 || 9 || '''90'''
|-
| 11.03.2020 || 7 || 0 || 73 || 13 || 12 || '''105'''
|-
| 12.03.2020 || 12 || 1 || 85 || 22 || 15 || '''135'''
|-
| 13.03.2020 || 22 || 1 || 100 || 34 || 22 || '''179'''
|-
| 14.03.2020 || 34 || 4 || 106 || 34 || 32 || '''210'''
|-
| 15.03.2020 || 34 || 4 || 114 || 43 || 39 || '''234'''
|-
| 16.03.2020 || 35 || 5 || 129 || 44 || 39 <ref>D'ar 16 a viz Meurzh e oa bet disklêriet gant ARS Broioù-al-Liger ne vije ket roet ar sifroù hollek ken, ha chomet e oant a-sav da reiñ ar sifroù dre zepartamant.</ref> || '''252'''
|-
| 17.03.2020 || 43 || 11 || 132 || 50 || ? || '''> 275'''
|-
| 18.03.2020 || 51 || 12 || 134 || 55 || ? || '''> 291'''
|-
| 19.03.2020 || 60 || 16 || 134 || 58 || ? || '''> 307'''
|-
| 20.03.2020 || 79 || 21 || 134 || 72 || ? || '''> 345'''
|-
| 21.03.2020 || 91 || 27 || 157 || 84 || ? || '''> 398'''
|-
| 22.03.2020 || 99 || 33 || 174 || 91 || ? || '''> 436''' || 11 || 38 || '''> 485'''
|-
| 23.03.2020 || 112 || 36 || 181 || 105 || ? || '''> 473''' || 14 || 42 || '''> 529'''
|-
| 24.03.2020 || 127 || 38 || 185 || 115 || 147<ref>{{Liamm web|url=https://france3-regions.francetvinfo.fr/pays-de-la-loire/coronavirus-pays-loire-comptent-14-victimes-359-cas-testes-positif-ce-24-mars-1805872.html|titl=Coronavirus : les Pays de la Loire comptent 14 victimes et 368 cas testés positifs ce 24 mars|oberour=France 3 Pays de la Loire|en linenn d'=ar 25 a viz Meurzh 2020|lennet d'=ar 26 a viz Meurzh 2020}}</ref> || '''612''' || 19 || 42 || '''673'''
|-
| 25.03.2020 || 143 || 47 || 206 || 135 || ? || '''> 678''' || 24 || 48 || '''> 750'''
|-
| 26.03.2020 || 171 || 60 || 231 || 152 || 191<ref>{{Liamm web|url=https://france3-regions.francetvinfo.fr/pays-de-la-loire/coronavirus-seuil-epidemique-est-depasse-point-region-ars-ce-jeudi-26-mars-1807182.html|titl=Coronavirus : le seuil épidémique est dépassé, le point dans la région avec l'ARS ce jeudi 26 mars|oberour=France 3 Pays de la Loire|deiziad=26.03.2020|lennet d'=ar 26 a viz Meurzh 2020}}</ref> || '''805''' || 32 || 61 || '''898'''
|-
| 27.03.2020 || 191 || 77 || 256 || 167 || ? || '''> 882''' || 39 || 67 || '''> 988'''
|-
| 28.03.2020 || 210 || 92 || 276 || 187 || ? || '''> 956''' || 46 || 78 || '''> 1 080'''
|-
| 29.03.2020 || 230 || 107 || 313 || 208 || ? || '''> 1 049''' || 48 || 56 || '''> 1 153'''
|-
| 30.03.2020 || 235 || 112 || 320 || 220 || ? || '''> 1 078''' || 49 || 57 || '''> 1 184'''
|-
| 31.03.2020 || 249 || 122 || 338 || 236 || ? || '''> 1 136''' || 51 || 44 || '''> 1 231'''
|-
| 01.04.2020 || 260 || 136 || 357 || 257 || ? || '''> 1 201''' || 52 || 47 || '''> 1 300'''
|-
| 02.04.2020 || 270 || 154 || 372 || 272 || 425<ref>{{Liamm web|url=https://www.pays-de-la-loire.ars.sante.fr/system/files/2020-04/2020-04-02-bulletin%20information%20COVID-19.pdf|titl=Bulletin d'Information COVID-19 - 29|oberour=ARS Broioù al Liger|deiziad=02.04.2020|lennet d'=an 2 a viz Ebrel 2020}}</ref> || '''1493''' || 55 || 48 || '''1576'''
|-
| 03.04.2020 || 285 || 157 || 391 || 282 || 471 || '''1 586''' || 66 || 54 || '''1 706'''
|-
| 04.04.2020 || 291 || 167 || 414 || 289 || 510 || '''1 671''' || 72 || 52 || '''1 795'''
|-
| 05.04.2020 || 305 || 177 || 428 || 303 || 542 || '''1 755''' || 74 || 55 || '''1 884'''
|-
| 06.04.2020 || 312 || 178 || 438 || 308 || 556 || '''1 792''' || 75 || 57 || '''1 924'''
|-
| 07.04.2020 || 314 || 182 || 452 || 324 || 575 || '''1 847''' || 88 || 54 || '''1 989'''
|-
| 08.04.2020 || 326 || 188 || 459 || 338 || 633 || '''1 944''' || 98 || 51 || '''2 093'''
|-
| 09.04.2020 || 339 || 200 || 475 || 362 || 651 || '''2 027''' || 98 || 46 || '''2 171'''
|-
| 10.04.2020 || 366 || 209 || 478 || 377 || 689 || '''2 119''' || 102 || 49 || '''2 270'''
|-
| 11.04.2020 || 371 || 213 || 489 || 391 || 734 || '''2 198''' || 106 || 51 || '''2 355'''
|-
| 12.04.2020 || 375 || 222 || 491 || 404 || 762 || '''2 254''' || 107 || 60 || '''2 421'''
|-
| 13.04.2020 || 377 || 223 || 496 || 414 || 779 || '''2 289''' || 107 || 60 || '''2 456'''
|-
| 14.04.2020 || 380 || 226 || 501 || 416 || 779 || '''2 302''' || 106 || 58 || '''2 466'''
|}
{| class="wikitable" style="margin-left:3%; text-align:center; margin-top:20px; font-size:90%;"
|-
|+ Niver a dud en Ospital (Deuet, Adreiñ buhez ''(Réa.)'', Distro d'ar gêr, Marv )<ref>{{Liamm web|url=https://www.ouest-france.fr/sante/virus/coronavirus/carte-coronavirus-le-point-sur-les-malades-hospitalises-et-les-deces-departement-par-departement-6792616|titl=carte-coronavirus-le-point-sur-les-malades-hospitalises-et-les-deces-departement-par-departement|oberour=ouest-france|deiziad=29.03.2020|lennet d'=an 29 a viz Meurzh 2020}}</ref><ref>{{Liamm web|url=https://dashboard.covid19.data.gouv.fr/|titl=Tableau de bord COVID 19 Données santé publique France|deiziad=03.04.2020|lennet d'=an 3 a viz Ebrel 2020}}</ref>
|-
|
|colspan=6| Ospital
|colspan=6| Advevaat
|colspan=6| Distro d'ar gêr
|colspan=6| Marv
|-
! Deiziad !! [[Penn-ar-Bed|29]] !! [[Aodoù-an-Arvor|22]] !! [[Mor-Bihan|56]] !! [[Il-ha-Gwilun|35]] !! [[Liger-Atlantel|44]] !! Hollad
! [[Penn-ar-Bed|29]] !! [[Aodoù-an-Arvor|22]] !! [[Mor-Bihan|56]] !! [[Il-ha-Gwilun|35]] !! [[Liger-Atlantel|44]] !! Hollad
! [[Penn-ar-Bed|29]] !! [[Aodoù-an-Arvor|22]] !! [[Mor-Bihan|56]] !! [[Il-ha-Gwilun|35]] !! [[Liger-Atlantel|44]] !! Hollad
! [[Penn-ar-Bed|29]] !! [[Aodoù-an-Arvor|22]] !! [[Mor-Bihan|56]] !! [[Il-ha-Gwilun|35]] !! [[Liger-Atlantel|44]] !! Hollad
|-
| 29.03.2020 || 50 || 36 || 98 || 84 || 158 || '''426''' || 11 || 5 || 26 || 15 ||39 || '''96''' || 28 || 8 || 79 || 51 || 41 || '''207''' || 5 || 3 || 28 || 5 || 23 || '''64'''
|-
| 30.03.2020 || 54 || 39 || 106 || 91 || 158 || '''448''' || 12 || 5 || 29 || 17 ||40 || '''103''' || 29 || 9 || 79 || 53 || 53 || '''223''' || 6 || 3 || 29 || 7 || 28 || '''73'''
|-
| 01.04.2020 || 56 || 47 || 133 || 106 || 188 || '''530''' || 17 || 5 || 32 || 25 || 45 || '''124''' || 41 || 13 || 86 || 62 || 81 || '''283''' || 7 || 6 || 32 || 10 || 36 || '''91'''
|-
| 02.04.2020 || 66 || 59 || 138 || 106 || 204 || '''595''' || 27 || 16 || 30 || 38 || 52 || '''163''' || 48 || 16 || 95 || 68 || 91 || '''318''' || 7 || 9 || 35 || 12 || 38 || '''101'''
|-
| 03.04.2020 || 74 || 65 || 143 || 129 || 216 || '''627''' || 32 || 17 || 29 || 36 || 60 || '''174''' || 55 || 20 || 98 || 72 || 109 || '''354''' || 7 || 9 || 37 || 16 || 43 || '''112'''
|-
| 04.04.2020 || 79 || 62 || 136 || 131 || 244 || '''652''' || 33 || 17 || 24 || 38 || 63 || '''175''' || 56 || 25 || 110 || 82 || 121 || '''394''' || 8 || 10 || 40 || 17 || 45 || '''120'''
|-
| 05.04.2020 || 82 || 70 || 135 || 136 || 250 || '''673''' || 34 || 16 || 24 || 38 || 67 || '''179''' || 59 || 25 || 113 || 83 || 133 || '''413''' || 9 || 10 || 45 || 17 || 45 || '''126'''
|-
| 06.04.2020 || 93 || 75 || 147 || 156 || 261 || '''732''' || 40 || 17 || 35 || 49 || 69 || '''210''' || 60 || 29 || 119 || 88 || 138 || ''434''' || 9 || 11 || 48 || 20 || 47 || '''135'''
|-
| 07.04.2020 || 94 || 69 || 144 || 154 || 264 || '''625''' || 42 || 13 || 34 || 44 || 64 || '''197''' || 62 || 42 || 127 || 104 || 160 || '''495''' || 9 || 13 || 52 || 23 || 51 || '''148'''
|-
| 08.04.2020 || 102 || 66 || 154 || 162 || 263 || '''747''' || 43 || 13 || 34 || 46 || 66 || '''202''' || 66 || 45 || 149 || 113 || 169 || '''552''' || 11 || 14 || 55 || 27 || 54 || '''161'''
|-
| 09.04.2020 || 109 || 64 || 147 || 173 || 274 || '''767''' || 40 || 12 || 33 || 48 || 66 || '''199''' || 69 || 49 || 162 || 117 || 197 || '''594''' || 11 || 16 || 55 || 27 || 57 || '''166'''
|-
|}
|-
|}
 
== Levezon ar bedreuziad ==
=== War an deskadurezh ===
[[Restr:COVID-19 school closures.svg|thumb|upright=1.6|Skolidi touchet gant ar bedreuziad COVID-19 (17/03/2020) {{legend|#e6550d|Skolioù serret er vro a-bezh}} {{legend|#fdae6b|Skolioù serret e lec'hioù zo}} {{legend|#1f78b4|Skol serret ebet}} {{legend|#c0c0c0|Titour ebet}}]]
E fin miz Meurzh 2020 e oa 1.5 miliard a skolidi a oa bet serret o skol evit ar vro a-bezh er bed, muioc'h c'hoazh e broioù zo ma oa bet kemeret an diviz gant rannvroioù zo ha pas reoù all.<ref name="COVID-19 Educational Disruption and Response">{{Liamm web|url=https://en.unesco.org/covid19/educationresponse|titl=COVID-19 Educational Disruption and Response|oberour=UNESCO|lennet d'=ar 1{{añ}} a viz Ebrel 2020}}</ref> Hogozik 90% eus studierien ar bed a oa er-maez eus o skol neuze. E [[Taiwan]], [[Singapour]], [[Aostralia]], [[Sveden]] hag e stadoù zo eus an [[Stadoù-Unanet Amerika|SUA]] e chome digor ar skolioù avat.
 
Daoust ma klasked serriñ ar skolioù war berr-amzer ez eus bet levezonoù e meur a zoare war buhez ar familhoù ha doareoù da zeskiñ ar vugale. N'eo ket gouest an holl familhoù da gemer amzer d'ober [[skol er gêr]], dreist-holl ma rankont [[pell-labourat]] pe chom a-sav da labourat.<ref name="COVID-19 Educational Disruption and Response" /><ref>{{Liamm web|url=https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/penaos-ober-skol-bar-ger-respontet-vez-deoc-h-gant-an-aotrou-ministr-jean-michel-blanquer-1809486.html|titl=Penaos ober skol bar gêr ? Respont a ra an Aotrou ministr, Jean-Michel Blanquer, deoc'h.|oberour=Chloé Tempéreau|embanner=Frañs 3 Breizh|deiziad=01.04.2020|lennet d'=ar 1{{añ}} a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
Evit ober war-dro ar skolidi e oa erbedet gant an [[UNESCO]] implijet hentennoù [[deskiñ a-bell]] ha arloadoù evit deskiñ dre an internet evit liammañ ar skolidi hag o c'helennerien hag eskemm dielloù, ober kentelioù video, a-seurt ma chomje un deskadurezh e-keit ma voe serret ar skolioù.<ref>{{Liamm web|url=https://en.unesco.org/news/290-million-students-out-school-due-covid-19-unesco-releases-first-global-numbers-and-mobilizes|titl=290 million students out of school due to COVID-19: UNESCO releases first global numbers and mobilizes response|oberour=UNESCO|deiziad=04.03.2020|lennet d'=ar 1{{añ}} a viz Ebrel 2020}}</ref> Klask a reas ar skolioù hag ar rouedadoù skolioù aozañ ur "c'hendalc'husted d'ar c'helenn" gant a-bep seurt mennozhioù ha doareoù.<ref>{{Liamm web|url=https://www.diwan.bzh/br/diwan-e-mare-ar-chenfinan|titl=Diwan e mare ar c’henfinañ|oberour=Diwan Breizh|deiziad=24.03.2020|lennet d'=ar 1{{añ}} a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
Kudenn ar [[brezhoneg]] a oa bet lakaet war-wel evit ar skolidi en hentennoù divyezhek dre soubidigezh [[Diwan]] pe gant eurvezhioù par ([[Div Yezh]] ; [[Dihun]]) : aon a oa e kollje ar vugale o liamm gant ar brezhoneg, da nebeutañ evit ar re zo e familhoù gallek nemetken. Gant Diwan e oa bet renablet danvez evit delc'her gant ar brezhoneg<ref>{{Liamm web|url=https://www.diwan.bzh/br/renabl-danvez-niverel-e-brezhoneg-evit-talan-ouzh-epidemiezh-ar-chovid-19|titl=Renabl danvez niverel e brezhoneg evit talañ ouzh epidemiezh ar c’hovid-19|oberour=Diwan Breizh|lennet d'=ar 1{{añ}} a viz Ebrel 2020}}</ref><ref>{{Liamm web|url=http://www.skolaerien.diwan.bzh/embann/|titl=Dafar Diwan|oberour=Skolaerien Diwan|lennet d'=ar 1{{añ}} a viz Ebrel 2020}}</ref> pa oa bet klasket gant ar stummadurioù hir doareoù nevez da gelenn.
 
=== War an abadennoù sevenadur ===
Dre an divizoù bet kemeret evit talañ ouzh ar bedreuziad (berziñ ar bodadoù tud ouzhpenn 5000 den, da c'houde 500, 10... ; kenfinañ an dud hag all...) a oa bet ul levezon kreñv war bed ar sevenadur, evit ar publik kenkoulz hag evit an dud a labour er bed-se. Er broioù a oa bet tapet ar muiañ e oa bet nullet pe daleet ur bern abadennoù arz, diskouezadegoù ha serret an holl virdioù, levraouegoù, stalioù-levrioù e fin miz Meurzh<ref>{{Liamm web|url=https://www.theartnewspaper.com/news/here-are-the-museums-that-have-closed-due-to-coronavirus|titl=Here are the museums that have closed (so far) due to coronavirus|oberour=Hannah McGivern ; Nancy Kenney|embanner=The Art Newspaper|deiziad=14.03.2020|lennet d'=an 2 a viz Ebrel 2020}}</ref><ref>{{Liamm web|url=https://www.francetvinfo.fr/culture/coronavirus-chateau-de-versailles-le-louvre-orsay-l-olympia-le-chatelet-le-theatre-des-champs-elysees-une-avalanche-de-fermetures_3864933.html|titl=Coronavirus : Château de Versailles, Tour Eiffel, Louvre, Centre Pompidou, Musée d'Orsay, Olympia, Châtelet, Théâtre des Champs-Elysées... des fermetures en cascade|oberour=France Info|deiziad=14.03.2020|lennet d'=an 2 a viz Ebrel 2020}}</ref> Diaezamantoù a oa bet savet ivez e greanterezh ar [[sinema]] abalamour ma oa bet ranket serriñ ar seveniñ evit meur a film, daleet embannadur filmoù zo a-raok ma oa bet serret ar sinemaoù el lec'hioù tapet gant ar viruz. Daleet e voe [[Gouel ar filmoù Canas]] d'un deiziad ne oa ket bet lavaret e penn-kentañ.<ref>{{Liamm web|url=http://www.allocine.fr/article/fichearticle_gen_carticle=18688648.html|titl=Cannes 2020 : le Festival reporté !|oberour=Vincent Garnier|embanner=Allociné|deiziad=19.03.2020|lennet d'=2 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
E [[Breizh]] e oa bet divizet nullañ (pe daleañ en ur cheñch ar stumm) ar [[Redadeg 2020]], a oa sañset bezañ redet e miz Mae,<ref>{{Liamm web|url=https://www.francebleu.fr/infos/culture-loisirs/redadeg-2020-annulee-ou-reportee-en-raison-du-coronavirus-1584813970|titl=Redadeg 2020 annulée en raison du Coronavirus|oberour=Tudi Crequer|embanner=France Bleu Breizh Izel|deiziad=21.03.2020|lennet d'=an 2 a viz Ebrel 2020}}</ref> hag ivez [[Gouel Breizh]]. Serret e voe ar c'hentelioù-noz hag ar stummadurioù hir er vro a-bezh.<ref>{{Liamm web|url=https://7seizh.info/2020/03/16/brest-nullet-ar-chenteliou-e-sked-suspension-des-cours-a-sked/|titl=Brest : Nullet ar c’hentelioù e SKED/Suspension des cours à SKED|oberour=7seizh|deiziad=16.03.2020|lennet d'=an 2 a viz Ebrel 2020}}</ref> Evit talañ ouzh an diouer a vrezhoneg er mediaoù abalamour ma oa digresket plas an abadennoù vrezhonek<ref>Nullet e oa bet [[Bali Breizh]] hag an [[Taol Lagad]] ouzhpenn ar c'heleier e brezhoneg war [[France Bleu Breizh Izel]]</ref><ref>{{Liamm web|url=https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/info-breton-au-ralenti-1810152.html|titl=Coronavirus. L'info en breton au ralenti.|oberour=Bleuenn ar Borgn|embanner=Frañs 3 Breizh|deiziad=02.04.2020|lennet d'=an 2 a viz Ebrel 2020}}</ref> e oa bet kaset un nebeud raktresoù war-raok, evel ar podkast [[Klozet]] kinniget gant [[Metig Jakez-Vargas]] ha [[Tudi Crequer]] war [[Dispak]].<ref>{{Liamm web|url=http://www.dispak.bzh/klozet-ar-podkast-savet-dindan-ar-cholched/|titl=Klozet – ar podkast savet dindan ar c’holc’hed|oberour=Metig Jakez-Vargas|embanner=Dispak|deiziad=01.04.2020|lennet d'=an 2 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
=== War an abadennoù sport ===
 
Ur bern abadennoù meur a denne d'ar sport a oa bet daleet pa ne oant ket nullet e-pad mizioù kentañ 2020. Amañ dindan e kavoc'h ur renabl eus an abadennoù-se :
 
{|
|-valign="top"
|
{| class="wikitable sortable" style="margin: auto; text-align:center; margin-top:20px; font-size:90%;"
|-
|+ Abadennoù sport daleet, ehanet pe nullet abalamour d'ar bedreuziad
|- valign="top"
! Abadenn !! Sport !! Deiziad !! Statud !! Bro
|-
| [[C'hoarioù Olimpek]] hañv 2020 || A bep seurt || Gouere [[2020]] || Daleet da [[2021]] || Etrevroadel
|-
| [[UEFA Euro 2020]] || [[Mell-droad]] || Gouere [[2020]] || Daleet da [[2021]] || Etrevroadel
|-
| [[Tournamant ar C'hwec'h Bro]] [[2020]] || [[Rugbi]] || C'hwevrer - Meurzh [[2020]] || Daleet pevar c'hrogad || Etrevroadel
|-
| [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2020]] || [[Redadegoù kirri]] || Meurzh 15 - Du 29 [[2020]] || 2 redadeg nullet<br>6 redadeg daleet || Etrevroadel
|-
| [[IndyCar 2020]] || [[Redadegoù kirri]] || Meurzh 15 - Gwengolo [[2020]] || 3 redadeg nullet<br>3 redadeg daleet || [[Stadoù-Unanet]]
|-
| [[Indianapolis 500]] 2020 || [[Redadegoù kirri]] || Mae [[2020]] || Daleet da viz Eost [[2020]] || [[Stadoù-Unanet]]
|-
| [[Tournamant Wimbledon]] 2020 || [[Tennis]] || Even [[2020]] || Nullet || [[Bro-Saoz]]
|-
| [[Tro Breizh war varc'h-houarn]] 2020 || [[Marc'h-houarn]] || Ebrel [[2020]] || Nullet || [[Breizh]]
|-
| [[Tro Menez Are]] 2020 || [[Bale]] || Mae [[2020]] || Nullet || [[Breizh]]
|-
| [[Kampionad mell-droad Frañs]] 2019-2020 || [[Mell-droad]] || Eost [[2019]] - Miz Even [[2020]] || Ehanet || [[Bro-C'hall]]
|-
| [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn]] 2020 || [[Marc'h-houarn]] || Gouere [[2020]] || Dalc'het || [[Bro-C'hall]]
|-
| [[Paris-Nice]] 2020 || [[Marc'h-houarn]] || Meurzh [[2020]] || Dalc'het<br>Nullet an devezh diwezhañ || [[Bro-C'hall]]
|-
| [[Tro Italia war varc'h-houarn]] 2020 || [[Marc'h-houarn]] || Mae [[2020]] || Daleet || [[Italia]]
|-
| [[Tournamant Roland Garros]] [[2020]] || [[Tennis]] || Mae [[2020]] || Daleet da viz Gwengolo [[2020]] || [[Bro-C'hall]]
|}
 
=== War ar vuhez relijiel ===
Dre ma oa c'hoarvezet da vare gouelioù relijiel bras (evel ar [[Bloaz Nevez Sinat]], [[Pask]] pe [[Pesac'h]]) en deus bet ar bedreuziad ul levezon bras war buhez ar gredourien, met diheñchet eo bet ivez ar vuhez pemdez, dreist-holl evit ar relijionoù reolennet-tre.<ref name="Orthodox Union Guidance Regarding COVID-19">{{Liamm web|url=https://www.ou.org/covid19/|titl=Orthodox Union Guidance Regarding COVID-19|oberour=Orthodox Union - Kevredigezh ar yuzevien reizhkredour en [[SUA]]|lennet d'=ar 4 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
Gant difenn ar bodadoù tud ouzhpenn 5000 (da c'houde 1000 ma ne oa ket aet betek 10) a dud e voe serret an [[Iliz|ilizioù]], ar [[Sinagogenn|sinagogennoù]] hag ar [[Moskeenn|moskeennoù]] en ur bern broioù. Nullet e oa bet lidoù [[Sizhun Fask]] er [[Vatikan]]<ref name="The great shutdown 2020: What churches, mosques and temples are doing to fight the spread of coronavirus">{{Liamm web|url=https://edition.cnn.com/2020/03/14/world/churches-mosques-temples-coronavirus-spread/index.html|titl=The great shutdown 2020: What churches, mosques and temples are doing to fight the spread of coronavirus|oberour=Daniel Burke|embanner=CNN|deiziad=14.03.2020|lennet d'=ar 4 a viz Ebrel 2020}}</ref> tra ma oa bet aozet [[Oferenn|oferennoù]] dre ar radio evit derc'hel an dud er gêr.<ref>{{Liamm web|url=https://www.foxnews.com/us/coronavirus-update-church-sunday-service-online|titl=Churches cancel Sunday service, move online amid coronavirus outbreak|oberour=Caleb Parke|embanner=Fox News|deiziad=13.03.2020|lennet d'=ar 4 a viz Ebrel 2020}}</ref><ref name="The great shutdown 2020: What churches, mosques and temples are doing to fight the spread of coronavirus" /> Komañs ar reas ar [[pab]] [[Frañsez (pab)|Frañsez]] d'ober oferennoù e-unan war [[plasenn Sant-Pêr]] da bediñ evit ar bed.<ref>{{Liamm web|url=https://www.la-croix.com/Monde/Virus-pape-preside-solitaire-priere-planetaire-2020-03-27-1301086448|titl=Le pape affronte «la tempête» du coronavirus, seul sur la place Saint-Pierre|embanner=La Croix, gant an AFP|deiziad=27.03.2020|lennet d'=ar 4 a viz Ebrel 2020}}</ref> Nullet e voe ivez pirc'hinaj [[Mekka]] gant [[Arabia Saoudat]].<ref>{{Liamm web|url=https://www.middleeasteye.net/news/coronavirus-saudi-arabia-bans-umrah-pilgrimage-residents-and-citizens|titl=Coronavirus: Saudi Arabia bans all Umrah pilgrimage to Mecca|embanner=Middle East Eye|deiziad=4.03.2020|lennet d'=ar 4 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
E metoù ar [[yuzevegezh]] ez eus bet tabutoù diwar-benn lidoù ar [[Chabat]] ma ranker sañset kaout ur minyan a zek den. Lod eus ar sinagogennoù o deus graet ar choaz da zelc'her ar minyanoù-se en linenn<ref>{{Liamm web|url=https://www.timesofisrael.com/in-shadow-of-coronavirus-american-jews-brace-for-a-shabbat-like-no-other/|titl=In shadow of coronavirus, American Jews brace for a Shabbat like no other|oberour=Ben Harris ha Josefin Dolsten|embanner=Times of Israel|deiziad=13.03.2020|lennet d'=ar 6 a viz Ebrel 2020}}</ref> padal e voe divizet chom a-sav gant ar minyan, ha pa vije prevez, gant lod all.<ref name="Orthodox Union Guidance Regarding COVID-19" /> A-benn lidoù [[Pesac'h]] (eus an 8 betek ar 16 a viz Ebrel e [[2020]]), tra ma oa difennet bodañ familhoù asambles evit ar [[Seder Pesac'h|seder]], e oa bet erbedet gant kumuniezhioù zo aozañ ur rak-seder gant ar familh a-raok ma kouezhje an noz gant doareoù elektronek<ref>{{Liamm web|url=https://fr.chabad.org/holidays/passover/pesach_cdo/aid/4706874/jewish/Comment-tenir-un-rassemblement-familial-pr-Sder-sur-Zoom.htm|titl=Comment tenir un rassemblement familial pré-Séder sur Zoom|oberour=Chabad|lennet d'=ar 6 a viz Ebrel 2020}}</ref> ha, zoken, derc'hel ar seder e-unan dre zoareoù elektronek (gant ma vezont lakaet war elum a-raok an noz), gant rabined reizhkredour eus en [[Israel]], o lakaat war wel pegen dibar e oa an amzerioù-se.<ref>{{Liamm web|url=https://www.jpost.com/israel-news/raabis-approve-the-use-of-zoom-to-celebrate-passover-due-to-coronavirus-622221|titl=Senior Orthodox rabbis allow Zoom for Passover Seder due to coronavirus|oberour=Jeremy Sharon|embanner=Jerusalem Post|deiziad=25.03.2020|lennet d'=ar 6 a viz Ebrel 2020}}</ref> Holl zoareoù ar yuzevegezh o deus lakaet pouez war an ezhomm saveteiñ buhezioù a oa dreist pep tra hervez o lezenn.<ref name="The great shutdown 2020: What churches, mosques and temples are doing to fight the spread of coronavirus" />
 
Tabut zo bet e [[Frañs]] e penn-kentañ ar c'henfinañ abalamour ma vije bet roet gwir d'ar yuzevien mont d'ar sinagogenn d'ar Sadorn hep an atestadenn dleet (n'eus ket droed kaout objedoù gantañ devezh ar Chabat). Savet e oa bet ur bern mouezhioù a-enep ar gwir-se, daoust ma ne oa diwar intrudu ur post-polis bennak nemetken, hep goulenn alioù gant ar hierarikiezh, ha daoust ma oa serret holl sinagonennoù ar vro hag e oa diezhomm reiñ seurt aotre. Evelato e oa bet ur bern evezhiadennoù enebyuzev goude bezañ embannet ar c'heloù-se.<ref>{{Liamm web|url=https://www.i24news.tv/fr/actu/international/europe/1584880598-polemique-autour-d-une-pretendue-derogation-permettant-aux-juifs-de-se-promener-pendant-le-shabbat-sans-attestation|titl=Polémique autour d'une prétendue "dérogation" permettant aux Juifs de se promener pendant le shabbat sans attestation|oberour=i24 News|deiziad=22.03.2020|lennet d'=ar 6 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
=== War an endro ===
[[Restr:Pollutant Drops in wuhan china due to virus.png|200px|vignette|dehou|Skeudenn graet gant an [[NASA]] a ziskouez live ar CO2 kaset e kêr [[Wuhan]] d'an hevelep deiziadoù e [[2019]] hag e [[2020]]]]
Abalamour d'ar muzulioù bet kemeret evit talañ ouzh ar c'hleñved, abalamour d'an digresk e-keñver implij an trañsportoù e oa bet kavet e oa nebeutoc'h a saotradur en aer en ur bern broioù ha rannvroioù er bed<ref>{{Liamm web|url=https://www.theguardian.com/environment/2020/mar/23/coronavirus-pandemic-leading-to-huge-drop-in-air-pollution|titl=Coronavirus pandemic leading to huge drop in air pollution|oberour=Jonathan Watts ha Niko Kommenda|embanner=The Guardian|deiziad=04.04.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref> : da skouer e oa 25% nebeutoc'h a garbon en aer e [[Sina]] e-pad ar c'henfinañ.<ref>{{Liamm web|url=https://www.forbes.com/sites/jeffmcmahon/2020/03/16/coronavirus-lockdown-may-have-saved-77000-lives-in-china-just-from-pollution-reduction/#109ddd1b34fe|titl=Study: Coronavirus Lockdown Likely Saved 77,000 Lives In China Just By Reducing Pollution|oberour=Jeff McMahon|embanner=Forbes|deiziad=16.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref> Kavet e oa bet gant [[Ajañs European an Egor]] e oa bet digresket ar saotradur oksid nitrus produet gant an otoioù, ar greizennoù tredan hag an ijinadegoù e plaenenn ar [[Pô]] en [[Italia]] etre deroù miz Genver hag an 11 a viz Meurzh [[2020]].<ref>{{Liamm web|url=https://www.reuters.com/article/us-health-coronavirus-italy-pollution/air-pollution-clears-in-northern-italy-after-coronavirus-lockdown-satellite-shows-idUSKBN2102X4|titl=Air pollution clears in northern Italy after coronavirus lockdown, satellite shows|oberour=Matthew Green|embanner=Reuters|deiziad=13.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref> Koulskoude e oa bet kavet ne oa ket keloù mat dre ret abalamour d'ar c'hoant m'o dije ar broioù da adtapet o dale<ref>{{Liamm web|url=https://www.csis.org/analysis/global-impacts-coronavirus-outbreak|titl=The Global Impacts of the Coronavirus Outbreak|oberour=Center for Strategic & International Studies|deiziad=05.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref> pe c'hoazh d'an diouer a arc'hant abalamour d'an enkadenn ekonomiezh gortozet evit arc'hantaouiñ e-barzh an energiezhioù padus.<ref>{{Liamm web|url=https://www.cnbc.com/2020/03/13/coronavirus-could-weaken-climate-change-action-hit-clean-energy.html|titl=Coronavirus could weaken climate change action and hit clean energy investment, researchers warn|oberour=Emma Newburger|embanner=CNBC|deiziad=13.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref> Sachet e oa bet evezh an dud ivez diwar-benn ar meskloù d'en em zizober anezho hag a veze skarzhet en natur.<ref>{{Liamm web|url=https://www.reuters.com/article/us-health-coronavirus-hongkong-environme/discarded-coronavirus-masks-clutter-hong-kongs-beaches-trails-idUSKBN20Z0PP|titl=Discarded coronavirus masks clutter Hong Kong's beaches, trails|oberour=Reuters|deiziad=12.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref> Un efed padus eus ar bedreuziad a vije war ar [[pell-labour]], ar pezh en deus ul levezon mat war ar saotradur abalamour d'an trañsportoù met ul levezon fall war ar saotradur abalamour d'ar rouedad internet.<ref>{{Liamm web|url=https://fortune.com/2020/03/10/coronavirus-remote-flexible-work-from-home/|titl=Coronavirus may finally force businesses to adopt workplaces of the future|oberour=Erin L. Kelly ha Phyllis Moen|embanner=Fortune|deiziad=10.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
Tremenet e oa bet kalzig a skeudennoù eus anevaled o pourmen e kêrioù dilezet gant an dud (marmouzed e [[Thailand]],<ref>{{Liamm web|url=https://www.huffingtonpost.fr/entry/coronavirus-affames-ces-singes-se-battent-en-pleine-rue-en-thailande_fr_5e6cf7bfc5b6bd8156f85149|titl=Coronavirus: affamés, ces singes se battent en pleine rue en Thaïlande|oberour=Matthieu Balu|embanner=The Huffington Post|deiziad=14.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref> moc'h gouez e [[Barcelona]], [[Katalonia]],<ref>{{Liamm web|url=https://www.lci.fr/planete/video-coronavirus-singes-daims-dauphins-les-animaux-sauvages-a-l-assaut-des-villes-2148637.html|titl=VIDÉO - Coronavirus : Singes, daims, dauphins… Les animaux sauvages à l’assaut des villes|oberour=Jerôme Vermelin|embanner=LCI|deiziad=20.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref>, youc'hed en [[Aovergn]]<ref>{{Liamm web|url=https://france3-regions.francetvinfo.fr/auvergne-rhone-alpes/loire/saint-etienne/loire-confinement-animaux-plus-plus-pres-maisons-1808480.html|titl=Loire : avec le confinement, des animaux de plus en plus près des maisons|oberour=Matthieu Boudet|embanner=France 3 Auvergne Rhône-Alpe|deiziad=29.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref>...). Gortozet e oa un efed mat war parañ al laboused ivez.<ref>{{Liamm web|url=https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/coronavirus-quand-le-monde-animal-reprend-ses-droits_3890509.html|titl=Coronavirus : quand le monde animal reprend ses droits|oberour=France 2|embanner=France TV Info|deiziad=29.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref> Sklaeroc'h e voe ivez dourioù [[Venezia]], met hervez ar maer ne oa ket abalamour ma oa nebeutoc'h a saotradur met kentoc'h abalamour ne oa ket a vont ha dont bigi a veske dour ha sedimantoù ar c'hanolioù.<ref>{{Liamm web|url=https://thehill.com/changing-america/sustainability/environment/488286-italys-coronavirus-lockdown-shows-what-nature|titl=As Italy quarantines over coronavirus, misleading reports of swans and dolphins in Venice canals go viral|oberour=Anagha Srikanth|embanner=The Hill|deiziad=18.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref> Kontrol d'ar pezh a oa bet lavaret gant mediaoù zo ne oa ket distroet [[Delfin|delfined]] eno, nag [[Alarc'h|elerc'h]] (a oa kustum da zaremprediñ ar Serenissima a-raok ar c'henfinañ).<ref>{{Liamm web|url=https://www.nationalgeographic.fr/environnement/2020/03/coronavirus-attention-aux-fake-news-sur-le-retour-de-la-vie-sauvage|titl=Coronavirus : attention aux fake news sur le retour de la vie sauvage|oberour=Natasha Daly|embanner=National Geographic|deiziad=24.03.2020|lennet d'=ar 7 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
=== Kaz ouzh an estrañjourien ha gouennelouriezh ===
Abaoe ma oa tarzhet ar c'hleñved-red, ha dre ma oa tarzhet en [[Azia]] ar Gevred, a-raok en em zilec'hiañ en [[Europa]] hag en [[Amerika an Norzh]], e oa bet notennet ur c'hresk en emzalc'hioù hag e tagadennoù gouennelour e-keñver tud a-orin eus al lec'hioù-se, dreist-holl Azia.<ref>{{Liamm web|url=http://www.koreatimes.co.kr/www/world/2020/02/683_282767.html|titl=Fears of coronavirus trigger anti-China sentiment worldwide|oberour=The Korea Times|deiziad=02.02.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref> Tra ma chome ar c'hleñved-red e [[Sina]] dreist-holl e oa bet lakaet war-wel ur santimant gouennelour a-enep tud a-orin Azia ar Gevred, o lavaret e veritent tapet ar c'hleñved,<ref>{{Liamm web|url=https://www.psychologytoday.com/us/blog/its-catching/202002/the-coronavirus-and-the-search-scapegoats|titl=The Coronavirus and the Search for Scapegoats|oberour=Robert Bartholomew Ph.D.|embanner=Psychology Today|deiziad=06.02.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref><ref>{{Liamm web|url=https://www.nbcnews.com/think/opinion/coronavirus-pangolins-racism-why-conservationism-prejudice-shouldn-t-mix-ncna1136681|titl=Coronavirus, pangolins and racism: Why conservationism and prejudice shouldn't mix|oberour=Dr. Jonathan Kolby|embanner=NBC News|deiziad=15.02.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref> liammet alies ouzh ar soñj n'eo ket propr ar Sinaiz.<ref>{{Liamm web|url=https://www.vox.com/2020/2/7/21126758/coronavirus-xenophobia-racism-china-asians|titl=The coronavirus exposes the history of racism and “cleanliness”|oberour=Nylah Burton|embanner=Vox|deiziad=7.02.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref> Annezidi [[Wuhan]] ha proviñs [[Hubei]] o doa klemmet bezañ bet drougziforc'hiet e Sina abalamour d'al lec'h ma oant o chom.<ref>{{Liamm web|url=https://economictimes.indiatimes.com/news/international/world-news/china-desperate-to-stop-coronavirus-turns-neighbor-against-neighbor/articleshow/73922967.cms|titl=China, desperate to stop coronavirus spread, turns neighbor against neighbor|oberour=New York Times|embanner=Economic Times|deiziad=04.02.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref> Tud a-orin [[Italia]] o doa bet kudennoù ivez dre ar bed.<ref>{{Liamm web|url=https://www.wsj.com/articles/italians-are-being-treated-as-a-risk-abroad-over-coronavirus-11582913454|titl=Italians Are Being Treated as a Risk Abroad Over Coronavirus|oberour=Margherita Stancati|embanner=The Wall Street Journal|deiziad=28.02.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
Keodedourien eus [[Malaysia]],<ref>{{Liamm web|url=https://www.nst.com.my/news/nation/2020/01/559942/some-malaysians-calling-ban-chinese-tourists|titl=Some Malaysians calling for ban on Chinese tourists|oberour=Farah Solhi|embanner=News Straits Times|deiziad=26.01.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref>, [[Zeland-Nevez]],<ref>{{Liamm web|url=https://www.nzherald.co.nz/nz/news/article.cfm?c_id=1&objectid=12304816|titl=Calm urged as anti-Chinese sentiment felt in New Zealand|oberour=Ben Leahy|embanner=New Zealand Herald|deiziad=2.02.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref> [[Singapour]]<ref>{{Liamm web|url=https://eu.usatoday.com/story/news/nation/2020/01/31/coronavirus-chinese-xenophobia-racism-misinformation/2860391001/|titl=Coronavirus is spreading. And so is anti-Chinese sentiment and xenophobia.|oberour=Marco della Cava ha Kristin Lam|embanner=USA Today|deiziad=03.02.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref> ha broioù all o doa savet sinadegoù evit difenn ouzh ar Sinaiz mont e-barzh o bro. E [[Japan]] e voe krouet an hashtag #ChineseDontComeToJapan (#SinaizNaZeuitKetDaJapan) a reas berzh war [[Twitter]].<ref>{{Liamm web|url=https://www.forbes.com/sites/sarahkim/2020/01/30/coronavirus-racism-asian-communities/#381321ee2865|titl=As The Coronavirus Spreads, So Does Racism — Both Against And Within Asian Communities|oberour=Sarah Kim|embanner=Forbes|deiziad=30.01.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref> Tud a-orin Sina, pe c'hoazh a-orin Azia dre vras, ha pa vijent tud ganet ha maget en o bro, a voe kunujennet pe taget e [[Stadoù-Unanet]]<ref>{{Liamm web|url=https://www.nytimes.com/2020/03/23/us/chinese-coronavirus-racist-attacks.html|titl=Spit On, Yelled At, Attacked: Chinese-Americans Fear for Their Safety|oberour=Tavernise, Sabrina; Oppel Jr, Richard A.|embanner=The New York Times|deiziad=23.03.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref> hag e [[Frañs]].<ref>{{Liamm web|url=https://www.huffingtonpost.fr/entry/le-coronavirus-chinois-reveille-les-stereotypes-racistes-envers-les-asiatiques_fr_5e2ff88cc5b68f86c8cd7e87|titl=Le coronavirus chinois réveille les stéréotypes racistes envers les Asiatiques|oberour=Marine Le Breton|embanner=The Huffington Post|deiziad=28.01.2020|lennet d'=an 8 a viz Ebrel 2020}}</ref> Feuket e oa bet tud o klevet Prezidant ar [[Stadoù-Unanet]] [[Donald Trump]] oc'h ober "biruz Sina" eus ar viruz-se<ref>{{Liamm web|url=https://www.nytimes.com/2020/03/18/us/politics/china-virus.html|titl=Trump Defends Using ‘Chinese Virus’ Label, Ignoring Growing Criticism|oberour=Rogers, Katie; Jakes, Lara; Swanson, Anna|embanner=The New York Times|deiziad=18.03.2020 nevesaet d'an 19.03.2020|lennet d'=an 11 a viz Ebrel 2020}}</ref> hag embannet e voe gant prezidant ar [[Bharatiya Janata Party]] e [[Kornôg Bengal]] [[Dilip Gosh]], en [[India]], e oa bet distrujet an natur gant ar Sinaiz hag e oa abalamour d'an dra-se en doa "kemeret Doue rebech outo", ar pezh en doa desachet ur respont feuket gant kannad Sina e [[Kolkata]].<ref>{{Liamm web|url=https://www.thehindu.com/news/national/other-states/chinese-government-condemns-bjp-bengal-presidents-comment-on-coronavirus/article31044588.ece|titl=Chinese government condemns BJP Bengal president’s comment on Coronavirus|embanner=The Hindu|deiziad=12.03.2020|lennet d'=an 11 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
Ne voe ket tapet tud Azia nemetken avat, tud distro eus [[Sina]] o doa gouzañvet emzalc'hioù feuls ivez, evel [[Ukraina|Ukrainaniz]] (ha tud a-estrenvro) a oa bet digarzhet eus Wuhan ha taget gant manifestourien en [[Ukraina]]<ref>{{Liamm web|url=https://edition.cnn.com/2020/02/21/europe/ukraine-wuhan-bus-coronavirus-intl/index.html|titl=Protesters attack buses carrying Wuhan evacuees in Ukraine|oberour=Nathan Hodge, Anastasia Graham-Yooll ha Tara John|embanner=CNN|deiziad=21.02.2020|lennet d'=an 11 a viz Ebrel 2020}}</ref> pe c'hoazh studierien a-orin eus [[India]] ar Biz, tost ouzh Sina, o chom e kêrioù bras a oa bet harellet e-liamm ouzh ar c'hleñved evit doare.<ref>{{Liamm web|url=https://timesofindia.indiatimes.com/city/delhi/students-from-northeast-complain-of-racism-at-kmc/articleshow/74071475.cms|titl=Students from Northeast complain of racism at Kirori Mal Col .. Read more at: http://timesofindia.indiatimes.com/articleshow/74071475.cms?utm_source=contentofinterest&utm_medium=text&utm_campaign=cppst|oberour=Mohammad Ibrar|embanner=The Times of India|deiziad=11.02.2020|lennet d'=an 11 a viz Ebrel 2020}}</ref> Drougziforc'hiezh ha feulster a oa kresket ivez a-enep kumuniezh [[Islam|muzulman]] India, abalamour ma oa bet lakaet ar biz war bodadoù anezho evel mammenn ar c'hleñved en India.<ref>{{Liamm web|url=https://slate.com/news-and-politics/2020/04/tablighi-jamaat-india-muslims-coronavirus.html|titl=Indian Muslims Are Being Scapegoated for the Coronavirus|oberour=Namrata Kolachalam|embanner=Slate|deiziad=09.04.2020|lennet d'=an 11 a viz Ebrel 2020}}</ref><ref>{{Liamm web|url=https://foreignpolicy.com/2020/04/07/islamophobia-coronavirus-crisis-worse-india-tablighi-jamaat/|titl=Islamophobia Is Making the Coronavirus Crisis Worse|oberour=Ravi Agrawal|embanner=Foreign Policy|deiziad=07.04.2020|lennet d'=an 11 a viz Ebrel 2020}}</ref> E [[Sina]] ivez e oa savet sañtimantoù e-enep an dud estren, taolennet evel "lastez estren" gant tud zo, "da gas d'ar boubellenn".<ref>{{Liamm web|url=https://www.abc.net.au/news/2020-04-09/coronavirus-intensifies-anti-foreigner-sentiment-in-china/12128224|titl=Print Email Facebook Twitter More As coronavirus sparks anti-Chinese racism, xenophobia rises in China itself|oberour=Max Walden ha Samuel Yang|embanner=ABC|deiziad=09.04.2020|lennet d'=an 11 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
== Pennadoù kar ==
* [[COVID-19]]
* [[SARS-CoV-2]]
* [[Li Wenliang]], [[sacher evezh]] ar c'hurunviruz-mañ e Wuhan.
 
== Liammoù diavaez ==
===Aozadurioù yec'hed===
* {{en}} [https://www.who.int/emergencies/diseases/novel-coronavirus-2019 Pajenn gouestlet d'ar bedreuziad war lec'hienn an ABY]
* {{en}} [https://www.ecdc.europa.eu/en/covid-19-pandemic COVID-19 Lec'hienn Kreizenn Europa evit Diwall ha Kontrolliñ ar C'hleñvedoù-red]]
* {{fr}} [https://www.bretagne.ars.sante.fr/coronavirus-actualite-et-conduite-tenir-8 ARS rannvro Breizh]
* {{fr}} [https://www.ch-stbrieuc.fr/IMG/pdf/tutoriel_masque_patron.pdf Ospital Sant-Brieg : fardañ maskloù]
* {{fr}} [http://www.prefectures-regions.gouv.fr/bretagne/Actualites/Coronavirus-informations-recommandations-et-mesures-sanitaires Pajenn Prefeti Rannvro Breizh diwar-benn ar c'hleñved-red]
* {{fr}} [https://www.gouvernement.fr/info-coronavirus Lec'hienn gouarnamant Frañs diwar-benn ar c'hleñved-red]
* {{fr}} [https://www.canada.ca/fr/sante-publique/services/maladies/2019-nouveau-coronavirus/symptomes.html Lec'hienn gouarnamant Kanada diwar-benn ar c'hleñved]
 
===Kartennoù ha data===
*{{fr}} [https://bing.com/covid Benveg kartennel hizivaet bep kardeur]
*{{en}} [https://www.who.int/emergencies/diseases/novel-coronavirus-2019/situation-reports/ Lizher-kelaouiñ an ABY diwar-benn ar bedreuziad (gant ur gartenn)]
*{{en}} [https://www.worldometers.info/coronavirus/ Worldometers]
*{{en}} [https://experience.arcgis.com/experience/685d0ace521648f8a5beeeee1b9125cd Kartenn bedel red ar c'hleñved]
 
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù|bannoù=3}}
[[Rummad:Kleñvedoù-red]]
[[Rummad:Istor Sina]]