Republik Pobl Sina : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Douaroniezh: vi-koukoug
Arko (kaozeal | degasadennoù)
difaziañ liammoù
Linenn 80:
''Al lodenn amañ dindan a sell Sina ar c’hevandir.''
 
Ur Stad komunour eo bet Republik Poblel Sina e-pad an darn vrasañ eus an {{XXvet Kantvedkantved}}, hervez terminologiezh ar skiantoù politikel. Kalz a arsellerien, war-bouez an dud a studi ar politikerezh, a soñj dezho ez eo bepred ur Stad komunour. Diaes eo gouzout da vat petra eo natur framm politikel Republik Poblel Sina. Tud zo o deus lavaret ez eo ur renad [[aotrouniezh|aotrouniek]], [[komunouriezh|komunour]], [[sokialouriezh|sokialour]]. Kalz a dud, koulskoude, a gav gwelloc’h dezho ober war un dro gant ar [[ger]]ioù « komunouriezh » ha « kevalouriezh » evit deskrivañ Republik Pobl Sina. Kinniget en doa Deng Xiao Ping ober gant an droienn « Sokialouriezh nevidel » evit deskrivañ [[emdroadur]] Republik Poblel Sina.
Ar gomunourien a soñj dezho e rank ur gevredigezh komunour bezañ renet, evit gwir, gant al labourerien. Nac’het o deus anavezout Sina evel ur vro gomunour hag a-wechoù e kavont gwelloc’h komz eus « kevalouriezh-Stad ».
 
[[Strollad komunourKomunour Sina]] an hini eo a ren gouarnamant Republik Pobl Sina. Daoust ma’z eus bet graet [[kammed]]où war-du frankizaat ar politikerezh, dreist-holl gant an [[dilennadeg]]où a vez kavet abeg enno er c’hêriadennoù, e vez bepred kontrollet divizoù ar gouarnamant gant ar Strollad komunour. Implijout a ra ar Stad doareoù aotrouniek evit dont a-benn eus an disenterien. Klask a ra-hi lakaat niver an disrannoù da zigreskiñ en ur wellaat an armerzh hag e-se e ro aotre d’an dud – un nebeudig tud, evit gwir – da gavout abeg e tra pe dra pa ne vez dispac’hus o abegadennoù.
 
Kontrolliñ a ra Strollad Komunour Sina an holl [[media|vediaoù]] ha sevel a ra enep an holl aozadurioù a c’hallfe lakaat ar renad en arvar, evel ma oa c’hoarvezet da vare [[Manifestadegoù ar Blasenn Tian Anmen|darvoudoù Tian Anmen]]. N’hall ket Strollad Komunour Sina, koulskoude, ober kement tra a ra pe a fell dezhañ ober evit a sell ar c’hastizañ. En deiz a hiziv o devez ar mediaoù un tamm frankiz da labourat, ha pa ne glaskfent ket tizhout a-gevret an hevelep pal, hag embann a reont war ar groaz un niver bras a gudennoù deuet diwar ar [[breinadurezh]] ha diwar al labourioù diefedus kaset da benn gant eilsternererien ar Strollad. Petra bennak ma ne vez ket aotreet sevel e vouezh a-enep ar Strollad hervez lezenn e vez ingal tud oc’h embann ar pezh a soñjont hag a-wechoù e vezont lezet d’ober met ne vez ket aotreet ar mediaoù da skignañ keleier diwar o fenn. [[Ministrerezh]] ar propaganda a gendalc’h da gontrollañ ar binvioù eztaoliñ, en zouez ar Genrouedad. Ensellet e vez skignañ ar filmoù gant Burev ar filmoù : goulennet en deus, da skouer, digant renerien salioù sinema paouez da skignañ ar film amerikan ''[[Da Vinci Code]]'' e miz Mezheven 2006 <ref>Brice Pedroletti, « Difenn a ra pennadurioù Beijing skignañ ar film [[Da Vinci Code]] evit damantiñ da gristenien Sina » er gelaouenn ''Le Monde'', 11/06/2006 {{Lire en ligne|lien=http://www.lemonde.fr/web/article/0,1-0@2-3216,36-781817@51-781903,0.html}}</ref>. Gouzout a reomp e vez kontrollet ar [[skinwel]] ivez : divizet en deus ar gouarnamant ma vo berzet skignañ [[tresadenn-vev|tresadennoù-bev]] (amerikan pe japanat an darn vrasañ anezho) etre 17e ha 20e adalek ar 1añ a viz Gwengolo 2006 <ref>Hélène Lepelletier, « Télévision chinoise : le nouvel ordre moral », er gelaouenn ''[[Le Point]]'', niv. 1770, p.45, 17/08/06, {{Lenn enlinenn|lien=http://www.lepoint.fr/monde/document.html?did=182202}}</ref>. Kontrollet e vez ar [[Kenrouedad|Genrouedad]] ivez. Silet e vez an holl gevreadennoù hag e-se n’haller ket kevreañ ouzh lec’hiennoù zo war ar Genrouedad evel, da skouer, [http://freetibet.org al lec’hienn www.freetibet.org] ([[dieubidigezh]] [[Tibet]]) pe Wikipedia ivez : soñjal a ra renerien Sina moarvat ez eo re zañjerus doare mont en-dro an [[holloueziadur]]-se, a c’hall bezañ maget gant an holl dud o deus c’hoant da gemer perzh ennañ.
Linenn 110:
* inizi [[Senkaku]] / [[Diaoyu]], melestret gant Japan, goulennet gant Republik Poblek Sina ha Korea.
 
E 2004 ez asantas Rusia reiñ enez Yinlong hag an hanter eus enez Haixiazi da Sina hag e-se e voe paouezet gant ar rendael a oa savet etre an div vro abaoe pell-pell amzer. An div enezenn-se zo el lec’h ma kej ar stêr [[Amour]] (e sinaeg e vez anvet Heilong jiang, da lavaret eo stêr an Aerouant Du) hag ar stêr [[Ousouri]] zo bet pennkaoz d’un dizemglev bras etre Sina ha Rusia er bloavezhioù 1960. Roet he deus Rusia an enez Yinlong da Sina en-dro evit divroc’hañ hag evit kreñvaat al liammoù armezhel etrezo. Abeg zo bet kavet en dra-se eus an daou du. Pleustradegoù-brezel a oa bet graet gant ar Rusianed hag ar Sinaiz e 2005, ar pezh a ziskouez mat e oa youl en em glevet ganto. Ar gouerien gazak o deus kavet abeg en dra-se. Kollet o deus, evit gwir, o ziriad war an ezennoù-se, tra m’o deus ar Sinaiz ha kumuniezhioù sinaat kavet abeg en emglev-se. Talvezout a ra an emglev-se, hervezo, da reizhekaat beli ar Rusianed war [[MandchouriaManchouria|VandchouriaVanchouria an diavaez]], bet roet da Rusia gant an diernezh Qing da-heul an [[Emglevioù digevatal]], en o zouez an Emglev bet sinet e 1858 en Algun hag ar c’hendivizad bet sinet e Beijing e 1860, gant ma vo implijet tireoul rusian ganto hepken.
 
Ingal e vez ar vroadelourien sinaat o c’houlenn [[Mongolia]], [[Touva]] ha [[MandchouriaManchouria|Manchouria an diavaez]], an inizi [[Ryukyu]], [[Bhoutan]], [[Sikkim]], [[Ladakh]], an draoñienn Hukawng, norzh [[Birmania]].
 
== Proviñsoù ha rannvroioù ==
Linenn 170:
Sina (ma vernier gorreadoù Republik Poblek Sina ha Taiwan) zo unan eus broioù brasañ ar bed, evit a sell ar gorreadoù. En trede renk emañ dres war-lerc’h [[Rusia]] ha [[Kanada]].
 
Hinoù ha gweledvaoù liesseurt zo e Sina. Er reter, a-hed glannoù ar [[mor Melen]] ha [[mor Sina ar Reter]] ez eus plaenennoù ec’hon ma’z eo niverus-tre an dud zo o chom enno. Uheloc’h eo ar menezioù war glannoù [[mor Sina ar Reter]], tra ma vez muioc’h a dakadoù naou-dinaou hag a aradennadoù izel a-walc’h e Sina ar Su. Er greizenn-reter emañ deltaioù an div stêr hirañ eus Sina, ar stêr [[Huang He]] hag ar stêr [[Chang Jiang]]. Ar stêrioù [[Xi Jiang]], [[Mekong]], [[BrahmapoutreBrahmapoutra]], [[Amour]] zo stêrioù bras all eus Sina.
 
Er c’hornôg ez eus aradennoù bras all, an [[Himalaya]] peurgetket – ar menez uhelañ eus Sina eo (eus ar Bed zoken) –, menez [[Everest]], kerkoulz ha pladennoù zo krin a-walc’h an hin war o zaoledadoù evel [[dezerzh Taklamakan]] ha [[dezerzh Gobi]]. Abalamour d’ar [[sec’hor]] a bad, ha moarvat ivez abalamour d’an douaroù a vez labouret fall, e vez [[barradoù uloc’h]] en nevez-amzer bremañ e Sina. Aet eo [[dezerzh Gobi]] war ledanaat, hervez an Ajañs evit gwareziñ an endro e Sina hag e-se e vez barradoù uloc’h dreist-holl e Sina hag e taoleadoù all e biz Azia evel e [[Korea]] hag e [[Japan]].
Linenn 216:
|- {{ligne grise}}
| {{1añ a viz Gouere}}
| Krouidigezh [[Strollad komunourKomunour Sina]]
| 建党节 ''Jiàndǎngjié''
| Stummadur ar 1{{añ}} Kendalc’h broadel d’ar 1{{añ}} a viz Gouere 1921
Linenn 284:
== Armerzh ==
 
Dielfennañ a ra [[Strollad komunourKomunour Sina]] armerzh Sina evel un « armerzh nevidel sokialour », ur « seurt sokialouriezh giz Sina ». Eus [[1978]] da [[1989]] e oa bet adreizhet armerzh ar vro. Tremenet e oa an amerzh eus ur « steuñverezh|armerzh steuñvek]] giz Rusia d’ur « sokialouriezh nevidel », en ur virout ar framm strizh zo bet lakaet da dalvezout gant [[Strollad Komunour Sina]] evit kontrollañ ar vro.
 
Evit tizhout ar pal-se ez eo bet erlerc’hiet boutineladur al [[labour-douar]] gant ur reizhiad atebekaat hiniennel war an douaroù, ar sternerien lec’hel zo bet roet muioc’h a frankiz ober dezho ha merourien zo bet lakaet e penn ar gennadoù greantel. Evel-se ez eus bet roet lusk d’an embregerezhioù bihan ha niverus, a vez anvet « ''getihu'' » (个体户), ha kenwerzhourien ha posterien estren niverus zo bet sachet da vont da Sina. Ne vez ket kontrollet ar prizioù ent strizh ken, war-bouez priz ar produioù diazez kentañ evit ar gouerien.
Linenn 290:
E [[1992]] e oa deuet anvadur ofisiel ar reizhiad da vezañ « armerzh nevidel sokialour » ha merkañ a ra ar cheñchamant anvioù-gwan-se eo krog natur renkad ar Stad da cheñch. Kregiñ a ra ar gennad foran da veuziñ e mor an armezh marc’hadourel, o tremen eus 73 % eus ar produadur greantel e [[1988]] da 35 % e [[1992]]. Evel-se ez eus bet tu da dremen eus un armerzh steuñvek d’un armerzh kemmesk ha tu zo bet da zizoleiñ diazezadurioù ar frankouriezh armerzhel en-dro, en ur saveteiñ [[komunouriezh]] ofisiel ar renad.
 
N’en deus ket ar gouarnamant dalc’het kont eus kevatalded ar renkadoù e-pad an amzer-se ha heuliet eo bet ger-stur [[Deng Xiaoping]] : « Deuit pinvidik ! ». Deuet eo ar pinvidikaerezh personel (hiniennelouriezh) hag ar bevezerezh (skoazellet gant politikerezhioù nevezkeneysian adalek 1997) ) da vezañ an daou geflusker amerzhel nevez. Ambrouget eo bet tamm-ha-tamm an daou geflusker-se gant teknikoù merañ evit gwellaat ar [[kenderc’husted|c’henderc’husted]] ([[rannañ al labour]]) aet war vicherelaat. Labouret en deus ar gouarnamant ivez evit sachañ kevalaoù estren, zo pouezus-kenañ evit diorren armerzh ar vro : [[Takadoù armezhel ispisial]] (TAI), kuit a dailhoù, zo bet krouet evit se, ha ledanaet int bet tamm-ha-tamm en arvor a-bezh. Gant ar frankeskemmerezh-se eo bet lieskementet ar [[Proadudur diabarzh Kriz]] (PDK) dre bevar abaoe 1978. E [[1999]] e oa 1,3 miliard annezidi hag ar [[c’horvoder dre zen]] a oa 3800 a zolarioù amerikan ar bloaz. Gant-se e oa deuet Republik Poblel Sina da vezañ ar c’hwec’hvet broad armerzhel ar bed evit a sell ar c’hementad marc’hadourezhioù eskemmet hag an trede broad evit a sell beveziñ ar gremmoù, dres war-lerc’h ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] ha [[Kumuniezh Europa]]. Sevel a ra korvoder keitat ur micherour sinat da 1300 dollar amerikan ar bloaz. Armerzh Sina zo unan eus an armerzhioù a vez diorroet ar muiañ er bed a-bezh er mare-mañ ; kreskiñ a ra etre 7 hag 8 % bep bloaz ha tostaat a-wechoù da 10 %, hervez ar stadegoù a vez graet e Sina. Abaoe [[2001]] eo ezel Republika Poblel Sina eus [[Aozadur bedelBedel ar c’henwerzhC'henwerzh]] (OMC).
 
Sachet gant Sina e vez an embregerezhioù dre ma c’hallont enfredañ tud hesent na vezont ket gopret uhel ha n’int ket izili eus sindikadoù. Ur micherour n’eo ket perzhek a vez gopret war-dro 1$ US an eurvezh labour, ar pezh zo izel a-walc’h e-keñver goproù ar vicherourien er broioù greantelaet. N’eus unvaniezh micherourien ebet e Sina. Evit ar vicherourien ez eo un dra vat eo rak tennañ korvo eus gwevnded al labour e c’hallont ober, ar pezh ne vefe ket posupl dezho ober e demokratelezhioù frankizour n’int ket ken sokial ha Sina koulskoude.
Linenn 338:
Arsellerien o deus soñjet dezho e oa bet savet ar fuzenn « Baleadenn Hir » diwar « Soyouz », ar pezh zo bet dinac’het gant Sinaiz. Un danevell zo bet embannet gant Kendalc’h ar Stadoù-Unanet da-heul bannadenn ar bloaz 2003. Skrivet e oa bet en danevell-se : « Ma’z eo gwir o deus c’hoant Sinaiz kas da benn ar raktres-se evit reiñ lufr d’o folitikerezh e yelo ar reizhiadoù egorel milourel war wellaat etre 2010 hag 2020 gant o strivoù. Abeg a vez kavet er raktres-se gant ar gazetennerien indian a gav dezho emañ Sinaiz oc’h implijout un teknologiezh zo daou-ugent vloaz en-dro. War ar memes tro ez eo luziet ha diasur statud an harzoù milourel en egor.
 
<small> Sellet ivez : [[ProgrammeProgramm Shenzhou]]</small>
 
== Relijion ==
 
Meur a relijion zo e Sina. Ar relijionoù pennañ zo : ar [[boudaegezh|voudaegezh]], an [[islam]], ar [[katologiezhKatoligiezh|gatoligiezh]] hag ar [[protestantiezh|brotestantiezh]]. Gallout a reer ivez ober anv eus eus an [[taoismdaoegezh]] hag eus [[Relijion hengounel sinat|Relijion ar bobl]], anezho div relijion dibar e Sina, hag ivez eus ar [[chamanismchamaniezh]], an [[ortodoksiezh]] hag an [[Dongba]]. Ur seurt relijion bagan eo ar relijion Dongba ha krouet eo bet diwar ur relijion heuliet gant an [[Naxi]]ed, unan eus ar minorelezhioù etnek niverus zo anezho e Sina. Eus [[Tibet]] eo a orin eo ar relijion-se hag e [[Yunnan]] emañ tud ar vinolerezh Naxi o vevañ.
 
Ar voudaegezh a voe kelennet e Sina war-dro ar {{Iañ kantved}} evit ar wech kentañ. Skignet e voe ar gelennadurezh-se er vro da vat war-lerc’h ar {{IVe kantved}} ha deuet eo da vezañ ar relijion vrasañ e Sina. Div skol zo : ar [[Boudaegezh Tibet|voudaegezh tibetan]] (pe lamaegezh), zo anezho e [[Tibet]] hag e [[Mongolia an Diabarzh]] dreist-holl, hag an hinamaya (boudaegezh an [[Doare-karr bihan]]. Istimañ a reer ez eus war-dro 13 000 templ boudaat e Sina.
 
Krouet e oa bet an taoism en {{eil kantved}}. Krouet e oa bet, war a seblant, diwar skridoù ar prederour [[Lao Zi|Lăo Zi]] (pe “Lao-tseu”). E-mesk ar skridoù emañ al levr hollvrudet “Levr al Levenez hag ar Vertuz”, (e sinaeg ''[[Dao De Jing|Dàodé Jīng]]'') ha “Levr ar C’hemmadurioù” (易经 [[Yi Jing|Yì Jīng]]), anezho mammennoù an ezoteregezh sinat. Ouzhpenn 1500 templ taoist zo e Sina, a-hervez.