Olivier Jegou de Kervilio : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Olivier Jegou de Kervilio''' a zo bet eskob Treger eus 1694 da 1731."
 
Buhez eskob
Linenn 1:
[[Restr:Olivier Jegou de Kervilio.jpg|vignette]]
'''Olivier Jegou de Kervilio''' a zo bet eskob Treger eus 1694 da 1731.
 
Chaloni hag ar'chdiagon [[Eskopti Kemper|Kemper]] e oa pa'z e oa bet anvet gant ar roue eskob Treger, war lec'h [[Eustache Le Sénéchal de Carcado]], an 29 Mae 1694, ha sakret en iliz Port-Royal an 3 Here ar bloaz.
[[Restr:Jegou de Kervillio.gif|vignette|125x125px]]
Tomm e oa ouzh doktrin ''Jansenius''. Eneb e oa d'ar builh "''Unigenitus''" embannet gant ar pab [[Klemañs XIV|Klemañs XI]], hag abalamour da se en devoa tostaet kardinal de Noailles, arc'heskob Pariz, hag e oa e penn ar ''c'halverien''. Abalamour da se, e giz respont, ne oa ket bet pedet gant ar pab, eñ n'hag den ebet eus an eskopti, ouzh jubile 1725.
 
Da vare Ao. de Kervillioe oa bet diazezet e Landreger, gant Itron de Lezardot, ur gumuniezh merc'hed anvet Seurezed Sant-Paol. Aotreet e oant be gant an eskob an 23 Mezheven 1727.
 
Graet en devoa adkempenn palez an eskopti er bloaz 1700.
 
Eno e yeas da Anaon an 2 Eost 1731, oadet a 88 bloaz, goude bet eskob e-pad 37 bloaz.
 
[[François-Hyacinthe de la Fruglaie de Kerver]] a zo deut war e lec'h war gador eskopti Treger.
 
== Levrlennadur ==
 
* Pierre Barbier : ''Le Trégor historique et monumental.'' Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960