Rusia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 53:
''Pennadoù dre ar munud : [[Istor Rusia]]''
 
Kregiñ a ra istor Rusia e [[862]] pa eo savet [[Priñselezh Kiev]] gant ar [[Vikinged]] war tiriad a vremañ Bro-Ukraina, Bro-Velarus hag ul lodenn eus Rusia ar c'hôrnog. Andreiñ a ra [[Vladimir 1añ]] ouzh ar [[Kristeniezh reizhkredenn|gristeniezh reizhkredenn]] e [[988]]. Disrannañ a ra priñselezh Kiev tamm ha tamm abalamour da argadennoù pobloù kantreat ar stepennoù ha da gudennoù urvadur etre diskennidi Vladimir. Ur pempzek priñselezh bennak a zo savet, en o zouez [[Priñselezh-veur Moskou|hini Moskou]] e [[1276]]. Aloubet int gant ar C'hKhan [[Batou]], mab bihan [[Gengis Khan]]. Adunvanet int a-nebeudoù etre an XIIIvet hag an XVIvet kantved.
 
Kregiñ a ra tiernac'h ar Romanov e 1613. En em astenn a ra Rusia d'ar reter. Tizhet eo ar Meurvor Habask e 1640. Ergerzhet eo bro [[Strizh-mor Bering]] hag [[Alaska]] er bloavezhioù 1740.