Ar Brezoneg er Skol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
E bal a oa lakaat pennadurezhioù Breizh da '''votiñ ur mennad da c'houlenn digant ar gouarnamant kelenn brezhoneg er skolioù publik'''<ref> [[Marsel Guieysse]], ''La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle'', pajennoù 247-251 ha 264-268, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936 </ref>. Tammoù intrudu a oa dija e kornioù zo d'ar mare-se er skolioù katolik a-drugarez da labour gredus tud evel [[Raymond Delaporte|Remon ar Porzh]], bet savet gantañ ''[[Breuriezh ar brezoneg er skoliou]]'' e [[1932]]. En em zispakañ a reas al luskad-mañ e penn-kentañ etre ar bloaz [[1934]] ha deroù an eil brezel bed e [[1939]]. Berzh bras a reas al luskad pa lakaas evit ar wech kentañ kantadoù a guzulioù-kêr da embann e savent a-du gant kelenn ar yezh er skolioù. Un niver brazik a frammoù eus ar gevredigezh sivil a reas kemend-all d'o heul. Gant se e teuas a-benn luskad '''Ar brezoneg er skol''' da enskrivañ kudennadur kelenn ar yezh war an deiziataer politikel. Kalz a gaoz a voe diwar e benn er mediaoù ha, bep un tammig, e kreskas ar gwask war ar gouarnamant gall.
 
Tarzh an eil brezel bed ne zeuas ket a-benn da derriñ krenn an emsav lañsus ha modern-mañ hag a ziskouezas evit ar wech kentañ e oa a-du ar muiañ-niver eus ar Vretoned evit ma vefe kelennet o yezh d'o bugale. Kenderc'hel a reas al luskad gant e labour brudañ e-pad ar brezel. Da-heul krouidigezh ar gazetenn [[La Bretagne (kazetenn)|La Bretagne]] e c'houlennas Yann Fouere digant Robert Audic, harluet e Pariz, distreiñ da Vreizh e penn-kentañ 1941 evit derc'hel gant an erv bet boulc'het a-gent. Dont a reas evel-se Robert Audic da vezañ sekretour leunamzer al luskad, e Roazhon<ref name=":0"> Testeni Yann Fouere : http://fondationyannfouere.org/robert-audic/ </ref>. '''EN'eo 1945nemet e 1945 ma voe divodet dre urzh emsav ''Ar brezoneg er skol''''' ha torret e voe al luskad neuze. N'eoRet nemete ouzhpennvoe dekgortoz vloaz wargoude-lerc'hse maderoù voear divizetbloavezhioù ganttri-ugent a-raok gwelet ar C'huzul-Stad divizout terriñ diferad divodañ ''Ar brezoneg ar skol'' un nebeud mizioù hepken a-raok marv Robert Audic e [[1962]]''<ref name=":0" />.''
 
Gallout a reer lavaret eo gant '''Ar brezoneg er skol''' e voe diazezet evit ar wech kentañ en [[Emsav]] ar yezh an doareoù stroll da dalañ ouzh Pariz e framm ur stourm kevredigezhel ha demokratel. Evit un darn vat eo a-drugarez d'al labour boulc'het gant ''Ar brezoneg er skol'' er bloavezhioù 1930 ha 1940 ma voe posupl votiñ al [[lezenn Deixonne]] a zamzigoras dorioù ar skolioù d'ar brezhoneg goude-se, adalek [[1951]].
 
== Kumunioù o doa votet a-du gant ar mennad ==
[[Restr:Ar_Brezoneg_er_skol.jpg|thumb|upright=2.7|Kumunioù bet sinet mennad Ar brezoneg ar skol etre 1934 ha 1938]]
N'eo ket bet gwall zedennet hon istorourien gant al luskad pouezus-mañ evit istor ar brezhoneg pa ne c'haller ket c'hoazh kavout roll klok ar c'humunioù bet sinet ganto ar mennad evit kelenn brezhoneg er skol. Diglok e chom ar roll kumunioù dindan neuze. Evit e sevel ez eus bet implijet meur adiv vammenn. Da gentañ-penn levr [[Marcel Guyesse]] ''"La langue bretonne, ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle"'' bet embannet e [[1936]]. Ennañ e kaver ur roll eus ar c'humunioù bet votet ganto d'ar c'hentañ a viz Ebrel 1936 (er pajennoù 265-267). Al luskad '''Ar brezoneg er skol''' eus e du a embannas ul levrig e [[1938]] evit ober ar poent war ar c'houlzad "Enseigner le breton, exigence bretonne". Kontañ a raeraed '''337 kumun siner d'ar c'hentañ a viz Ebrel 1938'''. E dibenn al levrig-se ez eus ur roll eus ar c'humunioù bet emezelet er c'houlzad '''Ar brezoneg er skol''' d'ar c'hentañ a viz Mae 1938 hag a ya da glokaat ar roll bet embannet kent gant Guyesse. N'eo ket bet kavet roll ar c'humunioù bet votet ar mennad ganto etre ar c'hentañ a viz Mae 1938 ha deroùdiviz ardivodañ brezel''Ar brezoneg er skol'' e-kreiz 19391945. El levr ''"Les Bretons à l'heure de l'Europe"'' bet embannet e 1961 e rae anv Yann Poupinot a '''459 c'humun bet votet ganto e 1944''', en o zouez [[Kastell-Briant]], [[Ankiniz]] ha [[Machikoul]], da lavaret eo ur c'hard kumunioù ouzhpenn. Dre ma n'eus ket bet gallet gwiriañ an dra-se n'int ket bet lakaet er roll amañ dindan neuze. Daoust da se, sklaer eo ez eo bet niverusoc'h ar c'humunioù o votiñ ar mennad ha ne ziskouez ar gartenn nemet stad ul luskad ha n'eo ket chomet a-sav e 1938.
 
==== En Aodoù-ar-Arvor ====