Talmud : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Restr:First page of the first tractate of the Talmud (Daf Beis of Maseches Brachos).jpg|250px|vignette|dehou|Pajenn gentañ lodenn gentañ Talmud Babilon, gant evezhiaden..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 15 Ebr 2020 da 18:46

An Talmud, pe Talmoud ((he) תַּלְמוּד‎, talmūd) zo un destenn-greiz er Yuzevegezh rabbinek, o vezañ mammenn bennañ al Lezenn yuzev (halakha) hag an doueelezh yuzev. Betek ma teuas ar vodernelezh edo an Talmud e-kreiz buhez sevenadurel ar Yuzevien ha diazez ar preder yuzev e oa ivez.

Pajenn gentañ lodenn gentañ Talmud Babilon, gant evezhiadennioù Rachi ha Tosafot tro-dro.
Pajenn gentañ lodenn gentañ Talmud Babilon, gant evezhiadennioù Rachi ha Tosafot tro-dro.

Ar ger "Talmud" a ra da gentañ anv an aridennad skridoù anvet Talmud Babilon (Talmud Bavli), daoust ma'z eus un aridennad all koshoc'h anvet Talmud Jeruzalem (Talmud Yerushalmi). Lod zo kustum d'ober Shas (ש״ס) eus testennoù an Talmud, ur berradenn hebraek evit shisha sedarim, c'hwec'h urzh ar Mishna.

Daou dra zo en Talmud, ar Mishna (משנה), aozet en III kantved, un dastumadeg preder rabbinek diwar-benn an Torah dre gomz, hag ar Gemara (גמרא), aozet er VIvet kantved, un disklêriadenn eus ar Mishna ha skridoù tannaik all a zigor heñtoù all war-zu sujedoù nevez. "Takmud" a c'hell bezañ evit ar Gemara nemetken pe evit ar Gemara mui ar Mishna asambles.

63 lodenn az a d'ober an Talmud, skrivet en hebraeg michnaek pe en aramaeg babilonian yuzev, hag ennañ ez eus alioù ha soñjoù ur miliad bennak a rabbined (adalek a-raok ar mare boutin betek ar Vvet kantved) diwar-benn sujedoù a bep seurt, lezenn, etik, prederouriezh, hengoun, istor, sevenadur bobl ha sujedoù all c'hoazh. Diazez al Lezenn yuzev eo an Talmud ha meneget e vez alies e lennegezh ar rabbined.