Diforc'hioù etre adstummoù "Malta"

15 okted ouzhpennet ,  1 bloaz zo
difaziañ liammoù
Tikedennoù : Kemmañ gant an hezoug Kemmañ dre ar web hezoug
(difaziañ liammoù)
* ''Pennad pennañ: [[Istor Malta]]''
[[Restr:Malta 18 Hagar Qim.jpg|thumb|200px|left|Temploù Hagar Qim, Qrendi, Enez-Malta]]
Poblet eo bet Malta abaoe war-dro [[5200 kt JK|5200 kent Jezuz-Krist]]. Er mare-se e rene ur sevenadur ragistorel a-bouez, ur [[Iañ milved kt JK|milved]] a-raok [[piramidennoùpiramidenn Gizavras Gizah]]. Kavet e vez roudoù divent eus monumantoù mein a seblant bezañ bet harpet gant ur riez c'halloudus. War-dro [[1000 kt JK|1000 kent Jezus-Krist]] e teuas ar [[Fenikianed]] er vro evit staliañ [[trevadennerezh|trevadennoù]], ur seurt rakpost evit ledanaat o [[Kenwerzh|c'henwerzh]] e [[kornôg]] ar Mor Kreizdouar. E [[736 kt JK|736 kent Jezuz-Krist]] e voe aloubet staliadurioù fenikian gant ar [[Bro-C'hres|C'hresianed]] hag e voe roet anv ''Melita'' d'an enezenn bennañ (diwar liv ar [[mel]] a zo hini ar [[Maen-raz|mein-raz]] marteze).
 
Gant [[Kartago]] e ([[400 kt JK|400 kent Jezuz-Krist]]) e voe aloubet an enezeg ha goude gant [[Republik roman|Roma]]. Pinvidikaat a reas Malta gant ar Romaned pa oa ur ''municipium'' hag ur geoded kevredet (''foederata civitas''). Chom a ra meur a savadur roman da dest levezon vras ar Romaned. E [[60]]e tilestras [[Paol Tars|sant Paol a Darsos]] war Valta dre zegouezh ur [[peñse]] war aodoù Bae Sant-Paol (anvet diwar an darvoud koulz hag an div enezenn a gaver eno). Kontet eo an istor en [[AktaoùLizheroù an Ebestel]].
 
Eus [[400]] da [[900]] e kouezhas Malta dindan beli an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh Bizantion]], met drastet e voe gant ar [[Vandaled]] war a seblant. Aloubet e voe ivez gant an [[Arabed]] e [[870]] hag e weler an dra diwar ar [[malteg]], dezhañ ur substrad [[arabek]] gant gerioù [[italianek]], [[gallek]] ha [[saoznek]]. Arabek eo orin an darn-vuiañ eus an [[lec'hanvadurezh|anvioù-lec'h]] : "Dzira" (''djezair'' = "enez"), "Mdina" (''medina'' = "kêr"), "Marsa" (''marsah'' = "porzh"), "Rabat".<br >
12 583

modifications