Ar Brezoneg er Skol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Ar Brezoneg er Skol''' '''(ABES)''' a oa anv ul luskad kevredigezhel bet krouet er bloavezhoù 1930 gant [[Yann Fouéré]] ha [[Robert Audic]].
 
E bal a oa lakaat pennadurezhioù Breizh da '''votiñ ur mennad da c'houlenn digant ar gouarnamant kelenn brezhoneg er skolioù publik'''<ref> [[Marsel Guieysse]], ''La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle'', pajennoù 247-251 ha 264-268, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936 </ref>. Tammoù intrudu a oa dija e kornioù zo d'ar mare-se er skolioù katolik a-drugarez da labour gredus tud evel [[Raymond Delaporte|Remon ar Porzh]], bet savet gantañ ''[[Breuriezh ar brezoneg er skoliou]]'' e [[1932]]. En em zispakañ a reas al luskad-mañ e penn-kentañ etre ar bloaz [[1934]] ha deroù an eil brezel bed e [[1939]]. Berzh bras a reas al luskad pa lakaas evit ar wech kentañ kantadoù a guzulioù-kêr da embann e savent a-du gant kelenn ar yezh er skolioù. Un niver brazik a frammoù eus ar gevredigezh sivil a reas kemend-all d'o heul. Gant se e teuas a-benn luskad '''Ar brezoneg er skol''' da enskrivañ kudennadur kelenn ar yezh war an deiziataer politikel. Kalz a gaoz a voe diwar e benn er mediaoù ha, bep un tammig, e kreskas ar gwask war ar gouarnamant gall.